n amzer-ze, êl Doue a ziskennas eus barr an nenv, daved eur werc’hez he hano Mari, neve dimezet d’eur c’halvez, e hano Jozef, hag e komzas outi evellen :
— Me ho salud, leun a c’hras, an Otrou Doue zo ganac’h.
Ar werc’hez a oe strafuilhet. El ar c’helou mat a lavaras d’ezi :
— N’ho pezet aon ebet, Mari ; lakat a refet er bed eur mab, hag e hanvan a refet Jezuz. Hennez a vezo bras, hag e rouantelez a bado da viken.
— Penôs, emezi, e tigouezo an dra-ze ? Ma fried ha me a vev evel breur ha c’hoar.
— Ar Spered-Santel, eme an êl, a ziskenno warnoc’h, ha galloud an hini a zo dreist an holl a baro ’ us d’ac’h. Setu perak an hini a c’hanfet a vezo galvet Mab Doue. Elisabeth, ho kinitervez, daoust d’ezi da vezan war an oad, a zo dougerez c’houec’h miz zo, rak n’eus netra dreist da c’halloud an Otrou Doue.
Mari a respontas da gannad an nenv :
— Ecce ancilla Domini ; fiat mihi secundum verbum tuum : Setu aman servijerez an Otrou ; ra vezo grêt herve ho lavar.
An êl a dec’has en uhelder an nenv, ha kerkent an Itron-Varia a deuas da vezan mamm, hep paouez da vezan gwerc’hez.
D’an neve-amzer, ar gwe a zo dudius da welet gant o gwiskadou bleun marellet ; pa deu an diskar-amzer, o frouez alaouret a ro d’eze eur gaerder neve, mes kollet o deus o gened kentan.
Mari, daoust d’ezi da vezan mamm, a viras bleuniou kaer he gwerc’hded, kaeran burzud a welas biskoaz ar bed.
Kement-se a c’hoarvezas en eur gêrig eus ar Galile, hanvet en yez ar vro Nazareth, da lavaret eo, « kêr ar bleuniou. » N’eus kelou ebet eus ar gêrig-ze, nag en Testamant koz, nag en skridou an istorier Jozef, ar pez a ziskouez eo ar Werc’hez Vari an hini he deus roët d’ezi ar vrud he deus breman dre bevar c’horn ar bed.
En amzer-man, Nazareth n’eo nag eur gêr gaer, nag eur gêr vras, mes, daoust da ze, eo unan eus ar c’hêriou muian karet gant ar gristenien. War al lec’h ma lavaras an êl d’ar Werc’hez e oa dibabet evit bezan mamm da Zoue, zo bet savet, dre urz an impalaer Konstantin, eun iliz eus ar goantan, en penn kentan ar pevare kantved.
Laeret ha hanter-ziskaret gant ar Vuzulmaned, war-dro an dekvet kantved, e oe adsavet gant ar groazourien. Diskaret eun eil gwech, er bla 1263, e oe adsavet a neve er bla 1620.
Tadou eus a Urz sant Fransez a deuas er mare-ze da chom da Nazareth, hag i eo o deus bet laket ober ar pez-labour kaer a weler eno breman, hag a zo ennan ter iliz, an eil war c’horre eben. An hini dindan douar eo ar zantelan, ar gwellan dalc’het hag ar braoan kempennet. War ar vein marbr a zo oc’h ober he leuren, e lenner ar ger-man : « Et Verbum caro factum est : Mab Doue a zo en em c’hrêt den. »
Mes n’eo ket red mont d’ar Galile, evit kaout treo da zigas sonj d’imp eus burzudou dispar Nazareth. Tôlennou a zo dre holl, a weler warneze ar Werc’hez Vari daoulinet er beden, ha diraki, en e zav, an êl Gabriel, eul lilien wenn gantan en e zorn. Eur gouel a rêr bep bla, en miz meurz, hag an Anjelus a zon ter gwech bemde en o enor.
Burzud Mab Doue en em c’hrêt den en korf ar Werc’hez Vari a ve digaset sonj anezan, alïesoc’h eget bemde, dre an Ave Maria ha dre an Anjelus.
I. — An Ave Maria eo ar gaeran peden en enor d’ar Werc’hez, evel m’eo ar Bater ar gaeran peden en enor da Zoue.
Al loden gentan eus an Ave Maria a zo enni komzou an èl Gabriel ha re santez Elisabeth. An eil loden n’eus enni nemet komzou an Iliz savet ganti en Ephes, er bla 431, pa oe kondaonet, Nestorius.
II. — An Anjelus a zo, evel pa lavarfen, eur ganaouen, tri goublad enni, gant an Ave Maria da ziskan ; ar pab Yan XXII eo en deus hen savet (1316-1334).
Er bla 1095, ar pab Urban II, pa deuas da Glermont da embann brezel ar Groaz, a alias ar gristenien da lavaret ter Ave Maria, ouz son ar c’hloc’h, bep noz, evit tennan bennoz ar Werc’hez war ar groazourien : setu penôs e teuas ar c’hiz da zon kloc’h an noz.
Er bla 1368, e teuas ar c’hiz da zon kloc’h an de. D’an de kentan a viz mae 1472, ar roue Louis XI a c’hourc’hemennas son ar c’hloc’h, da greiste, dre ar Frans a-bez, en enor d’ar Werc’hez ; setu penôs eo bet deut, a nebeudou, ar c’hiz dre ar bed kristen da zon ar c’hleier ter gwech bemde en enor da Vamm Doue.
Pa glevas, evit ar wech kentan, salud an èl Gabriel, e konsevas Mab Doue en he c’horf sakr, ha breman, bep gwech ma sav betek enni, eus an douar, ar memes komzou, he c’halon a drid gant levenez o sonjal en heur vurzudus ma teuas da vezan merc’h muian-karet Doue an Tad, pried ar Spered-Santel ha mamm Salver ar bed.