Buhez ar Sent/1912/Itron-Varia ar Folgoat

◄   Yan Itron-Varia ar Folgoat Per Klaver   ►

Eizvet devez a viz Gwengolo


GINIVELEZ AR WERC’HEZ


PARDON BRAS AR FOLGOAT



Mari, muian-karet an Otrou Doue, merc’h Joachim hag Anna, a deuas er bed en kêrig Nazareth, « koant evel eul lilien arc’hantet gant gliz ar mintin. »

He ginivelez a oe eur c’helou a levenez evit ar bed holl, rak anezi e tlee genel Heol ar Justis, Hon Zalver Jezuz-Krist, an hini en deus lemet diwarnomp ar malloz ha skuilhet en e lec’h ar bennoz, an hini a zo bet trec’h d’ar maro, hag en deus gonezet d’imp, en doare-ze, ar vue a bado da viken.

Gouel ar Werc’hez en miz gwengolo a ro d’imp digare da zisplegan aman burzudou ar Folgoat, rak an devez-ze eo an hini o deus dibabet Leoniz evit ober, en kalonen o bro, pardon bras o Mamm hag o Itron.

War-dro hanter ar pevarzekvet kantved, ar Zôzon hag ar C’hallaoued a oa krog gant eur brezel a dlee padout kant vla, hag ar Vretoned, rannet en diou gostezen, hini Bleiz ha hini Montfort, a valee ive eus an eil emgann d’egile.

Hogen, epad an amzer-ze, eur paourkez den, galvet Salaün, a oa o vevan war-dro Lesneven. Ganet oa en Kervriand. Deut oa er bed gant eur spered berr. N’en devoa gallet biskoaz deski nemet an daou c’her-man eus e bedennou : « Ave Maria », mes o lavaret a rê hep paouez, ha dougen a rê en e galon eur garante dener evit Mamm Doue.

Da varo e dud, hag hen c’hoaz yaouank-flamm, en em dennas en eur c’hoad, en kichen eur feunteun, en parouz Elestreg ; eno n’en devoa ken gwele nemet an douar, na ken ti nemet eur ween gamm ha kleuz. Baie rê bepred diarc’hen ha gwisket e veze a druilhou.

Tec’hel a rê diouz plijadureziou ar bed, evel ma tec’h ar wenanen diouz breinadurez an douar. Bep mintin ec’h ee da Lesneven, eun hanter-leo ac’hane, hag e kleve an oferen er gêr-ze, ha keit ha ma veze en iliz, ne baoueze da lavaret : « Ave Maria », pe c’hoaz « O ma Itron Gwerc’hez Vari ! »

Goude an oferen, ec’h ee da c’houlenn an aluzen dre gêr, ha war dreujou an tier e lavare : « Ave Maria, Salaün a zebrfe bara ! » ha p’en deveze bet eun draïk bennak, e tizroe d’e goad, ar vugaligou o redek war e lerc’h, hag e tebre laouen e vara ouz hen souban er feunteun, hag o lavaret, bep tamm a gemere : « Ave Maria ».

Pa veze yen an amzer, en em ziwiske hag e tiskenne betek e ziou gazel er feunteun, evel eun alarc’h [1] en eul lenn, ha chom a rê eur pennad en dour, o kanan eur rimadel bennak en enor d’ar Werc’hez. Goudeze e wiske adarre e zruilhou hag, o pignal en eur wezen, e kroge en eur barr d’en em vransellat, hag e kane a-bouez penn : « O Mari ! O Mari ! »

An dud ha n’ouzont barn o nesan nemet a-ziavêz, ne reent nemet Salaün ar Foll anezan. Evitan, n’e ket a zroug ennan ouz ar re hen glaze, ha n’enebe ket ouz ar re hen gwall-gase.

Eun nebeut soudarded o redek ar yar a ’n em gavas gantan eun devez hag a c’houlennas outan piou oa. Respont a reas, nan evel eur foll, mes evel eur fur :

« Ne don na Bleiz na Montfort ; floc’hig on gant ar Werc’hez Vari. Ave Maria. »

Ar respont-se a roë da c’houzout ne oa a-du na gant Charlez Bleiz na gant Yan Montfort, a oa neuze brezel etreze. Lakat a reas ar zoudarded da c’hoarzin, ha goude bezan furchet anezan, o vezan ne gavent netra gantan, e lezjont anezan da vont en e hent.

Karet a rê ar sioulder, hag er sioulder, Doue hag ar Werc’hez a gomze outan ; karet a rê ar binijen, ha drein ar binijen a viras glanded e ene, evel ma teu ar c’harziad spern da viret en o c’haer al lili a zao en he c’hreiz.

