Buhez ar Sent/1912/Itron-Varia ar C’huzul mat

◄   Mark Itron-Varia ar C’huzul mat Zita   ►


C’houec’hvet devez warn-ugent a viz Ebrel


Itron-Varia ar C’huzul mat


Itron-Varia ar C'huzul mat
Itron-Varia ar C'huzul mat


Karante ar gristenien evit ar Werc’hez Vari he deus grêt d’e rei d’ezi kant ha kant lezhano dishenvel hag a zo kemeret, ar re gaeran aneze, d’ober he litaniou. Divezan zo bet laket enne eo an hini a Vamm ar C’huzul mat : Mater boni consilii, a garfen displegan hirie ar vravente hag ar wirione anezan.

Itron-Varia ar C’huzul mat a zo enoret, dreist-oll, en Genazzano, eur gêrig vihan eus an Itali, tost da Rom.

Ar gêr-ze a oa brudet, en amzer goz, evit bezan eul lec’h a zizurz. Goueliou bras a veze grêt enni bep bla en enor da Venus, doueez an hudurnez.

Ar gristenien, dal ma c’helljont kaout an tu, a ziskaras ôter Venus hag a zavas en e lec’h eur chapel gaer en enor d’ar Werc’hez, el lec’h ma pedent anezi dindan al lezhano a Itron-Varia ar C’helou mat.

War-dro hanter ar pempzekvet kantved, ar chapel-ze, koz mil bla, a oa prest da gouezan en he foull. Bezan e oa neuze, en Genazzano, eun intanvez vat, Petruccia he hano. Ar vaouez kez-man a oa rannet he c’halon o welet ar reuziou a skoë an Europ. An Durked, enebourien an hano kristen, o devoa kemeret Konstantinopl. Mistri oant en Albani. Petruccia a bede Doue da viret oute da zailhat war an Itali.

Eun nozvez ma oa o pedi, e oe roët d’ezi da anaout e oa tôlen Itron-Varia ar C’huzul mat, en Skutari, en Albani, o vont da vezan douget da Genazzano, hag e c’houlenned outi sevel eur chapel en he enor. An intanvez santel ne chômas ket da hunvreal. Gwerzan reas an tammouigou leve he devoa, ha, gant an arc’hant a deuas d’ezi, e reas sevel eur chapel neve eus ar re gaeran, war dismantrou chapel goz Genazzano.

Eleiz a c’hoarze ganti.

« Oh ! emezi, gwelet a refet e teuio eun itron vras da chom er chapel neve-ze. » En miz ebrel 1467, al labour a oa peurc’hrêt, ha Petruccia a c’hede ar mirakl a oa prometet d’ezi gant ar Werc’hez.

D’ar 25 a viz ebrel, eur zadorn, de ouel sant Mark, e oa gouel ha foar en Genazzano. Eleiz a dud a oa deuet en kêr. Diouz an abarde, eur sklerijen vras a darzas en eun tôl ; en nenv, moueziou êle a ganas, ha tôlen ar Werc’hez, douget war eur goumoulen, a yeas d’en em lakat ouz moger ar chapel neve, en tu an hent bras. Kerkent, ar c’hleier a zonas aneze o-unan ; ar bobl strafuilhet a baouezas gant e varc’hajou hag e c’hoariou, hag a deuas da zaoulinan dirak an dôlen zantel.

Gwerc’hez an dôlen a reas eur mousc’hoarz tener, evel evit saludi he fobl neve. Pa weljod ar burzud-ze, an daerou a ziredas puilh eus daoulagad an holl, hag eur youc’haden skiltrus, youc’haden a veuleudi, a lakas kêr Genazzano da dregarni.

An de war-lerc’h e oa ar zul : ruiou ha plasennou kêr a oa re vihan diouz ar bardonerien a zirede heb ehan ; ar re gosan a oa war an douar n’o devoa biskoaz gwelet kemend-all a dud [1].

Tôlen Itron-Varia ar C’huzul mat n’eo ket bras : 45 santimetr a hed war 38 a lec’hed. Gwelet a rêr enni ar Werc’hez, soublet he fenn etrezek ar Mabig Jezuz, a zo gant e zaou zorn o vriata e vamm gant teneredigez.

Ar gwel eus an dôlen-ze a zo awalc’h evit lakat an dud da garet ar Werc’hez, hag evit rei d’eze c’hoant da ren eur vue glan ha fur. An holl bardonerien gwitibunan hen anzav.

Loeiz Tosi, eun den speredek bras ha dornet kaer, d’an 11 a viz gouere 1747, a studias piz an dôlen hag a reas eun all diouti, gwellan ma c’hellas :

« N’eus ket bet gallet, na ne vezo ket, emezan, ober tôlen ebet henvel awalc’h ouz honnez, rak penn ar Werc’hez ha hini ar Mabig Jezuz a zo kement a c’hened hag a deneredigez warneze, ma renker lavaret int grêt gant eun êl, kentoc’h eget gant eun den. Liouiou an dôlen a zo ken brao ma tleont dont kentoc’h eus an nenv eget eus an douar. »

Eun dra-all zo c’hoaz, burzudusoc’h marteze, a welas Loeiz Tosi, er bla 1747, hag a bad bepred : An dôlen-ze a chom ouz ar voger, hep stag na harp en nep lec’h, er plas he devoa kemeret d’ar 25 a viz ebrel 1467.

