Buhez ar Sent/1912/Dominik


Pevare devez a viz Eost


SANT DOMINIK
Diazezour Urz ar Vreudeur-Prezegerien (1170-1221)



Dominik a deuas er bed er Spagn, er bla 1170. E vamm Jann d’Aza, eur zantez he-unan, a lakas he holl aked evit trei, pa oa c’hoaz yaouank, e spered war-zu Doue. Deski a reas d’ezan, dreist-oll, karet ar Werc’hez ; ha devosion ar c’hrouadur a yeas kement da galon Mamm Doue, ma plijas ganti en em ziskouez alïes, ha deski d’ezan an doare da lavaret ar Rozera. Divezatoc’h, ar beden-ze a vezo e wellan benveg evit konvertisan an heretiked.

D’an oad a bevarzek vla, e gerent hen c’hasas da skol-veur Palenzia. Eno e labouras, hag eno e teuas da vezan desket desket kouls war skianchou an douar ha war skianchou an nenv. Ar gernez o vezan kouezet war ar vro, e roas betek e zilhad d’ar beorien. Zoken, evit kaout muioc’h da rannan gante, e werzas e levriou, treo a briz bras, er mare-ze ha ne oa c’hoaz anavezet nemet ar skridou-dorn. E vue a oa pinijennus : yun a rê alies ; n’en devoa ken evaj nemet dour, ken gwele nemet eur planken. Dre-ze e viras ken brao glanded e galon ma oa eun dudi evit an Ele ha Rouanez an Ele dont davetan.

Sant Dominik
Sant Dominik

Deut da vezan beleg, eskob Osma hen dibabas evit bezan chaloni e iliz-veur. « E-touez ar chalonied-all, Dominik a oa evel eur sklerijen savet awel d’an holl, ar c’hentan dre e zantelez, an divezan dre e izelded a galon. C’houez vat a oa gant e vue evel ma ve gant ar bleun d’an neve-amzer. Noz-de en iliz, ne skuize kammed o pedi, ha kammed ne finve eus ar gouent, nemet ouz red, gant aon da goll ar gwel a Zoue. » War c’houlenn e eskob, en em roas da brezeken Osma hag er c’hêriadennou tro-war-dro ; e brezegennou a zougas kalz frouez. Evelse e vevas epad nao bla. E oa neuze o ’n em brepari, hep gouzout, d’an oberou bras a dlee kas da benn divezatoc’h.

War-dro ar bla 1204, eskob Osma a yeas da Rom hag a gasas gantan Dominik. O tremen dre ar c’hreiste eus ar Frans, e oent testou eus an dismantr a rê, er vro-ze, an Albigiz, eun toullad heretiked diwar-dro Albi. Ar re-ze a oa dispac’herien ha franmasoned an amzer-ze. Dominik a chomas mantret e galon hag a lakas en e zonj dont er c’hentan m’hallje da zikour kristenien ar vro-ze. Distro eus Rom, e chomas eta er Frans. Prezek ha prezek a rê c’hoaz ; ar wirione a bare war e vuzellou evel eur sklerijen lugernus. Evit gwelloc’h he lakat da baran dirak daoulagad an heretiked, e veze bepred prest da gonferansi gante en o zier ha war ar plasennou, dre gomz ha dre skrid. Eun devez e oe dibabet tri den desket evit barn etre skridou ar zant ha re an heretiked. O vezan n’hallent ket ’n em glevet war ar varnedigez, en em glevjont, da vihanan, da gemer Doue da varner bras. Ar skridou, kouls re an heretiked ha re Zomïnik, a dlee bezan stlapet en kreiz eun tantad tan, hag an hini a vije espernet a vije an hini mat. Grêt e oe eta eun tantad, hag ar skridou tôlet ennan. Kerkent hini an heretiked a yeas en ludu ; hini Dominik a zavas anezan e-unan ’ us d’ar flammou, ha distôlet e oe er-mêz hep droug ebet. Eun eil hag eun trede gwech e oe grêt an aprou, ha ter gwech skridou Dominik a oe distôlet hep ma vijent bet, zoken, duet gant an tân. Kement-se a ziskoueze skler en pe du e oa an Otrou Doue ha gant piou e oa ar wirione. Darn eus an heretiked a zigoras o daoulagad, mes darn-all a chomas aheurtet hag a zonjas, zoken, en em zizober eus ar zant en eur hen lazan. Mes Doue a ziwalle e zervijer ha n’helljont ket kregi warnezan.