Evelse e tremenas Salaün e vue, heb ober an disteran gaou ouz den.

Erfin, war-dro ar bla 1350, e kouezas klanv. Arôk mervel, evel eun durzunel, e lakas ekleoiou ar c’hoad da dregerni, evit diskouez e oa goanv e vue o tremen hag an hanv bras o tont. Kanan reas kalonek ar geriou-man : « ô ô ô ô ô ô Maria », ha neuze, frealzet gant Mamm Doue ha douget gant an Ele, e ene glan a bignas da balez an Drinded. E benn, hag a oa liou an astu warnezan betek neuze, a gemeras gened al lili hag ar roz.

E gorf a oe sebeliet didrouz, en harz e ween, ha den ne gomze ken anezan, pa falvezas da Zoue diskouez d’an dud, dre eur burzud eus ar re gaeran, pegement e plije d’ezan ar garante en devoa bet ar paourkez den-ze evit ar Werc’hez.

Lakat a reas da zevel war e ve eul lilien wenn ; hag ar pez a oa estlammusoc’h c’hoaz oa gwelet an daou c’her « Ave Maria » skrivet, evel gant liou aour, war bep delien anezi.

Ar vrud eus ar mirakl-ze a reas buhan tro ar vro ; eur mor a dud a ziredas eus Leon, Treger ha Kerne, da welet al lilien vurzudus, a viras he gened epad c’houec’h sun. Pa oe goenvet, e oe toullet endro d’he gar hag e oe kavet e oa he gwriziou en genou hag en kalon Salaün ar Foll.

An ôtrou de Rochefort, eskob Kastel-Pôl (1349-1356), a deuas da welet an neventi ; eun iliz, koant evel eul lilien, a zavas war ve floc’hig ar Werc’hez [2] ; an ôtrou Alan Kerastred, eskob Kastel-Pôl, a gonsakras anezi er bla 1419. Tri bla goudeze, d’an 10 a viz gouere 1422, an ôtrou Yan V, duk Breiz, diwar al leveou hag an deogou en devoa en Plouneour, en Plouider, en Elestreg hag en Lesneven, a roas peadra awalc’h d’an iliz neve da gaout pevar beleg [3] da bedi Doue enni bemde, evit duked ha pobl Breiz.

An ôtrou Fransez I hag an ôtrou Per II, bugale an ôtrou Yan V, ha duked Breiz evel o zad, an eil war-lerc’h egile, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

An ôtrou Arzur III, breur an ôtrou Yan V, skoazeller Jann d’Arc, duk Breiz war-lerc’h an ôtrou Per, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a stagas ouz he iliz peadra awalc’h da gaout dalc’h-mat c’houec’h beleg war he zro, elec’h pevar a oa betek neuze.

An ôtrou Fransez II, niz an ôtrou Arzur III ha duk Breiz war e lerc’h, hag e verc’h vrudet, Anna, dukez Breiz ha rouanez Frans (1458-1514), a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat, hag a roas d’ezi profou pinvidik. An ôtrou kardinal Alan Koativi, unan eus bugale Leon o deus grêt ar muian enor d’o mamm-vro, a deuas alies d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat ; lakat a reas sevel, e-tal he iliz, ar c’halvar a zougas e hano ; war e c’houlen, ar pab Sixt IV a roas 100 devez pardon da c’honid da gement hini a yaje da Folgoat da bedi ar Werc’hez, d’ar 25 a viz meurz, da zul kentan miz eost, da hanter-eost, d’an 8 a viz gwengolo ha da ouel an Holl Zent [4] ; ha pa varvas en Rom, d’ar 22 a viz gouere 1474, e c’hlac’har oa gwelet n’hallje ket e relegou mont da ziskuizan d’e vro, en gwasked ti e Vamm vat.

Pobl Breiz a gemeras skouer war e ôtrone : Montrouleziz, taget gant ar vosen, er bla 1597, ha Ploueskadiz, skoet gant an hevelep klenved, er bla 1627, a deuas d’en em erbedi ouz Itron-Varia ar Folgoat.

Siouaz, iliz ar Folgoat a gollas he chalonied, er bla 1681 ; adalek neuze hag epad c’houec’h-ugent vla, ne reas nemet koll he gened hag he lufr, tamm ha tamm.

D’ar pevare sul a viz meurz 1708, an tân-gwall a reas gaou bras outi ; d’ar 16 a viz meurz 1790, e oe serret ; d’ar 14 a viz gouere 1791, he listri sakr a oe kaset da deûzi ; d’an 10 a viz eost 1792, he c’houec’h kloc’h a oe torret. Eur vantel gaonv a c’holoas ar vro.

