Buhez ar Sent/1912/Charlez Borrome

◄   Gwenaël Charlez Borrome Franseza Amboaz   ►



Pevare devez a viz Du


Sant Charlez Borrome
Kardinal hag arc’heskob Milan (1538-1584)



Charlez, mab d’ar c’homt Jilbert Borrome ha da Vac’harit Medicis, a oa ganet en Milan, d’an 2 a viz here 1538. E dad a oa eun den eus ar re wellan. Kommunian rê bep sul, ha bemde e lavare war e zaoulin ofis an Iliz. Sevel a rê holl vugale emzivad e vêrerien, ha rannan rê etreze aluzennou ken bras, ma veze tamallet gant e vignoned d’ober gaou ouz e vugale. Mes hen a lavare d’eze : « Ma kemeran preder gant bugale ar beorien, Doue, eun tad mat evel mac’h eo, a gemero ive preder gant ma re ma-unan. » E garante evit ar binijen a oa par d’e garante evit ar beorien. E bried, eus he zu, a oa skouer holl itronezed vras Milan ; ne golle ket eur pennad eus he amzer ; ne veze gwelet, kouls lavaret, o vont eus ar gêr, nemet evit mont d’an iliz pe d’eur manati bennak.

Ar c’houec’h krouadur a roas Doue d’eze a gemeras holl skouer war o vertuziou ; koulskoude, hini ebet ne reas muioc’h a enor d’eze eget Charlez. Adalek e vugaleach, e roas merkou anat eus e zantelez da zont. Goude bezan boulc’het e studi en Milan, ec’h eas da Bavi da zeski lezennou an Iliz ha lezennou ar vro. Daoust d’an danjeriou a gaver o heuilh ar skoliou bras, ne dec’has ket eur gammed diwar hent ar furnez. Evel e dad, e kommunie bep sun, hag e tec’he diouz ar vignoned ha diouz al lec’hiou a vije bet goest da lakat ar garante en kenver Doue da glouarât en e galon.

Eun doktor a oa anezan o tont d’ar gêr. Er miziou war-lerc’h, ar c’hardinal Medicis, e eontr, deut da vezan ar pab Pi IV, a hanvas anezan da gardinal ha da arc’heskob en Milan, daoust ma n’en devoa neuze c’hoaz nemet tri bla warn-ugent. Bezan oe skoazel e eontr epad ar c’houec’h vla ma chômas war Gador sant Per ; dre e aked e oe klozet konsil-meur Trant evit brasan mad an Iliz. Krenvât a rê e galon dre an devosion, e spered dre ar studi, e gorf dre ar skuizder. Derc’hel a reas da vezan eun den yaouank umbl ha seotus en pep tra ouz Doue hag ouz e vikel war an douar.

Da varo e eontr, e tizroas d’e eskopti. Bezan oe, dre e oberou, skouer ha sklerijen an eskibien ha tad e bobl. Evel Abel, e oa dinam ; evel Enoc’h, e oa glan ; evel Jakob, e oa kalet ouz ar skuizder ; evel Moyzez, e oa habask ; evel Elias, e oa entânet e galon evit gloar Doue. En kreiz ar pinvidigeziou, e oa distag diouz an danve evel Jerom ; er c’hargou uhelan, e oa izel a galon evel Martin, eveziant war e zenved, evel Gregor, hardiz en e gomzou evel Ambroaz, karantezus evel Paulin. Gwerzan a reas leveou bras an evoa en Oria, hag e roas, er memes devez, d’ar beorien, kement a dennas aneze ; pa grogas ar vosen en Milan, e werzas kement tamm arrebeuri a oa en e di ; ne viras ket, zoken, e wele, hag e roas kement gwenneg a dennas eus ar werz-ze d’an dud ezommek. Mont a rê heb aon ebet da welet an dud klanv ; rei a rê d’eze o zakramanchou ; evit pellât ar c’hlenved, e reas tro kêr en prosesion, a-benn ter gwech, diarc’hen, eur c’hrusifi gantan en e zorn hag eur gorden endro d’e c’houg.

Er mare-ze, e oa en pep rouantelez eur bern tud dallet gant neventiou, ha war digare gwellât Iliz an Otrou Doue, a oe darbet d’eze he beuzi en kreiz ar gwad, ar geier hag an hudurnez.

Charlez a enebas oute hep paouez. Bezan en devoa ar zantelez a zo ezom. Mont a rê da govez bemde arôk lavaret e oferen ; ober a rê eur retred bep c’houec’h miz, ha bep gwech e rê eur govezion jeneral. An ôtrou Gryffryth Roberts, eur Breizad eus Bro-Geumri, a oa e govezour ordinal.

Lakat a reas da ren en e eskopti al lezennou neve a oa bet savet gant konsil-meur Trant ; sevel a reas kloerdiou evit ar bôtred yaouank a oa war an hent da vont da veleien ; hospitaliou evit an dud klanv ; skoliou evit ar vugale.

Aketus oa d’ober tro e eskopti ; prezek a rê dre mac’h ee ; terri rê eus o c’harg ar veleien hep gouiziegez ha hep santelez ; diarbenn a rê an dizurziou ; kustumi rê e bobl da dostât alïes hag ervat ouz ar zakramanchou.

En kement a rê, ne glaske nemet gloar Doue ha nan e c’hloar e-unan.

Mervel a reas d’ar 4 a viz du 1584, oajet hepken a c’houec’h vla ha daou-ugent. Pôl V a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1610.

————


KENTEL


Doue a oar tennan ar vad eus an drouk


Pa c’hoarve gant an Iliz bezan skoet gant ar barrou gwasan, ha pa lavarfed eman o vont da goll, neuze eo e sav kaeroc’h, krenfoc’h, splannder an holl vertuziou o paran war he zâl. Pa ziroll ar brezel warni, eo e teu d’en em zizober eus he enebourien ; p’en em zil ar geier, ar wirione a lufr gant muioc’h a sked, ha p’en em led ar fallagriez, en em dispak ar zantelez.

Evelse e teu Doue, en e vadelez, da ziskouez d’an dud eo hen an eus savet an Iliz, hag eo hen a zalc’h anezi en he zav. Kaer o devo ar c’hantvejou tremen hag an diaoulou yudal, komzou Jezuz-Krist a dalc’ho da vezan gwir : « Dorojou an ifern ne vefont ket trec’h d’ezi »[1]. « Bezan e vezin ganec’h betek fin ar bed »[2].



  1. Sant Vaze XXI. 18.
  2. Sant Vaze XXVIII. 20.