Buhez ar Sent/1912/Eucher

◄   Konrad Eucher Pepin Landen   ►


Ugentvet devez a viz C’houevrer


SANT EUCHER
Eskob Orleans (687-743)



Orleans, kalonen Bro-C’hall, hag unan eus he c’hêriou kaeran ha pinvidikan, a welas ginivelez Eucher, ar zant a reomp ar gouel anezan hirie, hag he devoe an enor d’e gaout evit eskob. Eucher a deuas er bed er bla 687. E gerent, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze, a c’hortozas d’e vadezi ma vije goest da respont e-unan ouz goulennou ar vadeziant. Badezet e oe eta da bemp bla, ha sant Ansbert, eskob Autun, a skuilhas war e dâl dour-meur ar zakramant.

Da seiz vla, e oe kaset d’ar skol, ha dont a reas hep dale da vezan trec’h da eleiz a vugale an hanter kosoc’h evitan. En eur studian hag en eur bouezan ar Skritur-Zakr, kouls hag ar pez a dremene endro d’ezan, e teuas da anaout pegen foll eo an darn-vuian eus an dud, a beg o c’halon ouz skeudou bresk an douar-man, hag, evit ober gwell, en em dennas en abati Jumiej (714). Eno e vevas kentoc’h evel eun êl, eget evel eun den, hag e zantelez a deuas da vezan ken brudet, ma teuas kêriz ha beleien Orleans, da varo Suavarik, o eskob, da c’hoantât kaout anezan da zerc’hel e blas.

Eucher, pa oa galvet, a zizroas d’e vro. Bezan ’ oe eun eskob eus an dibab. Ne zelle ket ouz e boan, pa vije afer da gelenn e bobl ha da lemel ar plegiou fall an evoa, pe a wele o kemer. Nikun n’helle derc’hel penn d’ezan, rak kement a garante a ziskoueze d’an holl, ma kared anezan, zoken, pa veze red d’ezan gourdrouz.

En amzer-ze, ar Vahometaned[1], eur 400.000 aneze, a zailhas war Bro-C’hall. Charlez-Martel, gant e zoudarded, a lazas 300.000 aneze, demdost da Boitiers (732), hag a reas d’ar re-all tec’hel war o c’hiz.

Eur vad bras an evoa grêt, ha den n’hen nac’he. Gwasan ’oe, e teuas da gredi e oa adalek neuze pep galloud etre e zaouarn, hag e kemeras ar madou iliz da rei en gopr d’an dudchentil a oa bet gantan er brezel. Hanvan reas en penn an eskoptiou hag ar manatiou, tud hep gouiziegez ha hep santelez, evel ma vije an dra-ze eun dra hag a zellje outan. Eucher a gavas abeg ennan, ouz e welet oc’h ober ar pez a rê. Flatierien a roas da gredi d’ar prinz e oa bet eskob Orleans dizoare en e genver.

Dallet gante, Charlez a reas forbani ar zant, a varvas en harlu, d’an 20 a viz c’houevrer 743.

————


KENTEL


An Eskibien


An Iliz, evel an eus lavaret Hon Zalver Jezuz-Krist, a zo henvel ouz eur wezen, savet diwar eun haden, he deus kresket en eun doare souezus, a zo he barrou o c’holo pevar c’horn an douar, hag a deu lapoused an nenv da zisheolian dindanni ha d’en em vagan diouti.

Kef an Iliz eo ar pab ; ar skourrou eo an eskibien ; lapoused an nenv eo ar gristenien. Dre an eskibien eo e red ar vue eus an eil penn d’egile d’ar wezen.

Petra eo eta an eskibien ?

An eskibien a zo beleien, a deu galloud d’eze, digant ar pab, da gas treo ar relijion endro, pep-hini en e eskopti.

An eskibien eo breudeur ar pab ha tadou ar boblou kristen.

I. — An eskibien eo breudeur ar pab.

Jezuz-Krist, goude bezan lavaret da Ber : « Warnout e tiazezan ma Iliz, » a lavaras kerkent d’an Ebestel : « Et ha kelennet an holl boblou ». Ar pab eta a ziaze an Iliz, hag an eskibien hec’h astenn.

Jezuz-Krist an evoa lavaret da Ber : « Kement tra a liammi war an douar a vezo liammet en nenv ; » ha lavaret a reas d’an Ebestel holl a-unan : « Kement tra a liammfet war an douar a vezo liammet en nenv. »

Ar memes komzou int, nemet int bet lavaret da Ber e-unan, da gentan, ha da Ber, a-unan gant an Ebestel-all goude-ze, ar pez a verk eo striz an unvaniez a zo etre ar pab hag an eskibien, ha netra ne dle o dispartian. An eskibien a zo barrou diês da blegan, ha diêsoc’h c’hoaz da derri.

II. — Breudeur d’ar pab, an eskibien a zo ive tadou d’ar boblou a zo dindanne. I eo a ra soudarded da Jezuz-Krist, dre zakramant ar Gonfirmasion ; i eo a ra beleien da Zoue ha d’an dud, dre zakramant an Urz ; i eo a gelenn ar gristenien hag a lavar ar pez o deus d’ober, hag ar pez a dleont chom heb ober ; i eo mistri holl barouziou o eskoptiou, evit ar pez a zell ouz mad an eneou, kenkouls hag ar pez a zell ouz danve an ilizou ; i eo mignoned ar beorien ha kement hini a zo en dienez ; i eo ar re a zo warne sell an holl ; i eo erfin, evel a lavare Guizot, « ar re o deus grêt ar Frans, evel ma ra ar gwenan o rusken, » rak, o trei sellou an dud warzu an nenv, o greont muioc’h barrek da gas endro treo an douar. Ne vo nemet dre o dorn e kavo ar Frans a hirie he lufr a wechall !

Pedomp evit hon Otrone Eskibien !



  1. Ar Vahometaned. da lavaret eo, diskibien Mahomet. — Mahomet (570-632), ganet en kêr Mek, en Arabi, marc’hadour, en penn kentan e amzer, a wele en e veajou relijion Jezuz-Krist o kreski dre ar bed, hag a lakas en e benn sevel eur relijion neve. « N’eus Doue-all ebet nemet Doue, ha Mahomet eo e brofed. » Setu aze, berr ha berr, e gelennadurez.
    Pedi pemp gwech bemde, ober yuniou striz alïes, ha kaout frankiz war ar rest, setu ar steuen eus ar gourc’hemennou. Kelennadurez ha gourc’hemennou a oe dastumet en eul levr hanvet Al-Coran. An islam oa hano ar relijion-ze, ha Musulmaned hini ho diskibien. Dre an dir hag an tan eo e klaskjod gonid ar bed d’ar fe neve. Mahomet ne oa ket da varc’hata gantan ; unan a zaou a renked d’ober : anzav e relijion, pe gouzanv ar maro.
    Adalek ar bla 621 betek ar bla 1683, ar Vahometaned, Morianed an Afrik ha Turked an Azi, o deus klasket, den ne oar ped gwech, beuzi an Europ er gwad hag en hudurnez.
    Doue hag ar Werc’hez a zikouras ar gristenien da drec’hi enebourien o fe.