Buhez ar Sent/1912/Jann d’Arc

◄   Stanislas Jann d’Arc Yunet   ►


Eizvet devez a viz Mae


Ar Verc’h eürus Jann d’Arc
Patronez Bro-C’hall [1] (1412-1431)


Qui dedit presso populo salutem,
Laude ter sanctum Dominum colamus
Semper, ut tantae meritis patronae
Gallia vivat.

Ni a gan ho meuleudi, Otrou ter gwech
santel, c’houi hag a zalvas ho pobl a oa
o vont da goll ; dre veritou eun hevelep
Patronez, ra vevo Bro-C’hall da virviken.


Jann d’Arc a deuas er bed en Domremy, demdost da Vaukouleur, d’ar 6 a viz genver 1412, a dud a fe hag a vue vat. ’N em gustumi reas abred diouz pep seurt labour, zoken diouz labouriou ar park. Ne oueze na lenn na skrivan. He mamm a zeskas d’ezi ar Bater, an Ave Maria hag ar Gredo.

Karet a rê an Otrou Doue, an Itron-Varia, son ar c’hleier, abalamour ma c’halvent an dud d’an iliz, ar beorien, ha meur a wech e roë he gwele d’an dremenidi hag e chome da gousket en korn an oaled. Kovez ha kommunian a rê alies ; kanan ha c’hoari gant bugale e oad.

Da drizek vla, sant Mikêl, santez Katel ha santez Mac’harit a lavaras d’ezi bezan fur hag aketus da vont d’an iliz. An èl a, roë d’ezi da c’houzout ar reuz a oa en rouantelez Frans.

Da seitek vla, ar moueziou a c’hourc’hemennas d’ezi mont, hep dale ken, da gaout Robert Baudricourt, kabiten Vaukouleur, da c’houlenn digantan he c’has davet ar roue Charlez VII a oa o chom en Chinon.

Senti a reas.

Baudricourt, goude bezan enebet outi eur pennad, a reas ’vel m’he doa c’hoant, hag ar vrezellourez yaouank, dilhad gwaz ganti, a ’n em lakas en hent, war eur marc’h prenet d’ezi gant Vaukouleuriz, c’houec’h den armet ouz he heul.

En em gavet en Chinon, ec’h anavezas ar roue, daoust n’he devoa e welet biskoaz, hag e roas da c’houzout d’ezan treo a oa pell a oa war e spered ha n’en devoa biskoaz anzavet ouz den ; dre an testeniou-ze, ar roue a welas oa digaset Jann d’Arc davetan gant Doue hag e roas d’ezi eun arme.

Ha hi en hent etrezek Orleans, kalonen ar vro, kilhet gant ar Zôzon. Eur c’hleze a oa ouz he c’hoste, he devoa laket digas d’ezi eus a chapel Santez-Katel-Fierbois ; ar c’hleze-ze devoa lavaret a vije kavet eno, dindan an ôter, hep m’en dije den klevet hano anezan biskoaz ; eur banniel a oa en he dorn gant ar geriou-man : « Jezuz-Maria » o lufran warnezan ; lavaret a rê d’he soudarded kovez o fec’hejou ha tec’hel diouz ar pec’hed.

Seiz miz a oa e oa kilhet Orléans ; en pevar devez e lakas ar Zôzon da dec’hel (8 a viz mae 1429).

He moueziou a c’hourc’hemennas d’ezi neuze mont da Reims gant ar roue evit ma vije sakret eno evel e dadou koz. Ne oa ket eun dra ês, rak, etre Orléans ha Reims, ar vro a oa goloët gant ar Zôzon. Evit digeri hent, Jann a reas eur mug d’eze. D’an 12 a vezeven, e trec’he aneze en Jargeau ; d’ar 17, harpet gant 1.200 Breizad, a zigase d’ezi Arzur Richemont, breur Yan V, duk Breiz, [2] e trec’he aneze en Beaugency. D’ar 27 a vezeven, Jann a ya eus Gien ; d’an de kentan a viz gouere eman en Auxer ; d’ar 15 en Châlons, d’ar 17 en Reims. Eno, Charlez VII a zo laket an eoul sakr hag ar gurunen aour war e benn. Jann, epad al lidou, a oa en e gichen, he banniel en he dorn : evel m’oa bet er boan, oa dleet d’ezi bezan en enor.