Pi IX a oa devot bras da Itron-Varia ar C’huzul mat, hag er bla 1864 ec’h eas da bardonan daveti. Us d’e dôl-labour en devoa eun dôlen grêt diouz hini Genazzano.

Pi X eo en deus grêt lakat el litaniou al lezhan Mater boni Consilii.

————


KENTEL


Ar c’huzul mat


Ar pez a goll ar muian an den war an douar-man eo an ourgouilh. Kredi ra d’ezan bezan barrek awalc’h d’en em denn, ha koulskoude ne oar, anezan e-unan. dont a benn eus a netra, kouls lavaret.

Ezom en deus kuzul.

Ar c’huzul a zo eun ali roët d’eun all da zeski d’ezan an doare da zibunan eur guden luiet.

Mat eo rei kuzul ; eur ger a-wechou a zo trawalc’h evit miret ouz eun all da gouezan er gaou.

Ez eo rei kuzul ; evel a lavare ar re goz :

Ali ha holen
A roër d’an neb a c’houlenn.

Tenn eo, avat, goulenn kuzul, rak dre eno ec’h anzaver ne ver ket barrek awalc’h d’en em denn an unan.

Red eo, koulskoude, goulenn kuzul, pa vezer war var, ar pez a digouez gant an holl, gwech pe wech, ha goulenn kuzul digant unan hag a zo goest da guzulian ervat, rak an darn vrasan eus an drougou a zigouez abalamour ne gemerer ket a guzul, pe abalamour ar c’huzul kemeret a zo fall.

Eur c’huzulier mat, n’eus netra talvoudekoc’h.

Eur c’huzulier fall, n’eus netra gwasoc’h, rak, eme Jezuz-Krist, ma teu eun den dall da ren eun dall-all, e kouezfont o-daou en doufle.

Eleiz a zo er baradoz, abalamour m’o deus klasket kuzul ; eleiz a zo er baradoz, abalamour m’o deus bet eur c’huzul mat ; eleiz a zo en ifern, abalamour m’o deus grêt o fenn o-unan, pe abalamour m’o deus bet eur c’huzul fall.

Hogen, goude ar Spered-Santel, an Itron-Varia eo an hini barrekan da guzulian ervat ar c’hristen, abalamour m’eo an hini zo bet kuzuliet ar gwellan gant he fried, ar Spered-Santel.

Mari a oe kuzuliet mat, pa lakas en he spered miret he gwerc’hded ; Mari a oe kuzuliet mat pa gomzas d’an êl evel ma reas ; Mari a oe kuzuliet mat pa roas he ger evit bezan Mamm da Zoue ; Mari a oe kuzuliet mat pa zestumas ha pa viras en he c’halon kement komz a goueze eus genou he Mab Jezuz ; Mari a oe kuzuliet mat pa anavezas e oa dleet d’he Mab gouzanv poaniou garo ha kaout eur maro mezus, pa ginnigas anezan da Zoue an Tad, evit dasprenan eneou e vreudeur.

Mari eo an hini a zo bet kuzuliet ar gwellan ; Mari eo ive an hini a oar kuzulian ar gwellan ; Jezuz-Krist en deus roët anezi da Vamm d’imp holl.

Hogen, ar pez a ra, dreist-oll, eur vamm, eo rei kuzul d’he bugale.




  1. Tôlen Itron-Varia ar C’huzul mat, douget da Genazzano, a oa, pell a oa, en Skutari, en Albani. Hogen, er mare-ze, dre ma tostae an Durked, tud Albani a dec’he ; daou vignon, Giorgi ha Sklavis, o welet an darvoudou skrijus a skoe o bro, a deue alïes da bedi Itron-Varia ar C’huzul mat.
    Eun devez e oe roët d’eze da anaout e oa an dôlen zantel o vont da vezan douget en tu-all d’ar mor, d’eur vro gwelloc’h hag etouez eur bobl kristenoc’h. Ar Werc’hez a c’hourc’hemenne d’eze, er memes amzer, mont da heul he zôlen.
    Eun nebent deveziou divezatoc’h, a greiz ma oant o pedi, e weljont eur goumoulen wcnn o tibradan skeuden Mamm Doue hag o tougen anezi etrezek ar c’huz-heol.
    Mont a rejont d’he heul. Treuzi rejont ar mor Adriatik war o zroad, evel sant Per gwechall, pac’h eas warzu ar vag oa enni Jezuz-Krist. Ar goumoulenn wenn a zervije da zisheolen d’eze en de ha da c’holaouen en noz. P’en em gavjont war-dro Rom, e kolljont ar gwel eus o zôlen vinniget hag e oent doaniet bras.
    Erfin. tud o tont eus Genazzano a roas hano d’eze eus o zenzor, hag a lavaras e oa en em gavet eno ar pez a glaskent, hag e yac’hae ar c’horfou hag an eneou.
    Giorgi ha Sklavis, pa glevjont ar c’helou mat-se, a ankouaas o glac’har hag a nijas warzu Genazzano. En em gavet eno, e stoujont dirak skeuden o Mamm vat hag e leverjont en devoa an dôlen zantel kuitaet an Albani, abalamour da bec’hejou ar vro-ze.
    Albaniz-all, kemeret gante hent an harlu arôk Giorgi ha Sklavis, a anavezas mat ive Gwerc’hez Skutari. An daou-man a chomas goude-ze en Genazzano, elec’h m’eman c’hoaz tiegez Giorgi.