◄ Gouel ar Gonsepsion | Beuzek (abad) ha Beuzek (eskob) | Itron Varia Loretta ► |
ha Sant Beuzek, eskob Dol
aou zant a zo bet en hon bro o tougen an hano a Veuzek ; unan aneze a vevas er bempvet kantved hag egile er c’houec’hvet. Sant Beuzek ar bempvet kantved eo a zavas en enezen Lavret, war-dro ar bla 460, ar c’hentan manati [1] a zo bet hano anezan en Breiz-Izel. Di ec’h eas Gwennole d’ar skol, da seiz vla, hag eno e chomas betek e vla warn-ugent.
Eun devez, an abad santel a deuas ezom d’ezan da vont d’ober eun dro d’an douar-bras, hag e c’hourc’hemennas d’e bôtred-skol diwall d’ober droug ebet : « Ya ! ya ! Tad, emeze, bezet dinec’h ! » Mes a-vec’h oa êt an abad endro, m’en em lakjont da redek a-dreuz an teven, hag unan aneze a dapas eul lamm hag a dorras e c’har. Neuze e savas gouel : « Petra refomp breman ? eme ar bôtred. Pelec’h tec’hel ? Dizentet hon deus ouz hon zad. Dismegans hon deus grêt, n’eo ket hepken d’ezan, mes d’an Hini eman o terc’hel e blas en hon c’hichen ! »
A drugare Doue, Gwennole a gavas an tu da barean ar c’har dorret, hag en doare-ze den ne glevas trouz.
Setu aman gourc’hemennou abad Lavret d’e ziskibien :
« En em roët d’ar studi, ha bezet izel a galon. Arabad d’ec’h tennan lorc’h eus ho teskadurez ; rak Doue eo en deus roët d’ec’h ar pez a ouzoc’h.
» Labouret gant ho korf, hep klask tennan meuleudi an dud war ar pez a refet, ha heb ober dismegans war an hini n’anavezfe ket ho micher. An den dizesk a zo krouet gant Doue, kouls hag ar micherour gouiziek. Alïes an neb a zo barrek diouz eul labour an eus ezom eus e nesan evit eul labour-all. Rak ne gredan ket e kroufe Doue eun den hep ma vefe goest d’ober eun dra bennak. Ma ouzoc’h diou ha ter micher da c’honid ho para, n’ho peus nemet trugarekât Doue d’ober.
» Erfin, bezet war evez, yunet ha pedet herve giz an Tadou. N’am eus netra ken da lavaret d’ec’h. Ma heuilhet an tri gourc’hemenn-ze, e valefet hep fazian war hent ar zantelez. »
Abad Lavret a varvas en blaveziou divezan ar bempvet kantved.
Sant Beuzek ar c’houec’hvet kantved, an hini a reomp e ouel hirie, a oa mab da Azenor ; gouarn a reas eskopti Dol war-lerc’h sant Magloar, epad tregont vla, adalek ar bla 570 betek ar bla 600. Patron eo da Borspoder, da Blourin, da Veuzek-Kap-Sizun, da Veuzek-Konk ha da Dregarvan.
Bezet war evez ha pedet ! Setu aze ar pez a c’hourc’hemenne gwechall sant Beuzek d’e venec’h ; setu aze ive ar pez a c’hourc’hemenn an Iliz d’he bugale, dreist-oll, breman, epad au Azvent, evit hon zikour d’en em brepari a-benn gouel Nedeleg.
Jezuz-Krist, deut evel Hon Zalver en kraou Bethleem, a deuio evel hon Barner da fin ar bed. Pep-hini ac’hanmnp a deuio da vezan, unan a zaou, pe eur zant, pe eun diaoul.
Ober eun diaoul n’eo ket diês. N’eus nemet lezel o c’habestr gant techou fall ar galon. Ober eur zant a zo tenn. N’eo ket ma vefe red ober treo bras, mes red eo ober mat an treo bihan a rêr bemde, ha mont bepred war well.
Jakob, gwechall-goz, en eun hunvre, a welas eur skeul, a oa eur penn anezi war an douar hag eur penn-all en nenv. Ele a oa warni, a bigne pe a ziskenne, mes hini ebet aneze ne chôme a-zav. Evelse ive eman an dud war skeul ar zantelez ; holl e pignont, pe e tiskennont, unan a zaou ; hini ebet aneze ne chom a-zav.
Diskennomp ennomp hon unan ha gwelomp petra c’hoarve ganimp. En Azvent ec’h omp. Eun amzer a zilvidigez eo. Tennomp talvoudegez anezan. An amzer eo ar mone a dalv da brenan hon c’hador hag hon c’hurunen er baradoz. Jezuz-Krist a zo mat ; e c’hinivelez en kraou Bethleem hen diskouez skler awalc’h. Jezuz-Krist a zo just ; e zonedigez war ar wabren, da fin ar bed, hen diskouezo ken sklêr-all. Na gollomp ket eta hon amzer.
- ↑ An dismantrou anezan a zo bet dizoloet er bla 1890, gant an ôtrou ’n abad Lasbleis, ginidik eus a Vriat.