Buhez ar Sent/1912/Gregor a Nazianz

◄   Yunet Gregor a Nazianz Antonin   ►


Navet devez a viz Mae


Sant Gregor a Nazianz
Eskob ha Doktor eus an Iliz (***-389)



Gregor a deuas er bed en Arianz, demdost da Nazianz. E dad Gregor, e vamm Nonna, e vreur Sezer hag e c’hoar Gorgonia a zo enoret gant an Iliz. E keit ma oa oc’h ober e studi en Athen, kêr vras an deskadurez en amzer-ze, e reas anaoudegez gant eun den yaouank eus e oad, e hano Bazil.

Dont a rejont da vezan daou vignon, n’hellas nag an disparti, nag ar maro terri ar garante a oa etreze. O daou e oant o chom er memes ti ha ne anavezent nemet daou hent, hini an iliz ha hini ar skol.

Oc’h ober e studi gante e oa eur c’hrennard, daoulagad lemm d’ezan, teo a c’houg, ledan a ziouskoa, eur balbod, eur gaouiad hag eur soured. Ar gurunen a impalaer a dlee, koulskoude, bezan e lod eun de.

Klask a reas en em lakat en kompagnunez Gregor ha Bazil, mes an daou-man a anavezas o ôtrou hag a dec’has dioutan.

Gregor, peurc’hrêt gantan e studi, tregont vla bennak d’ezan, a zistroas d’ar gêr. Da ouel Nedeleg 361, e oe beleget en despet d’ezan ; unnek vla goude, Bazil hen greas eskob eus Sazim, mes n’hellas ket ober d’ezan mont d’e eskopti.

Gregor ne oa tamm ebet troet war an enor, ne gare nemet ar sioulder. Koulskoude, er bla 379, war beden kristenien vat Konstantinopl, a wele gant tristidigez o iliz o vont d’an traou, gant an tôliou a skoë warnezi an arianed daou-ugent vla oa, e teuas da chom er gêr veur-ze.

Digemeret fall awalc’h e oe ; Konstantinopliz, tud lorc’hus evel ma oant, o welet e gorf brevet gant an oad, e benn moal, e zioujod kleuzet gant an daerou hag ar yuniou, a reas dismegans d’ezan ; an arianed a stlapas mein gantan hag a stlejas anezan dirak al lez-varn, evel eun torfetour.

Gregor a c’houzanvas ar waperez-ze gant pasianted hag a lavare outan e-unan : « Kostezen ar re fall eo ar c’hrenvan, mes stourm a ran evit ar wirione ; an ilizou a zo dindan o galloud, mes Doue a zo ganin. »

Dre e zousder vras hag e brezegennou helavar, e reas da eleiz dizrei war an hent mat.

An impalaer Theodos a c’hoantaas ma vije laket an den santel da eskob en Konstantinopl. Ar c’honsil-meur bodet er gêr-ze, er bla 381, hen hanvas ; mes unan bennak o vezan enebet, e roas e zilez hag e kimiadas diouz e iliz a c’halve e c’hloar hag e gurunen : « Ma bugale, a lavare d’e gristenien, miret tensor ar fe ha dalc’het sonj eus ar vein a stlapec’h ganin abalamour ma poanien da lakat ar gwir gelennadurez da gemer gwriziou en ho kalonou. »

Mont a reas d’e vro da beurachui e amzer. Eno e skrive, e yune hag e pede : « Bevan ’ran, emezan, en kreiz ar c’herreg hag al loened goue. Ne welan ket liou an tân ha bale ran bepred diarc’hen ; eur zaë a c’holo ma c’horf ha netra ken ; gourvez a ran war ar plouz hag evit pallen am eus eur zac’h ; glebian ran al leuren gant an daerou a skuilhan. »

Deut zo betek ennomp eur bern skridou uhel ha gwerziou kaer savet gantan.

E varo eürus a zigouezas er bla 389. E relegou a virer breman en iliz-veur Sant-Per, en Rom.

————


KENTEL


Ar vignoniachou torret


En em garet, o c’houzout en em garer, setu petra eo ar vignoniach. Diwan a dle war garante Doue, anez ze, gwell eo ne ziwanfe ket ; eur wech diwanet ne dle ket mervel, rak en em garet a zo en em garet bepred, pe n’eo ket ’n em garet eo.

Ar vignoniach, eur wech diwanet, ne dlefe ket mervel. Mes n’eo ket evelse e c’hoarvez ; mignoniachou zo, eleiz, hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, ha re-all, hag a renker terri.

I. — Ar vignoniach zo red blaveziou evit he c’hroui hag a ve torret en eun hunvre. Piou n’en deus ket baleet war hent ar vue, dorn ha dorn ha kalon ouz kalon gant unan bennak ha n’en deus darempred ebet gantan ken ?

Kement-se a c’hoarvez gant an holl. Trei a rêr kein an eil d’egile, abalamour mac’h a re vat pe re fall an treo, en eun tu pe eun all.

Souezus eo nag a vignoned a chom ouz an drez, pa gouezer eus an eürusted er baourente ; nag a vignoned a chom a-drenv, pa bigner eus eur renk izel da unan uhel.

II — Mignoniachou zo eta hag a dorrer ha ne dlefer ket terri, mes bezan zo re-all hag a renker da derri, daoust pegen kalet e vefe hen ober.

Ar vignoniach a dle hon dougen d’ar vad ; ma tigouez ar c’hontrol, ar vignoniach, anat eo, a zo sec’h he deliou, ha brein he gwriziou, ha n’eus nemet eun dra d’ober outi, he zennan hag e stlepel pell diouzoc’h ; anez, an disteran tra a lako an tân enni hag a luduo ho prud vat hag ho santelez.

Red eo en em zispartian diouz an dud a ra an droug ; arabad kaout kasoni oute, mes red eo chom hep mont ken war o zro, ha chom hep kaout aon oute. Eur mignon mat a zo eun tensor ; eur mignon fall, n’eus ket gwasoc’h enebour.