◄ Franseza Amboaz | Iltud | Trifina ha Tremeur ► |
ltud a oa ganet en Breiz-Veur, en rouantelez Glamorgan. Evit ober evel e dad, ec’h eas d’an arme, hag e oe savet abred en penn an enoriou. Mes war ali sant Kado, abad Lankarvan, en em dennas er-mêz eus ar
bed, ha pac’h eas Jermen Auxer da Vreiz-Veur, e oe unan eus e wellan diskibien ; beleget a oe gantan pa zizroas evit an eil gwech da vro ar Vretoned.
Iltud a ziazezas neuze, demdost da Lankarvan, war ribl ar mor, ar manati brudet a zougas e hano ; eno e oe savet sant Divi, sant Pôl, sant Samson, sant Leonor, sant Magloar, sant Gweltas, hag eun niver bras a re-all c’hoaz hag a deuas da vezan sklerijen ha gened an Diou-Vreiz, dre o gouiziegez hag o zantelez.
En Laniltud, n’eo ket hepken ar spered a laboure, ar c’horf an ije ive e lod. Ar manati a oa savet war lez eur vrec’h-vor, ha dre ne oa torrôd ebet, ar mor a c’honeze warnezan. O welet an dra-ze, an eskibien a deuas da gât Iltud da bedi anezan da lakat ar mor da vont war drenv. Eun devez eta ma oa reverdi bras, an abad santel a gemeras e vaz hag a ziskennas en ôd gant e vugale, pa oa ar mor ar pellan. Ober a reas eur rouden en trêz hag e ziskibien a zavas eur c’hleun eno da derri an tarziou-mor. Pa oe peur-c’hrêt al labour, e c’houlennas digant Doue ober d’ar mor chom a-zav, pa vije en em gavet gant ar c’hleun o devoa savet e bôtred, hag abaoue, ar mor a lezas dizolo eun tamm brao a zouar etre ar manati hag hen. An douar-ze a oe labouret hag a roas eostou eus ar c’haeran.
Iltud, sklerijennet gant ar gloar a rê d’ezan e ziskibien, brudet dre e vertuziou, skuizet gant al labour hag ar gozni, a lakas eun all en e blas en penn e vanati, hag a ’n em dennas en e beniti e-unan, epad tri bla. A-viskoaz an evoa ’grêt pinijen ; diwar neuze e reas muioc’h c’hoaz.
Erfin, e teuas c’hoant d’ezan da welet e ziskibien eur wech c’hoaz arôk mervel ; diskenn a reas war o roudou en Bro-Arvor. Douaran reas en Dol ; eno e welas Samson ha Magloar, hag eno ive e varvas, leun a veritou, d’an oad a gant vla, pe war-dro.
Hano sant Iltud a dle padout keit ha ma pado ar fe en Breiz.
Diou barouz eus eskopti Sant-Brieg ha Landreger o deus kemeret anezan da batron : Koadout ha Landebaeron ; miret a reont c’hoaz darn eus e relegou. E bardon a ve grêt en Koadout, an eil sul a viz gouere. Pedet eo evit al loened.
Hirie en em gav ive gouel sant Efflam ha santez Honora, e bried, a ziskennas o-daou en Arvorig, er VIet kantved, hag a zavas peb a beniti war-dro d’al Leo-Drêz. En o amzer e veve eno eun ermit-all, Jestin, hag an eus roët e hano da barouz Plistin.
Sant Efflam a zo patron Plistin, elec’h an eus eur chapel.
Bezan ’n eus chapeliou-all en Karnot, en Leskouet hag en Pedernek.
Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum madou d’ezan,
a lavare ar re goz, hag ar wirione a oa gante. N’eus netra ken kaer hag an deskadurez. Hi eo a laouenna hon bue ; hi eo a zav hon eneou etrezek ar wirione ; hi eo a wella hon stad ; hi eo a vag, a zifenn hag a grenva hon fe.
Mes an deskadurez, daoust pegen kaer eo drezi he-unan, a c’hall ober muioc’h a zroug eget a vad, ma ne ve ket roët d’ar c’hrouadur herve ar relijion a dle heuilh, ar vro e tle bevan enni hag ar vicher a dle kemer, ha just awalc’h, setu petra c’hoarvez en Breiz-Izel en amzer-man.
Skoliou hon deus ezom evit ober eus hon bugale Bretoned seder ha kristen, tud ha ne ruzfont ket eus o zadou, hag a vezo barrek d’en em denn en pep lec’h. Bec’h hon deus ouz o c’haout. Tadou ha mammou, grêt eta, gant evez, an dibab etre ar skoliou ma tleet kas enne ho pugale. Ar skoliou dizoue, ar re wellan aneze, ne dalvezont seurt. Etre diou skol gristen, dibabet an hini a oar ar gwellan silan karante ar vro en kalonou ar re he darempred.
Breiz-Izel he deus ezom e chomfe er gêr ar pep brasan eus ar bôtred hag eus ar merc’hed he deus ganet. — Ha penôs e chomfont er gêr ma n’o laker ket d’he c’haret ? — Ha penôs he c’harfont ma ne roër ket d’eze anaoudegez anezi ?