Ne zellent tamm, an heretiked-ze, ouz lazan ar gwir gristenien ; rak-ze, ar brinsed katolik a renkas sevel eun arme evit diarbenn o fallagriez. Simon Monfort a oe trec’h d’eze en Muret (12 a viz gwengolo 1213). Mes d’ar gwir gristenien, kouls ha d’an heretiked, Dominik ne brezege nemet ar peuc’h hag ar garante a dle ren etre breudeur ha kenvroïz. N’en devoa ken kleze nemet ar beden ha komzou Doue. Ar beden a lavare e-unan an alïesan, hag a c’hourc’hemenne ar muian d’ar re-all, oa ar Rozêra. E brezegennou hag e viraklou, harpet war ar Rozêra, a reas d’ezan gonid milierou ha milierou heretiked d’ar gwir fe.

Mes seul ma laboure, seul kreski e rê e labour. Dont a reas ar mare n’hellas mui padout e-unan, hag e sonjas kemer re-all d’e zikour. Ar re-man a oe an izili kentan eus eun Urz neve a venec’h a deuas da vezan ken brudet dindan an hano a Vreudeur-Prezegerien. Mont a reas da Rom da gât ar pab Innosant III, evit kaout ôtre d’e reolen. Ar pab a oe nec’het. Mes an noz war-lerc’h ma oe grêt outan ar goulenn, e welas dre eun hunvre, iliz Latran o vennan kouezan ha Dominik ouz he harpan gant e ziskoa galloudus. Raktal e welas eno bolonte Doue hag e roas e ôtreadur. Ouspen an tri le a ve grêt en holl Urziou menec’h, a baourente, a zentidigez hag a c’hlanded, e rent an hini d’en em rei da studian ha da brezek Aviel Jezuz-Krist. O gwiskamant a oa eur zaë c’hloan gwenn gant eur vantel du wrar c’horre.

Daoust ne oant nemet c’houec’h evit komans, Dominik o c’hasas war-dro goueliou Pask 1217, er Frans, en Itali hag er Spagn, da sevel kouentchou neve. « Ar gwiniz, emezan, a zoug pennou pa ve hadet, mes ne ra nemet breinan pa ve berniet. »

Ar c’houentchou neve savet dre e urz ne zalejont ket da vezan leun, ha Dominik breman a dremeno e amzer o vont eus an eil d’eben d’o gwelet, d’o c’hennerzi ha da zerc’hel pep tra en urz ; hirie en Pariz, varc’hoaz en Rom, hag ac’hane da Vologn ha d’ar Spagn. Dre mac’h ee, e hade ar miraklou a-unan gant komzou Doue. War e droad e veaje bepred, eur vaz en e zorn ha levr an Aviel dindan e gazel. Er-mêz eus ar c’hêriou e valee war e dreid noaz, ha pa zigoueze gantan o goulian war ar vein begek, e lavare gant eur mousc’hoarz : « Greomp pinijen, breudeur ! » — Pa zigoueze eur barrad glao, en em lake da ganan an Ave Mari Stella pe ar Veni Creator... Seul-vui e veze digemeret fall, seul-vui e veze laouen.

En Bologn e kouezas klanv. D’ar venec’h, e genvreudeur, dastumet endro d’ezan, e lavaras : « An heritach a lezan ganec’h, ma bugale, hag ho pedan da viret gant evez eo : ar garante etrezoc’h, an izelded a galon hag ar baourente digemeret gant joa. » Lavaret e oe pedennou an angoni. D’ar c’homzou-man : « Subvenite, Sancti Dei... Tostaet, sent ar baradoz, deut d’hen diarben ; Ele an Otrou, kaset e ine dirak an Otrou Doue... » Dominik a zavas e zaoulagad en nenv hag a roas en peuc’h e ine d’e Grouer, d’ar 6 a viz eost 1221.

————


BOKED


Gourc’hemennou an Iliz a lavar : « Ma teu eur beleg hag en deus karg a ineou d’ober yun e barousianiz eus bara an Aviel, ra vezo grêt d’ezan yun eus bara ar gommunion, ha ma talc’h da chom hep prezek, ra vezo lemet e garg digantan. »

Mes mar deo eun dever striz d’ar beleg prezek, ken striz-all eo an dever en deus ar bobl kristen da zont d’e selaou.