Buhez ar Sent/1912/Gregor VII

◄   Gouel an Itron-Varia Gregor VII Philip Neri   ►

Santez Agatha


Pempvet devez warn-ugent a viz Mae


SANT GREGOR VII
Pab (1073-1085)


Sicut sol effulsit in domo Dei.
Evel an heol e lufras en ti an Otrou Doue.


An Iliz, epad an dekvet kantved hag epad loden gentan an unnekvet, a oa tristidigez vras war he zâl. Ar zantelez ne vleunie ken ; al lealded a oa maro ; ar wirione a oa sebeliet ; an droug a oa trec’h d’ar vad ; an dud ne oant troet nemet da dastum madou ; ar pab a oa gwasket ; pennou-bras an douar a rê o mistri en Iliz ; i eo a hanve ar pabed, an eskibien, an abaded hag ar bersoned, ha rei a rent ar c’hargou alïes d’ar re a ginnige ar muian d’eze.

Dre ze, an eskoptiou hag ar manatiou, eleiz aneze, a oa en o fenn beleien hag a oa beleien dre laer, hep deskadurez ha hep santelez, ha n’eo ket souezus ne dalveze ket kalz gwelloc’h evite an darn vrasan eus ar re a oa dindanne.

Doue, erfin, a gemeras true ouz an Iliz hag a zigasas Gregor VII da rei d’ezi eul lufr hag eur c’halloud evel n’he devoa ket bet c’hoaz.

Hildebrand, a deuas divezatoc’h da vezan Gregor VII, a c’hanas en Sovana, dek leo diouz Sienn, er bla 1020.

Bonizo, e dad, a oa kalvez hag en devoa eur breur, e hano Lauranz, a oa abad en manati Itron-Varia Mene Avantin, en Rom.

Hildebrand a oe savet gant e eontr, a reas anezan eun den desket ha vertuzus. Da bemp bla warn-ugent, Gregor VI a gemeras anezan da skrivagner (1045).

Da varo e vestr, er blavez war-lerc’h, en em dennas en manati Kluny, en Frans ; tri bla goude, Brunon, eskob Toul, hanvet da bab, hen kemeras da vont gantan da Rom. Pevar bab-all [1], an eil war-lerc’h egile, hen dalc’has en o c’hichen ; epad pemp bla warn-ugent, Hildebrand a roas dorn d’eze da wellat stad an Iliz.

Er bla 1049, eur c’honsil bodet en Rom a gondaonas an eskibien hag ar veleien a en em zile gant o arc’hant en kargou an Iliz, pe ne virent ket ar werc’hded kristen a zere ouz an dud gwestlet da Zoue.

Er bla 1055, eur c’honsil bodet en Lyon ha renet gant Hildebrand a dorras c’houec’h eskob en eun tôl ; er bla 1059, eur c’honsil bodet en Rom a gomzas eus an doare da gemer evit harz tud ar bed da bouezan kement war c’houarnamant an Iliz, ’vel pa vije hanvet eur pab neve.

Pa bignas Hildebrand e-unan war Gador sant Per (1073), ec’h embannas urziou ar c’honsilou-ze ; youc’h a zavas mes Gregor VII a zalc’has mat.

En eur c’honsil bodet en Rom (1075), e tennas digant tud ar bed, tudchentil ha rouaned, ar galloud da henvel da gargou uhelan an Iliz.

Ar gemennadurez neve-ze a zisplijas kement ma oe klasket diskar ha lazan Gregor VII ; elec’h souzan, mont muioc’h-mui war rôk an hini reas.

Herri IV, roue an Alamagn, a rene eur vue a oa eur skouer fall evit an holl ; gwerzan rê kargou an Iliz ; gwaskan rê e bobl. Gregor, dre gaer, a glaskas e c’honid, ha pa welas ne rê ket a van ouz e glevet, e eskummunugas anezan. Gant aon da goll e gurunen, Herri a yeas da choulenn pardon ouz ar pab da Ganossa (1077). Prest goude e kouezas en e bec’hed koz ; eskummunuget eun eil gwech gant ar pab, e oe diskaret diwar e drôn gant e bobl.

Adalek neuze, Herri ne zellas ket petra d’ober ; sevel a reas eun arme da vale war Rom. Robert Gwiskard hen diarbennas. Gregor VII a ’n em dennas war mene Kasin. O vezan êt da Zalern da gonsakri eun iliz neve en enor da zant Vaze, e varvas eno, d’ar 25 a viz mae 1085.

E c’her divezan a oe : « Karet am eus al lealded ha kasaet ar fallagriez, ha setu perak e varvan en harlu. »

Gregor a lufras evel an heol en ti an Otrou Doue, galloudus dre e oberou ha dre e gomzou. Labourat a reas da lakat miret lezennou an Iliz, da lakat rei d’ezi he frankiz ha da zispenn ar fals-kredennou.

Pab ebet, abaoue amzer an Ebestel, ne c’houzanvas ar pez a c’houzanvas, ne stourmas evel ma stourmas evit gloar ha liberte pried Jezuz-Krist ; goude ma wele ar bed holl o ’n em zevel en e eneb, netra n’halle e lakat da grenan, abalamour ennan santelez ha nerz-kalon a ’n em bare.

Sebeliet a oe en iliz neve e oa o paouez konsakri ; eleiz a viraklou a c’hoarvezas war e ve. Laket a oe e-touez ar zent gant ar pab Gregor XIII, er bla 1580.

————


KENTEL


Anne an Iliz


An Iliz a zo eun anne hag a skoer warnezi a-gle, a-zeou, a-zindan ha diwar c’horre.

Eun anne, kaer en deus bezan kalet, a deu da zispenn gant an amzer, abalamour m’eo henvel e zanve ouz hini, ar morzol a sko warnan.

Tra souezus, anne an Iliz, elec’h uzan, a uz kement morzol a sko warnan ; uzet en deus hini ar Judevien, hini ar baganed, hini an heretiked, hini ar Vahometaned, hini impalaered an Alamagn, hini rouaned Bro-Zôz, hini rouaned, doktored ha dispac’herien Frans.

Anne an Iliz, abalamour m’eo bet soubet en gwad Kalon Jezuz a zo deut da vezan ken kalet mac’h uzo, da virviken, morzol kement den a skoo warnan, heb uzan tamm ebet e-unan.



  1. Viktor II (1045-1057) ; Stephan IX (1057-1058) ; Nikolas II (1058-1061) ; Alexandr II (1061-1073).