Gwerc’hez Orleans he devoa peurc’hrêt ar pez a oa bet gourc’hemennet d’ezi.

D’ar 24 a viz mae 1430, e kouezas etre daouarn ar Vourgignoned a werzas anezi d’ar Zôzon evit 550.000 lur. Barnet en Rouan gant barnerien fallakr, e oe devet en beo, war blasen ar Marc’had-koz, d’an 30 a viz mae 1431. Arôk mervel, e pokas d’ar groaz gant teneredigez hag e lavaras :

« Nan, nan, ma moueziou n’o deus ket tromplet ac’hanon ! »

Arôk soublan he fenn evit tremen, e youc’has hano Jezuz ken krenv ma oe klevet eus an eil penn d’egile d’ar blasen ; n’he devoa ket c’hoaz ugent vla.

Epad he frosez he devoa lavaret :

« Arôk seiz vla aman, ar Zôzon o devo brasoc’h koll eget n’o deus bet en Orleans. Stlapet e vefont holl er-mêz eus ar Frans, nemet ar re a varvo enni. »

Ar c’homzou-ze a deuas da wir pen-da-ben, hag ar Breizad Arzur Richemont eo en devoe an enor da beur-ober labour gwerc’hez Orleans.

Pevar bla goude he maro, e lake ar roue Charlez VII d’en em glevet gant duk Bourgogn (22 a viz gwengolo 1435).

Pemp bla goude, e kemere Pariz (13 a viz ebrel 1436).

Naontek vla goude, e helpenne ar Zôzon en Formigny (15 a viz ebrel 1450), hag e tiframme an Normandi eus adre o daouarn.

Daou vla warn-ugent goude, Bretoned ha Gallaoued a roë eur roustad divezan da bôtred Bro-Zôz en Kastillon (17 a viz gouere 1453) : ar Fransizien a oa adarre mistri en o bro, a drugare Doue, dre skoazel Jann d’Arc hag Arzur Richemont.

Pa oe fin, evit mat, d’ar brezel etre Bro-Zôz ha Bro-C’hall, mamm Jann d’Arc ha tud Rouan a c’houlennas ma vije grêt eun dizro war he frosez. Ar pab Kalixt III a hanvas barnerien leal ha gouiziek evit kement-se. Ar re-man, d’ar 7 a viz gouere 1456, a dorras prosez 1431 hag a restôlas he enor d’ar vrezellourez yaouank ha kalonek.

D’an 18 a viz ebrel 1909, Pi X a lakas he hano war roll an dud eürus, hag ar c’helou-ze a skuilhas dre ar Frans a-bez eul levenez dispar.

————


KENTEL


Digitus Dei est hic : Dorn Doue a zo aze !


Etre Bro-Zôz ha Bro-C’hall oa digor ar brezel, kant vla oa ; stourmajou a veze, ha bep stourmad, Bro-C’hall a golle. Ar C’hallaoued a oa rannet en diou gostezen : an Armagnaned a-du gant ar roue, hag ar Vourgignioned a-du gant ar Zôzon.

Bro-C’hall a oa rivinet ; he gwiniennou dêvet ; he zrevajou drastet ; soudarded Sôz a oa dre holl. Bro-C’hall a oa hualet ha pennasket ; en Sant-Denez, elec’h ma veze sebeliet ar rouaned, e oad o paouez sebelian en kuz, kouls lavaret, ar roue Charlez VI, eur roue bet troet e spered (1422), ha pa oe lavaret war e ve ar beden divezan, eur youc’haden vezus evit ar C’hallaoued a dregarnas dre an iliz : « Bue hirr da Herri Lankastr, roue Bro-Zôz ha roue Bro-C’hall ! » Hag ar C’hallaoued n’o devoa ket rannet eur ger.

