Buhez ar Sent/1912/Fransez Borgia

◄   Denez Fransez Borjia Tarakus   ►


Dekvet devez a viz Here


Sant Fransez Borjia
Trede Jeneral Kompagnunez Jezuz (1510-1572)



Fransez, pevare duk Gandi, mab da Yan Vorjia ha da Janned Aragon, a oa ganet en rouantelez Valans, er bla 1510.

Da bemp bla, e vamm he devoa desket d’ezan gwirioneziou kentan ar relijion ha laket da ziwan en e galon ar c’hoant da vezan eur zant.

Madelezus hag anaoudek a oa en kenver an dud a veve war e dro ; anat oa abred e vije eun den eus ar re wellan. Da seiz vla, e oe roët d’ezan eur gouarner hag eur c’helenner, o-daou eus an dibab, a lakas ar zantelez hag ar ouiziegez da zevel ha da vleunian en e ene.

Dek vla a oa, pa gouezas e vamm gwall glanv. Fransez a ’n em denne alïes en e gambr, hag e pede kalonek, war e zaoulin, an daerou en e zaoulagad, ha goude en em skourjeze kalet. E beden, koulskoude, ne oe ket chilaouet ; dukez Gandi a varvas er bla 1520. Ar c’holl-ze a reas kalz a boan d’ezan ; mes ar fe a reas d’ezan plegan e volonte da hini an Otrou Doue. Derc’hel a reas moullet en e galon kenteliou e vamm vat ha kemer a reas ar mennoz start da zenti oute epad e vue.

Yan Vorjia a lakas neuze e vab etre daouarn Yan Aragon, arc’heskob Saragos, e vreur-kaer, ha d’e driouec’h vla, e kasas anezan da lez an impalaer Charlez V.

Sant Fransez Borjia
Sant Fransez Borjia

Eno, e furnez a rê levenez an holl. Dougen a rê bepred warnezan « Levrig an Testamant Neve », e spered oc’h invori ’barz ar c’homzou kaer a zo ennan. An impalaer hen lezhanve « Mirakl ar brinsed. » Evit senti ouz an impalaerez, e timezas d’ar brinsez Eleonora a Gastro. Doue a vinnigas e eured hag a roas d’ezan eiz krouadur, pemp pôtr ha ter merc’h. Nao bla so oa el lez, pa zigouezas gant an impalaerez mervel en kreiz he brud. Fransez hag e bried a oe karget da gas he c’horf eus a Doled da C’hrenad, elec’h ma tlee bezan sebeliet.

P’en em gavas er gêr-ze, e oe digoret an arched, herve ar c’hiz, evit ma teuje Fransez da doui oa en gwirione korf an impalaerez an hini a oa ebarz, mes ar c’horf a oa ken distumet hag ar c’houez a deue dioutan a oa ken ponner ma ne bade den en e gichen. Borjia a lavaras neuze ennan e-unan : « Pelec’h eman an daoulagad-ze a oa ken lemm ? Petra eo deut da vezan ar gened-ze a oa hep par, n’eus ket keit-se c’hoaz ? Ha c’houi eo Dona Izabel, an impalaerez? »

Ken skoet e oe e spered gant se, ma n’hallas ket serri eul lagad en noz war-lerc’h. Hag e lavare outan e-unan : « O ma ene, petra glaskez er bed ? Pegeit e chomi c’hoaz da redek war-lerc’h treo goulo ? » Hag e reas le da vont da veleg, ma chomje beo wrar-lerc’h e bried.

Prest goude e oe hanvet da c’houarner er C’hatalogn. Kerkent ha ma ’n em gavas en e blas, e lakas urz endro d’ezan ; an henchou bras ne oent mui sternet gant al laeron, rak Fransez e-unan a yee d’o argas, ha lakat a reas ar re wasan d’ar maro. Evesât a rê war al lez-varniou ha war ar skoliou ; nebeutoc’h a brosezou a oe en e amzer, hag ar yaouankiz a oe skolaet gwelloc’h eget diagent.

E bried a varvas d’ar 27 a viz meurz 1546. Fransez en devoa neuze c’houec’h vla ha tregont. Dioustu en em lakas d’ober e studi, ha pemp bla goude, en miz eost 1551, e oe beleget hag ec’h eas en Kompagnunez Jezuz. Prezek a reas er Spagn hag er Portugal. Er bla 1558, e reas en Valladolid prezegen ganvou an impalaer Charlez V, an evoa heuihet e skouer hag a oa diskennet e-unan diwar an trôn, daou vla a oa, evit en em denn en manati Sant-Just.

D’an 2 a viz gouere 1565, Fransez a oe hanvet da drede Jeneral Kompagnunez Jezuz. Kas a reas eun niver bras eus e relijiuzed da zougen sklerijen ar fe betek ar broiou pellan eus ar bed. Er bla 1570, e reas tro ar Frans, ar Spagn hag ar Portugal, gant ar c’hardinal Alexandrin, niz Pi V, evit kemenn d’ar gristenien mont da stourm ouz ar Vuzulmaned. Ar valeaden-ze a skuizas anezan kement ma kouezas klanv en Ferrar, hag e oe red dougen anezan ac’hane da Rom ; eno e varvas, en noz etre an 30 a viz gwengolo hag an de kentan a viz here 1572, o ren e eilvet bla ha tri-ugent. Laket war roll ar zent gant Klemant IX, er bla 1671, Fransez Borjia a oe laket e ouel an 10 a viz here gant Innosant XI, er bla 1683.

————


KENTEL


Goude ar Maro


Eur pennadik goude ma vefomp sebeliet, petra c’hoarvezo ? Unanik bennak a deuio d’hon be ; eun de, ne deuio den ebet ken : ankouaet e vefomp. Tremenet a vezo heb-omp. brao bras. Ar c’hargou e oamp enne a vezo êt gant re-all, ha n’ey ket falloc’h an treo endro, tamm ebet. Ne vezo ezom ebet ac’hanomp ken, en nep lec’h.

Ne welomp aze nemet eun tu eus an dôlen. An tu-all a guzer, ha mat a rêr, rak re rukunus eo. An tu-all eo diabarz ar be. Eno, eun nebeut deiou goude hon maro, ne vezo ac’hanomp ken nemet eur bern eskern e-touez breinadurez ha prenved, prenved hag a ’n em zrailho o-unan p’o devo peurdebret hon c’horfou paour.

Setu aze petra chomo eus an izili-ze a garomp betek re : eun dra ha n’eus hano ebet ken da rei d’ezan, en yez ebet, eun dra heugus. Vanitas vanitatum et omnia vanitas : Avel hag avel, n’eus nemet avel. Na pegen disklant omp eta o tennan lorc’h eus ar pez n’eo netra.

En em reomp izel, bihan, dister ; an Otrou Doue a zo e holl c’hourdrouzou evit an dud lorc’hus hag e holl bromeseou evit an dud izel.