◄ Fransez a Girolamo | Flavia Domitilla | Brieg ► |
etek Neron, an lliz a greskas, sioul ha didrous. Ar brezel kentan en he enep ne zigoras nemet de war-lerc’h tân-gwall Rom, en fin miz gouere 64, ha ne badas nemet pevar bla.
Goude maro Neron, epad seiz vla warn-ugent, an lliz a oe lezet en peuc’h, hag a welas he bugale o stankât endro d’ezi. Eur brank zoken eus familh an impalaer, ar Flavianed a oe badezet en amzer-ze.
Er bla 95, Domisian, dispignet gantan holl beadra ar gouarnamant, a c’hoantaas kargan e yalc’h c’houllo.
Kas a reas dre ar bed eur gourc’hemenn, ma teuje ar Judevien a oa o vevan er-mêz eus o bro, da baean d’ezan an tailhou kenkouls hag ar re a oa er Palestin.
Ar baganed a zelle, evel ar mêmes re, ar judevien hag ar gristenien, hag a c’hoantaas kaout arc’hant digant an eil rumm hag egile. Mes ar gristenien, gant aon d’ober ’vel pa nac’hjent o fe, o ’n em lakat en renk ar judevien, a chômas holl hep paean an truajou neve.
War an digare-ze e stagas Domisian d’ober brezel d’eze.
Ar brinsez Flavia Domitilla, nizez an impalaer Titus, a oe harluet en enezen Pontia gant daou zoudard koz, Nere hag Achile, badezet evelti hag a oa en he servij.
Dalc’het e oent eno en dienez ar vrasan epad meur a vla, rak sant Jerom a lavar en unan eus e lizeriou :
« Paula zo digouezet ganti tremen dre enezen Pontia, brudet gant Domisian, en devoa harluet enni noplan gwreg a oa en hec’h amzer, Flavia Domitilla ; o welet ar c’hamprou enk ha paour ma c’houzanvas enne he merzerenti hirr ha poanius, he deus santet diouaskel he fe oc’h astenn hag ar c’hoant o kreski en he c’halon da welet Jeruzalem hag an douar santel. »
Flavia Domitilla hag he daou vevel a oe laket d’ar maro en Terrasina, en amzer Trajan, an trede impalaer a glaskas beuzi an lliz en gwad he bugale.
O c’horfou a oe sebeliet gant enor en beziou ar Flavianed, eun tammig er-mêz eus kêr Rom, war hent Ardea. Eur porrastel bras ha kaer (a virer c’hoaz en de a hirie) a roë digor da vont betek enne.
Divezatoc’h e oe savet eun iliz ’us d’o relegou santel. Sant Gregor Meur (590-604) a reas enni meuleudi an tri merzer kalonek :
« Ar zent m’emomp e-tal o beziou, emezan, o deus flastret dindan o zreid bleuniou ar bed ; hent ar vue a oa digor kaer dirake, an danve a oa etre o daouarn, ar peuc’h a oa en o zi ha, koulskoude, ar bed, daoust d’e vleun touellus, a oa deut da zizec’han en o c’halon. »
Ar verzerien, sklerijennet gant sklerijen ar Spered-Santel, a oar en em zistagan diouz ar pez a dremen, a wenv hag a deûz, evit en em stagan ouz Doue, an hini a vleunio da virviken en liorzou ar baradoz.
Iliz Sant-Nere ha Sant-Achile, o vont da gouezan en he foull gant ar gozni, a zo bet adsavet gant ar c’hardinal Baronius, en blaveziou divezan ar XVIet kantved. Relegou ar verzerien, goude bezan grêt tro kêr Rom, a oe douget d’o beziou neve, war eur mor a dud, a gan hag a vleuniou.
Fazian rêr a-grenn o kredi eo grêt ar paour hag ar pinvidik evit bezan enebourien touet an eil d’egile ; ar c’hontrol eo a zo gwir, grêt int evit en em glevet.
En den, an izili o deus galloud dishenvel ; kement-se ne vir ket oute d’en em ober. Er sosiete, ar paour hag ar pinvidik o deus renkou dishenvel ; kement-se ne dle ket miret oute d’en em glevet, rak ar paour en deus ezom eus a arc’hant ar pinvidik, hag ar pinvidik eus a labour ar paour. En em glevet a refont dal ma klasko an eil mad egile, mad e gorf ha mad e ene ; en em glevet a refont, dal ma vleunio etreze ar garante gristen, rouanez ha mestrez an holl vertuziou.
« Ar garante-ze, eme sant Pol, a zo pasiant, chentil, n’eman ket o klask he mad he-unan ; dougen a ra he c’hroaziou ha gouzanv a ra pep tra. »