Doue, koulskoude, a deuas da zellet a drue ouz ar Frans ; ar peuc’h a deuas. D’an 8 a viz gwengolo 1808, skeuden ar Werchez, kuzet epad an dispac’h, a zizroas d’he zi [5]. Pevar-ugent vla goude, d’an 8 a viz gwengolo, an otrou kardinal Place, arc’heskob Roazon, c’houec’h eskob ha kant mil den endro d’ezan, goude prezegen helavar an ôtrou Freppel, a lakas, en hano Leon XIII, war benn ar Mabig Jezuz ha war hini Itron-Varia ar Folgoat, an diou gurunen aour ha perlez savet evite gant fe, fizianz ha karante ar Vretoned.

————


BOKED


Patronez dous ar Folgoat,
Hon Mamm hag hon Itron,
An dour en hon daoulagad,
Ni ho ped a galon.
Harpet an Iliz santel,
Avel diroll a ra...
Tenn ha kriz eo ar brezel,
Ar peuc’h, ô Maria.

————


En Bro-Dreger, demdost da Wengamp, war douar Panvrit-ar-Beskont, tostik d’eur c’hoad bras, a-us d’eun draouien eus ar braoan, zo ive eur chapel, he hano chapel ar Folgoat.

N’oufe den, marvat, lavaret dre just da be amzer e oe savet ; pell zo, a dra zur, diouz gwelet pegen koz e tiskouez bezan ar skeuden vinniget a zo en tu deou d’an ôter.

Adsavet a neve ha kresket er bla 1846, chapel ar Folgoat-Panvrit a zo pell war-lerc’h hini Bro-Leon. Daoust pegen dister eo, brudet eo koulskoude, er vro tro-dro, kreiz-tre Gwengamp ha Pempoul, Bear ha Plouha, rak enni ive e teurve an Itron-Varia rei stank, d’he felerined, testeniou burzudus eus he galloud hag he madelez.

Dre vilierou e tiredont d’he fedi, an eil sul a viz gouere hag ar bevare sul a viz gwengolo. En deiou-ze, ar chapel a ve kalz re vihan, rak pardoniou ar Folgoat a zo bepred, herve ar c’hiz kristen gwechall, gwir bardoniou a zevosion. An ofisou a ve kanet, en disheol ar gwe fo, e-tal eun ôter mein-benerez savet, neve so, en lein ar roz.

Eun dudi eo klevet a-ziwar-dro, epad ar prosesion, moueziou ar gristenien o kanan a greiz kalon :

War an douar kouls hag en ne,
N’eus ket kaeroc’h, war-lerc’h Doue,
N’eus ket gwelloch ’vit hon Mamm vat,
Itron-Varia ar Folgoat.

En tu-hont da ofisou ar pardon, oferennou a ve lavaret er Folgoat, eur wech ar zun, well-waz, hag alïesoc’h, en kerz miz mae hag an hanv.

Itron-Varia ar Folgoat eman ar c’hiz vat gant ar mammou kristen gwestlan d’ezi o bugale vihan ; digaset a veint da zeski ober o c’hammejou kentan war leuren he chapel.



  1. Eun alarc’h : un cygne.
  2. Setu aman hanoiou ar re a roas ar profou kentan : Hamon Quiniou (1410), Prigent Gouzian (1416), Mauris Quillifiry (1418), Robert Inizan, Herry Montfort (1419), Mac’harit Audoc’h, Yan Miorcec ha Marc’harit Forget, e bried, an ôtrou Rohan (1420), Azenor Moal (1421).
  3. An ôtrou Kergoal, eus a Wisseny, eo kentan beleg a c’houarnas ar Folgoat ; unan eus an tri-all a roë an dorn d’ezan, an otrou Milbeo, a deuas da vezan kovezour an duk Yan V, hag a oe kaset gant heman da Orléans davet Jann d’Arc (1429), da ginnig d’ezi gourc’hemennou ar Vretoned.
  4. Innosant VIII (1484-1492), Léon X, (1513-1521), Jul III (1550-1555) ha Pi IX (1846-1878) o deus astennet c’hoaz, abaoue, roll an induljansou a c’haller gonid o pedi en iliz ar Folgoat.
  5. D’an 23 a viz eost 1810, daouzek kristen mat a ’n glevas evit dasprenan iliz Folgoat digant Anquetil, an hini en devoa he bet digant ar Gouarnamant : setu aman o hanoiou : A. ar Gall, F. ar Gall, H. ar Goff, F. Uguen. M. A. André, G. Loaec, J. Arzur, J. Toutous, J. ar Gac, an ôtrou G. Kerbrat. G. Abjean.