Buhez ar Sent/1912/Donasian ha Rogasian

◄   Krispino a Viterb Donasian ha Rogasian Gouel an Itron-Varia   ►


Trede devez warn-ugent a viz Mae


Sant Donasian ha sant Rogasian
Bugale an Naoned, merzerien (***-288)



Ar vro gaer omp enni o chom, breman zo daou vil bla e vije grêt an Arvor anezi. He zud a heuilhe relijion an drouized, o beleien goz, pe hini ar Romaned, o mistri neve. Sklerijen ar fe ne baras war an Arvor nemet daou-c’hant hanter-kant vla bennak goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, ha Rogasian ha Donasian eo an daou arvoriad kentan zo hano aneze war rollou an Iliz.

Daou vreur oant, a ouen uhel, ginidik eus an Naoned. N’o devoa na tad na mamm, na den ebet ; kelennet oant bet war ar relijion gristen gant eun eskob o tremen dre ar vro. Donasian, ar yaouankan, a oa badezet hag a gatekize e vreur a-benn e vadeziant.

En miz mae 288, gouarner bras Bro-C’hall a deuas d’ober eun dro d’an Naoned. Kement hini en devoa c’hoant da vezan arru mat gant an impalaer, a reas d’ezan digemer bras. Evel ma c’houlenne kelou eus stad kêr, eur pagan a lavaras :

— En em gavet mat-oc’h da zont aman, rak marteze c’houi, da vihanan, a c’hallo tennan eus pennou tud a zo en hon zouez, ar frouden fall a ra d’eze mont da goll, war-lerc’h an den o deus ar Judevien staget ouz ar groaz. Unan aneze, Donasian e hano, ho peus ezom da skei warnan da gentan, rak n’eo ket bet awalc’h d’ezan chom hep kinnig ezanz d’an doueou, deut eo, dre e c’heier, a benn da douelli e vreur. N’ho peus nemet ober d’eze dont d’ho kaout hag e welfet.

Ar gouarner a oe estlammet o klevet an neventi-ze. Lakat a reas digas an daou gristen dirak e gador-varn. War Donasian, e-unan, e oe grêt an enklask kentan.

Ar Gouarner. — Donasian, ar vrud a zo deut betek ennon a teus nac’het a-grenn adori Jupiter hag Apollon, doueou bras an impalaered, hag ez out o klask rei da gredi d’ar bobl e vezo salvet, dre varo eur reuzeudik zo bet staget ouz ar groaz.

Donasian. — Lavaret a teus ar wirione hep zonjal. Ya ! karet a rafen digas an dud dianket da adori an hini a renk bezan servijet gant an holl.

Ar Gouarner. — Didrouz gant da demziou divalo, pe me a lako lazan ac’hanout hepdale.

Donasian. — Tenvalijen an droug a zo gwell ganac’h eget sklerijen ar C’hrist ; mat, mervel a rafet en ho tenvalijen.

Ar gouarner en devoa klevet awalc’h gant Donasian. Lakat a reas digas Rogasian, hag o vezan ne oa ket badezet c’hoaz, e krede bezan goest da c’honid anezan dre gomzou flour.

Mes Rogasian a respontas hep marc’hata :

— N’eus nemet fallagriez en ho spered hag en ho komzou. N’ouzoc’h ket, zoken, pe an doueou pe an impalaered da lakat da gentan. Ho toueou n’eus bue ebet enne, hag ennoc’h, kennebeut, n’eus ket a skiant, rak ar re a ador ar vein n’int ket dishenvel diouz ar pez a adoront.

Ar gouarner a youc’has kerkent evel eur blei :

— Kaset ar foll-ze da gaout ken foll hag hen ! Stlapet anezan er prizon gant e vreur ! Varc’hoaz, dirak ar bobl, e vefont dibennet ! An dra-ze a zesko d’eze ober gwap eus an doueou hag eus ar brinsed !

An daou vreur a dremenas an noz o pedi hag oc’h ober o c’himiadou an eil d’egile.

Rogasian, doaniet abalamour ne oa ket c’hoaz badezet, a c’houlennas ouz e vreur bihan rei d’ezan, da vihanan, pok ar peuc’h, ha Donasian, en eur beden c’houek, a c’houlennas ouz Doue rei d’e vreur henan, dre vadeziant ar gwad, an holl c’hrasou an ije bet dre vadeziant an dour.

An de war-lerc’h, karget a chadennou, e oent kaset adarre dirak ar gouarner :

— Hiviziken, emezan, e renkan bezan striz en ho kenver.

An daou vreur a respontas laouen :

— Ne gollfomp ket ar vue o rei anezi evit an hini en deus he roët d’imp, hag a ouezo he renti d’imp adarre er baradoz.

Dallet gant ar gounnar, ar gouarner a reas stagan an daou vugel kalonek war eur marc’h koat. Goude bruzunan o izili, ar bourreo a doullas d’eze o goug hag o dibennas.

Den, a lavar d’imp ar skridou koz, ne gemeras true ouz ar verzerien yaouank, ar pez a ziskouez ne oa c’hoaz kristen-all ebet nemete o teuler o zreid binniget war douar an Arvor.

————


KENTEL


Ar vadeziant


Ar vadeziant eo dor Iliz Jezuz-Krist, dor ar vue dreist natur, dor ar zakramanchou.

Heb ar vadeziant, n’eus baradoz ebet da c’hedal, rak Jezuz-Krist en deus lavaret : « Nemet genel a rafe a neve an den eus an dour hag eus ar Spered-Santel, ne yelo ket da rouantelez Doue. »

N’eo ket red bezan konfirmet, na kommuniet, nag absolvet, na nouet, nag eureujet, na beleget evit mont d’ar baradoz, mes red eo bezan badezet. « Den ebet n’eo dispanset eus ar vadeziant », evel a lavar sant Ambroaz. Petra dleer da zonjal neuze eus ar baganed a zo c’hoaz, zoken en de a hirie, seiz gwech niverusoc’h evit ar gristenien ? Daoust hag holl e vefont daonet ?

Nan, a drugare Doue.

Badeziant ar gwad, pe badeziant ar c’hoant a zigoro dor ar baradoz d’an dudigou kez-ze n’hallont ket kaout badeziant an dour.

Badeziant ar gwad eo ar verzerenti.

Badeziant ar c’hoant eo ar volonte d’ober kement a zo red evit mont d’ar baradoz.

Meur a bagan ha meur a baganez a zo, ha n’o deus biskoaz klevet hano eus a Jezuz-Krist nag eus e Iliz, a vev gwellan m’hallont ouz ar sklerijen o deus, hag a gavo dor-zigor er baradoz, badezet ma vefont bet gant badeziant ar c’hoant. Doue ne zerr ket e rouantelez ouz an neb a ra ar pez a zo en e c’halloud evit mont ebarz.