Buhez ar Sent/1912/Gouel ar Groaz gonezet

◄   Katel Fieschi Gouel ar Groaz gonezet Gouel hano santel Mari   ►


Pevarzekvet devez a viz Gwengolo


Gouel ar Groaz Gonezet
628


Meulomp, meulomp a vouez uhel
Jezuz hag e groaz santel.


Santez Helena, mamm Konstantin, pa gavas ar groaz santel war mene Kalvar (326), a gasas eul lodennig anezi ganti da Gonstantinopl hag a lezas al loden-all en Jeruzalem.

Hogen, er bla 614, Kosroës, roue ar Persed, a gemeras kêr-veur ar Judevien hag a gasas gantan loden ar wir groaz lezet eno gant santez Helena ; mes ar Gresianed hen trec’has d’o zro, pevarzek vla goude, hag e vab Siroës a restôlas loden ar wir groaz d’an impalaer Heraklius ; heman a zigasas anezi da Jeruzalem, hag e c’hoantaas, zoken, he dougen war e skoa eus kêr da vene Kalvar.

Mes pa oa o tremen dre an nor a sko war hent ar mene, en em gavas ken dalc’het en e gerzed, ma ne oa evit mont ken.

Souezet oa o klask gouzout petra c’hoarveze gantan. Eskob Jeruzalem, a oa en e gichen, a lavaras d’ezan : « Marteze, ôtrou, eo re gaer an dilhad a zo war ho tro, en kichen ar re a oa war-dro Hon Zalver pa zouge ar groaz-ze e-unan war an hent-man. C’houi zo ganec’h dilhad alaouret ; Jezuz-Krist a oa gwisket paour ; eur gurunen perlez a zo war ho penn ; war hini Jezuz-Krist e oa unan spern ; eur botou a zo en ho treid, ha Jezuz-Krist a gerze diarc’hen. »

Kerkent an impalaer a lemas e zilhad kaer, e gurunen hag e votou ; neuze e c’hallas mont adarre, hag e tougas ar wir groaz betek an iliz en devoa savet Konstantin en he enor.

Da Wener ar Groaz, an Iliz a ginnig ar groaz d’ar gristenien, evel benveg doanius merzerenti hon Zalver : « Setu aman koad ar groaz m’eo bet staget outan Salver ar bed. »

Mervel krouget ouz eur groaz a zo mezus, mes pa c’hall an hini a zo marvet en doare-ze, evel m’en deus gallet Jezuz-Krist, sevel eus a varo da veo dre e c’halloud e-unan, neuze n’eus ket a ezom da gaout mez ebet o komz eus benveg e verzerenti. Abalamour da ze, sant Pôl a veze hano gantan dalc’h-mat eus kroaz an Otrou, hag abalamour da ze ive, an Iliz ne deus savet daou ouel : hini an 3 a viz mae hag an hini hirie, evit rei tu d’ar gristenien da boz o zellou war groaz Hon Zalver ha da ganan, a wir galon, he meuleudiou.

Drezi, mab Doue en deus flastret e benn da Zatan, oberour pep droug hag enebour pep den ; « hag hen hag a oa bet trec’h dre ar c’hoad, a oe trec’het ive dre ar c’hoad. »

Drezi, Mab Doue en deus dasprenet an den ha dibrennet ar baradoz ; ha ganti e vezo gwelet o tiskenn eus an nenv, pa deuio, da fin ar bed, evit barn an holl dud.


Meulomp eta a voues uhel
Jezuz hag e groaz santel.

————


BOKED


Bezan santel a zo gouzout dougen ar groaz ha mervel warnezi.

Kaout a refet ar groaz en pep tra, hag ho kedal a raio en pep lec’h.

Redet keit ha ma kerfet, n’hallfet ket tec’hel en he rôk.

Ma touget anezi a galon vat, e tougo ac’hanoc’h ; ma n’he douget nemet dre heg, e ponnerafet anezi.

Ma teuet da ’n em zizober eus eur groaz, e kavfet, hep mar ebet, eun all, a vezo marteze poaniusoc’h.

Daoust ha kredi a ret e c’hallfet chom hoc’h-unan hep dougen eun dra hag o deus renket an holl dud-all dougen ?

Pehini eus ar zent en deus bevet war an douar-man heb anken ha hep kroaz ?

Jezuz Hon Zalver n’en deus ket tremenet eun heur, zoken, eus e vue, hep bezan gwasket gant ar glac’har ; ha c’houi a ve en gortoz da vont d’ar baradoz hep heuilh an hent en deus kemeret, hent bras ar groaz santel ?

Jezuz, Skouer ar Gristenien, II Levr. XIIet Pennad.