Buhez ar Sent/1912/Elisabeth, rouanez ar Portugal

◄   Per Fourier Elisabeth, rouanez ar Portugal Goulven   ►


Eizvet devez a viz Gouere


SANTEZ ELISABETH
Rouanez ar Portugal (1271-1336)



Elisabeth, merc’h da Ber III, roue Aragon, a deuas er bed er bla 1271 ; elec’h hano he mamm pe hini he mamm-goz, e oe roët d’ezi, d’he badeziant, hano he moëreb-koz, santez Elisabeth ar Hongri, kanonizet gant Gregor IX er bla 1235.

Dal ma c’hanas, e oe anat oa deut war an douar evit lakat ar peuc’h etre ar rouaned hag ar rouanteleziou, rak he zad hag he zad-koz, trouz etreze pell a oa, a deuas d’en em glevet e-harz he c’havel.

Per III, o welet e verc’h o kreski en furnez dre ma kreske en oad, a veze laouen o lavaret e vije trec’h, ma lezje Doue yec’hed ganti, da gement merc’h a oa ganet en e ligne.

Ar bed hag Elisabeth n’en em glevent tamm ebet. Ne oa ket evit gouzanv e skanvadurez nag e lorc’haj ; ar yun, ar beden hag an oberou a drugare, avat, a oa diouz he doare, hag he zad, o welet pep tra o vont war well en e rouantelez, a lavare oa he fedennou eo a denne bennoz Doue war ar vro.

Brud a zavas eta anezi abred ; goulennet e oe gant eleiz a brinsed, ha d’an oad a zaouzek vla, e roas he dorn da Zenez, roue ar Portugal.

Eur wech dimezet, ne roas ket nebeutoc’h a amzer da vagan he vertuziou eget da zevel he bugale. Klask a rê plijout d’he fried ha muioc’h c’hoaz da Zoue.

An hanter eus ar bla a dremene o vevan diwar bara ha dour ; parean reas gouli euzus eur paour kez gwreg o pokat d’ezan ; rei a reas ar gweled d’eur verc’h ganet dall ; meur a hini a yac’haas diouz klenvejou bras, oc’h ober sin ar groaz warneze ; manatiou hag ilizou a zavas, hag e stagas leveou oute.

Dispar oa da lakat ar peuc’h etre ar rouaned ; dispar ive da rei skoazel d’ar re a veze en em gavet eur gwall dro bennak gante !

Evel m’oa bet skouer ar gwerc’hezed en he bugaleach, skouer ar gwrage en he friedelez, e oe skouer an intanvezed da varo he fried : kemer a reas raktal saë Trede-Urz sant Fransez.

Heuilh a reas korf he gwaz betek iliz Odiveras, elec’h m’en devoa goulennet bezan sebeliet ; goude-ze ec’h eas da bardonan da Gompostel. Rei a reas eleiz a brofou da iliz Sant-Jakez, evit ma vije pedet enni Doue evit ine he fried, hag e tizroas da Lisbonn a-benn an de ar bla.

Tremen a reas ar rest eus he bue o skoazellan al leanezed, o tiwall an emzivaded, o vagan ar beorien, o tifenn an intanvezed, o sikour an holl dud reuzeudik. Bevan rê muioc’h evit an Otrou Doue eget eviti he-unan.

Lakat a reas he mab hag he mab-kaer, a oa warne kerzet an eil eneb egile, d’en em glevet ; mervel a reas prest goude en Estremoz, d’ar 4 a viz gouere 1336.

Goude he maro, e skedas he be dre ar miraklou a c’hoarvezas warnan. Epad Jubile 1625, Urban VIII, a lakas he hano war roll ar zent.

————


BOKED


Tri seurt oberou mat a zo : ar beden, ar yun hag an aluzen. Dre ar beden, e tostaomp ouz Doue ; dre ar yun, en em zistagomp diouz ar c’hig, ha dre an aluzen, e paeomp ar boan dleet d’hon fec’hejou.

Sant Leon, pab.