Buhez ar Sent/1912/Gouel an Anaon

◄   Gouel an Holl Zent Gouel an Anaon Gwenaël   ►


Eil devez a viz Du


Gouel an Anaon


Domine, omnibus in Christo quiescentibus, locum refrigerii, lucis et pacis ut indulgeas, deprecamur.
Otrou, da gement hini a zo maro en karante Jezuz-Krist, roët, ni ho ped, eul lec’h a freskadurez, a sklerijen hag a beuc’h.
(Komzou hag a lavar bemde ar beleg, prest goude ar gorreou, en oferen).


An Iliz he deus bugale en pevar c’horn ar bed, eus ar zav-heol d’ar c’huz-heol, eus ar c’hreiste d’an hanter-noz ; an heol, kaer en deus trei ha dizrei en bolziou an nenv, a gav bepred dirakan eur rumm pe rumm aneze.

Koulskoude, dre Ouel an Holl-Zent, e welomp n’he deus war an douar nemet eun darn eus he bugale ; daou rumm-all he deus c’hoaz, ha ma trid he c’halon o sonjal er re zo digouezet er baradoz, n’ankoua ket ar re a c’hortoz digor e-tal dor ar gêr. Setu perak, war-lerc’h he dilhad skedus, e wisk breman he dilhad kaonv, ha mouez klemmus he c’hleier, en pep parouz, a ya a-dreuz d’al lenneier, betek an tiegeziou pellan, da lavaret d’an holl pedi evit an Anaon.

I

Pedi evit an Anaon, eme ar Brotestanted, a zo eur c’holl amzer, rak goude ar maro n’eus ken nemet baradoz pe ifern.

An dra-ze n’hall ket bezan gwir. Neuze ar gristenien eo bet o bue eur skouer eus ar re gaeran, n’efont ket d’ar baradoz arôk ar gristenien lôsk o deus tremenet o bue o rei an hanter eus o amzer da Zoue, hag an hanter-all d’an drouk-spered ?

An dra-ze ’zo iskis da gredi.

Neuze, petra da zonjal eus an dud reuzeudik-se a welomp o vervel, kouls lavaret, oc’h ober an droug ? N’omp ket evit kredi ec’h afent war eün d’ar baradoz, elec’h ne roër digor da netra kailharet, ha p’eo gwir e karemp aneze, ne c’houllfemp ket lavaret e vefent kouezet en ifern.

An dra-ze ’vefe kalet da gredi.

Eur purgator a dle bezan eta, da lavaret eo, eul lec’h krouet gant Doue en e vadelez, etre ar baradoz hag an ifern, evit lemel ar pec’hejou veniel diwar an eneou hag o lakat da beurbaean o dle da justis Doue, betek an diner divezan : donec reddas novissimum quadrantem [1].

II

Eur purgator a dle bezan hag eur purgator a zo. Ar baganed o-unan, daoust ne oa nemet eun eulfen eus ar wirione o sklerijennan o spered, a lavare e oa en tu-all d’ar be eul lec’h bennak da lakat an eneou en pinijen, arôk mont da vro an eürusted. Kaout a rêr an dra-ze er skridou savet gante, nebeut blaveziou hepken arôk donedigez Hon Zalver.

Ar pez a oa anavezet fall gant ar baganed a oa anavezet mat gant pobl Doue. Evelse e welomp Judas Makabe, goude eur brezel enep gwaskerien e vro, o sevel arc’hant da gas da Jeruzalem, da lakat pedi Doue eno evit eneou ar vrezellourien a oa kouezet en e gichen, war dachen an emgann, hag ar skrivanier sakr, goude bezan displeget kement-se, sklerijennet gant ar Spered-Glan, a lavar eo eun dra vat, santel ha talvoudus pedi evit ar re varo, ma teuio Doue da zizamman aneze eus o fec’hejou : Sancta et salubris est cogitatio pro defunctis exorare [2].

Da betra e talvezfe ar pedennou evit an dud varo, ma ne vije ket a burgator, ma ne vije, evel ma lavar ar Brotestanted, nemet eur baradoz hag eun ifern, p’eo gwir en ifern n’eus pardon ebet ken, hag er baradoz ar zent ne vank netra d’o eürusted ?

Hon Zalver Jezuz-Krist e-unan, [3] o komz eus ar pec’hed eneb ar Spered-Santel, a lavar ne vezo pardonet nag er bed-man, nag er bed-all, hag an doktor bras sant Augustin, goude bezan lennet ar gomz-ze, a skriv kement-man : « P’eo gwir Jezuz-Krist a lavar ne vezo ket pardonet ar pec’hed eneb ar Spered-Santel, nag er bed-man, nag er bed-all, e ro da anaout dre ze zo pec’hejou hag a vezo pardonet er bed-all, hag ar pec’hejou-ze eo ar pec’hejou veniel a vezo lemet diwar ene an den en tân ar purgator. »

An Iliz a bed evit an Anaon, beb oferen a lavar he beleien ; pedi ra war ar c’horf maro ; pedi ra d’an eizvet devez goude an tremenvan ; pedi ra d’an de-ar-bla. Ha gant aon na chomfe eun ene bennak hep peden, e ra bep bla gouel an Anaon, de war-lerc’h gouel an Holl Zent.

