Buhez ar Sent/1912/Dedi iliz Hon Zlaver

◄   Gouel ar Relegou Santel Dedi Iliz Hon Zlaver Andre Avellino   ►


Navet devez a viz Du


Dedi Iliz Hon Zalver


An durzunel, ar gwennili

O deus eun nez da c’houdori,
Da c’houdori o evnigou,
Gant aon na varvfent gant ar riou.

Evelse, ar gristenien o deus ive, en pep parouz, eun ti hag a zo o zi, savet mac’h eo gant prof an holl, hini ar paour kouls ha hini ar pinvidik ; eun ti hag a zo ti o eneou a zigor dirake e zorojou dal ma teuont er bed ; a zispak dirake bemde eun doubier hag a zoug ar pep gwellan a gaver en nenv ha war an douar ; e kavont ennan ar yec’hed pa vezont klanv, hag ar vue pa vezont maro ; a ouel war o c’horfou, pa vezont diskaret gant an ankou ; a zastum o relegou, evel tensoriou presius, en skeud e vogeriou, hag a vir o hanoiou, gant evez, eus an eil kantved d’egile. An ti-ze eo an Iliz : ecclesia, al lec’h ma ’n em voder ; ti Doue : domus Dei ; telten Doue e-touez an dud : tabernaculum Dei cum hominibus ; ti ar bobl ; ennan Doue a vezo gant an dud hag a vezo o Doue : et ipse Deus cum eis erit eorum Deus ; ti ar beden : domus orationis. Ennan eo e ped ar beleg evit pec’hejou ar bobl ; ennan kement hini a c’houlenn an eve ; kement hini a glask a gav ; kement hini a sko a ve digoret d’ezan ; ennan eman dor ar baradoz : porta cœli.

Adalek ar penn kentan eus ar bed, zo bet savet ôteriou evit kinnig warneze sakrifisou d’an Otrou Doue, hag al lec’hiou ma vezent savet a veze sellet evel lec’hiou santel.

Pa roas Doue da anaout d’ar Judevien penôs e c’hoantae bezan enoret, e c’hourc’hemennas d’eze konsakri an ôteriou ha sevel eun templ en e enor. An dedi anezan a oe grêt gant lid bras, en amzer ar roue Salomon.

En amzeriou kentan an Iliz, ar gristenien a ’n em vode evit ober o relijion en ti unan aneze, en eur gampr hag a veze hanvet ar gambr-lid. Epad an tri c’hant vla kentan, ne oe savet iliz ebet, kouls lavaret, hag ar re a vije savet a vije binniget, gwir eo, mes ne veze ket grêt an dedi aneze, evel ma rêr breman, rak pa sonjed an nebeutan, e c’hallent bezan laeret gant ar baganed, devet ha diskaret.

Mes pa bignas Konstantin war an trôn, er bla 312, e roas dioustu ôtre d’ar gristenien da zevel ilizou evel ma karent, en kement korn a oa en e rouantelez, hag e reas, zoken, sevel meur a hini e-unan. Eur palez an evoa en Rom : palez Latran. Rei a reas anezan d’ar pab Silvestr, hag en e gichen e reas sevel eun iliz kaer en enor d’Hon Zalver [1]. An iliz-ze eo kentan hini a oe grêt an dedi anezi. Konsakret a oe gant sant Silvestr, hag ar pabed, a-c’houde, o deus he c’hemeret evit o iliz-veur. Aba1amour da ze, he deus ar renk uhelan e-touez holl ilizou ar bed, ha dougen a ra bepred war he zâl ar c’homzou-man : « Me eo mamm ha mestrez an holl ilizou a zo war an douar, ken en Rom, ken er-mêz eus a Rom. »

————


KENTEL


An doujans a dleer d’an ilizou


An iliz a zo eul lec’h santel. Eun devez, Jezuz a bignas da Jeruzalem. Kaout a reas en Templ tud o werzan ejenned, denved ha koulmed evit ar zakrifisou, ha trokerien mone azezet ouz o zôliou. Goude bezan grêt eur skourje gant kerden, e kasas an holl er-mêz eus an Templ, an ejenned hag an denved ive, e stlapas mone an drokerien d’an douar, hag e tiskaras o zôliou. Ha d’ar varc’hadourien koulmed e lavaras : « Kaset an dra-ze ac’han, ha na ret ket eus ti ma Zad eun ti a gonvers. »

An Templ a oa eul lec’h santel ; ennan e oa Arc’h an Emgleo, Tôlennou al Lezenn ha Gwialen Aaron ; mes petra eo an Templ koulskoude, en kichen hon ilizou ? Miret a vije ennan skeudennou Doue ; en hon ilizou, er re baouran kouls hag er re binvidikan, e virer Doue e-unan war an ôter.

Doue a lavaras gwechall da Voyzez tennan e votou, arôk tostât ouz ar voden entanet ’lec’h ma oa ’n em ziskouezet d’ezan. Ni, pac’h eomp en eun iliz, ma n’eo ket red d’imp diwiskan hon botou, diwiskomp, da vihanan, hon tokou ; kemeromp dour binniget da netât hon ene, ha stouomp gant doujanz en harz Oter ar Zakramant, meulet ra vezo, en eur lavaret a greiz kalon peden ar publikan : « Otrou, ho ped true ouzin, rak eur pec’her on. »

Ilizou an douar a dle sevel hon spered trezek iliz an nenv, an iliz-ze hag a zaver, a-dreuz ar c’hantvejou, gant milierou ha milierou mein beo hag a lufro da virviken, evel eur rouanez, en enor d’an Dreinded Santel.

Pep-hini ac’hanomp a renk bezan eur men a yelo d’ober an iliz-ze, ha seul uheloc’h e vefomp laket enni ma vefomp bet kizellet kaeroc’h, war an douar-man, gant kizel ar boan.



  1. An iliz-ze a zoug breman an hano a iliz Sant-Yan-Latran. Savet eo bet a neve ha konsakret gant Beneat XIII, an 28 a viz ebrel 1726. Leon XIII an eus laket he c’hempenn a-zoare, er bla 1884.