◄ Simon ha Jud | Deuetmat Bojani | Alphons Rodriguez ► |
euetmat a oa ganet en eur gêrig vihan eus ar Frioul, en Autrich, d’ar 4 a viz mae 1255, a dudchentil ha kristen. Pemp krouadur o devoa bet en he rôk, merc’hed o femp, ha Konrad Bojani en devoa c’hoant da gaout eur mab a vije perc’hen e hano hag e zanve. Doue, elec’h ober dioutan, a lakas eur c’houec’hvet merc’h da c’henel en e di. Evel ma oa nec’het ar re a yeas da gas ar c’helou-ze d’ezan, Konrad, eur c’hristen mat evel ma oa, o dinec’has buhan en eur lavaret : « Deuetmat eo ar verc’h ; ra vezo hanvet Deuetmat. »
Deuetmat a roas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Troet oa gant ar beden ha gant ar binijen. O vezan kouezet gwall glanv, e reas le da vont da bardonan da ve sant Dominik da Vologn, ma teurvezje gant Doue rei ar yec’hed d’ezi ; parean a reas, ha goude bezan gret herve he fromese, e wiskas saë Trede-Urz sant Dominik.
He bue a leanez a oe eur burzud pen-da-ben ; diniver oe he miraklou ; ar Werc’hez hag he Mab Jezuz a ’n em ziskouezas d’ezi alïes. An drouk-spered, eus e du, a glaskas he gonid ; eur wech en em zilas en he c’hichen dindan furm eun aër : « Ma n’eo ket eur vez, a lavare d’ezan ar zantez, gwelet eun êl bet ken skedus-all o kemer stumm eun aneval euzus ha milliget. » A-wechou-all, Satan a gemere mein da deurel ganti ; Deuetmat a rê gwap anezan, ha Satan a dec’he kuit.
Kalon an den a zo c’hoantastik, ha n’en em gavo en e êz nemet pa vezo er baradoz. Evel sant Pôl, Deuetmat he devoa mall da welet ar maro o tont, evit gallout bezan unanet da virviken gant Jezuz-Krist. Eun devez ma oa o pedi en iliz Sant-Dominik, eur c’hoar hag eur vignonez d’ezi en he c’hichen, e c’houlenne digant Doue he zennan diwar an douar-man. Ouz he c’hlevet, he c’hoar a lavare :
— Petra deuïn-me da vezan neuze ?
Hag he mignonez :
— Oh ! n’am dilezet ket ; c’houi eo ma skoazel ha ma levenez er bed-man.
Deuetmat a respontas d’eze :
— Arabad eo d’ec’h kredi e rin nebeutoc’h a vad d’ec’h pa vin en nenv evit ne ran breman war an douar !
Jezuz-Krist a selaouas he feden. Kouezan reas klanv prestik goude. An drouk-spered a glaskas he lakat da gouezan en dizesper : « Daonet out, emezan, kaer a teus ; re a binijen teus grêt ; en em lazet out. » Deuetmat a c’halvas Mari d’he zikour hag an diaoul a renkas tec’hel.
Mervel a reas d’an 29 a viz mae 1292, o ren he seizvet blavez ha tregont.
En servij Doue zo mareou ês ha mareou diês.
I. — Mareou ês. Plijadur a gaver o pedi ; plijadur a gaver o vont d’an oferen ; plijadur a gaver o tostât ouz an dôl zantel ; plijadur a gaver o lakat an nesan da dostât, mui-ouz-mui ouz ar wirione.
II. — Mareou diês. Doue, kouls lavaret, a ’n em denn ; Doue a ’n em guz ; ar spered n’hen gwel mui ken splann ; ar galon n’hen c’har mui kement ; dont a rêr hag e kaver divlas ha didalve ar beden ; divlas ha didalve an amzer tremenet en iliz ; divlas ha didalve an amzer a laker d’ober vad d’an nesan. Plijadur ebet ken. Ar skarin a zo war an ene, hag ar skarin-ze a zo talvoudek, eme Hon Zalver Jezuz-Krist.
— Neuze eo e c’hone an ene e veritou brasan ; ober mat, pa ve plijadur, a zo kaer ; ober mat, hep plijadur ouz hen ober, a zo mil gwech gwell.
— Neuze eo e kresk en ene ar vertuziou kaeran :
Divergli ra an houarn en tân,
An den n’eo den, anez kaout poan.
— Neuze eo e teu an ene da glask Doue gant muioc’h a hast ; eur c’hrouadur, keit ha m’eman e vamm en e gichen, ne zonj ket nemeur enni ; dal ma ve dianket, e teu da ouelan, ne ve ket pell.
— Neuze eo e teu an ene da garet Doue gant eur garante wirion. Alïes, en hon deveriou a relijion, en em glaskomp hon unan. Klask a reomp, nan an Doue a ro ar blijadur, mes ar blijadur a ro Doue ; mes p’en em guz Doue, ha pa zervijer anezan hep kaout netra digantan, neuze, anat eo, e servijer anezan abalamour d’ezan e-unan, ha nan abalamour d’ar blijadur a gaver en e zervij.