Abaoue ar bla 1267, n’anave ket evit he bugale ar re ne gredont ket zo eur purgator, hag ar re ne gredont ket e c’hallfed gwellât stad an eneou kez a zo ennan.

Ar gristenien, a holl viskoaz, o deus kredet er purgator ha goulennet pedennou goude o maro. Santez Monika, o vervel en Osti, a c’houlenne digant he mab Augustin kât sonj anezi pa vije ouz an ôter ; Jann d’Arc a c’houlenne ma vije savet chapeliou da bedi Doue enne evit eneou ar zoudarded marvet war dachen an emgann ; epad ar brezel dek ha tri-ugent, eur zoudard yaouank o vervel a roë dek gwenneg d’e govezour evit ma vije savet eur groaz war e ve ha lavaret eur beden evit e ene.

III

Eur purgator a zo eta, ha poan a zo ennan.

An Iliz a c’houlenn evit an eneou freskadurez, ar pez a ziskouez o deus leskadurez. « Gwasoc’h eo tân ar purgator eget an holl boaniou a c’haller da c’houzanv war an douar-man », eme sant Augustin ; « Gwasoc’h evit an holl boaniou korf a c’houzanvas Jezuz-Krist », eme sant Thomas ; « Ken gwaz ha henvel eo ouz tân an ifern », eme sant Gregor. Tân ar bed-man a gempenn an aour hag a zev ar plouz. Tân ar bed-all a gempenno eneou an dud salvet, hag a zevo eneou an dud daonet.

An Iliz a c’houlenn evit an eneou sklerijen, ar pez a ziskouez emaent en denvalijen ; ne welont ket Doue, ha chom hep gwelet Doue er bed-all a zo skrijus, rak Doue eo heol an eneou, evel m’eo ar bannou skedus a darz bemde ’us d’hon fenn heol ar c’horfou.

An Iliz a c’houlenn evit an eneou ar peuc’h, ar pez a ziskouez emaent er gouelvan. Eur c’hrouadur, pa ve kaset pell diouz e vro, pa ne wel ket e dud, ne ve peuc’h ebet gantan ken na ve dizro d’ar gêr. Eneou ar purgator ive a hirvoud, hep paouez, war-lerc’h an devez binniget ma vezo gwenn awalc’h o iskili da nijal en kerc’hen o zad a zo en nenv.

————

En de-man e rêr ive gouel sant Hernin, ermit, diskennet eus Breiz-Veur en Breiz-Vihan, en kerz ar VIet kantved. Al lec’h ma vevas ennan hag a oa gwechall ouz parouz Duault, a doug hirie e hano, parouz Lokarn pe Lok-Hernin. Konomor a zavas kentn iliz a oe war e ve.

Bezan ’n eus ive eur chapel en parouz Plouagôr.

Sant Hernin a zo pedet ouz an drouk-penn.

————


KENTEL


Hon deveriou en kenver an Anaon


Eneou ar purgator a zo er boan, hag o-unan n’hallont netra evit en em ziboanian. Venit nox : an noz a zo deut warneze, ha pa ve noz, n’haller ket labourat ken. Mes ni a c’hall o zikour dre ar bedennig verr a lakomp war-lerc’h hano ar re a zo êt d’ar bed-all : hen-ha-hen, Doue d’hen pardono ; dre an dour binniget a dôlomp war o beziou ; dre an oberou mat grêt da gorf, da spered pe da galon hon nesan ; dre eur vue renet mat. Eneou hon tud koz a zo tostoc’h d’imp goude hon maro eget arôk ; ma zo eta eun dra ha n’hon dije ket grêt, na sonjet, ha lavaret, pa oa hen-ha-hen o vevan en hon c’hichen, perak hen ober, hen zonjal hag hen lavaret breman, pa ’n eus kalz muioc’h a anaoudegez ac’hanomp evit gwechall ?

Gallout a reomp sikour an Anaon, dreist-oll dre an induljansou a c’honezomp evite, ha dre ar zervijou hag an oferennou a lakomp lavaret evite en iliz.

Greomp vad d’an Anaon hag e refomp vad d’imp hon unan, rak roët e vezo d’imp gant ar muzul hon devo kemeret da rei d’ar re-all.



  1. Sant Vaze, Vet pennad, 26et koublad.
  2. Levr Makabe, XIIet pennad.
  3. Sant Vaze XII, 32.