O rouanez Izabel a werze gant he enor, he c’hurunen ha hini he mab ; o roue yaouank, paour-raz, a dec’he eus Pariz hag a yee da chom da Chinon, da c’hortoz kuitat ar vro ha ’n em denn, pe er Spagn, pe er Skoz.

An treo a oa troet war an tu enep ; ne gleved dre holl nemet klemmou, klemmou eur vro o vont da vervel.

En eun tol, eur youc’haden a redas skiltrus eus an eil tu d’egile d’ar rouantelez, eus an eil mene d’egile, eus an eil keriaden d’eben ; eus Vaukouleur da Chinon, eus Chinon da Boitiers, eus Poitiers da Orleans, eus Orleans da Reims... Eur vroad tud a oa en he zav, leun a wad, leun a fe, leun a galon... En eun nebeut miziou, an treo a oa troet war an tu mat, ar vro he devoa kavet he bue, he nerz, he brasder, he douar.

Piou en devoa dihunet ene ar vro ?

An dud desket marteze ?

Ya da ! an dud desket en Pariz o devoa karet mat plegan da roue Bro-Zôz.

An noblanz marteze ?

Ya da ! o klask gouzout e oant piou a dapje ar restad divezan eus galloud hag eus danve rouaned Bro-C’hall.

Ar Spered-Glan eo en devoa c’houezet war ar Frans, hag ar Frans badezet, merc’h henan ar C’hrist, a oa dihunet ; ar Spered-Glan eo en devoa desket da Jann d’Arc kaout flzianz, daoust da bep tra, en amzer da zont he bro, bale, gouzanv ha mervel eviti ; hag ar Frans, bleinet gant gwerc’hez Orleans, he devoa stourmet, ha Doue en devoa roët d’ezi ar gonid.

  1. Ar gouel-man a ve grêt en Iliz d’ar zul war-lerc’h ar Yaou-Bask. Er bla 1910 eo bet grêt ar c’hentan, hag ar zul war-lerc’h ar Yaou-Bask a zigouezas neuze d’an 8 a viz mae.
  2. Breiz, neuze c'hoaz, a oa distag diouz Bro-C'hall.
    He duk, an ôtrou Yan V, a gare kalz Jann d’Arc. Pa glevas he devoa sovetaet Orleans, e kasas e govezour, an tad Milbeau, da ginnig d’ezi e c’hourc’hemmennou.
    Divezatoc’h, e kasas an ôtrou Rostrenen da gaout Charlez VII hag e kinnigas da Jann eur c’hour-gleze ha meur a goublad kezek eus ar re wellan a oa e Breiz.
    Arzur Richemont (1393-1458), breur Yan V, d’e zaou vla warn-ugent, a oa o stourm gant ar c’hallaoued ouz ar Zôzon hag a oe grêt prisonier en Azincourt (1415). N’hellas kaout e gabestr nemet seiz vla goude-ze. D’ar 7 a viz meurz 1423, Charlez VII hen greas konnetabl ; adalek neuze, en em lakas gant aked da adsevel ar Frans, en eur rei galloud Charlez VII da anaout hag en eur ober d’ar Zôzon tec’hel.
    Gwasan oa, en devoa eun enebour en lez Charlez VII, an tostenner Jorj de la Tremouille. Heman reas kement war ar roue ma renkas ar c’honnetabl en em denn.
    Mes pa glevas hano eus Jann d’Arc, e savas dustu eun arme a 1.200 Breizad da vont da rei harp d’ezi ouz ar Zôzon.
    En Beaugency, d’ar 16 a viz mae 1429, en em gavas Arzur hag ar Vretoned gant gwerc’hez Orleans.
    O c’houzout ne oa ket arru mat gant ar roue, Jann a oa nec’het, o klask gouzout petra d’ober en e genver.
    Ar c’honnetabl a dostaas outi :
    « Jann, emezan, lavaret zo d’in ho poa c’hoant kerzet warnon. Me n’ouzon ket pe e teuet en hano Doue pe en hano an diaoul ; mes ma teuet en hano Doue, n’am eus aon ebet ouzoc’h, rak Doue a oar ma mennoz, ha ma teuet en hano an diaoul, ho toujan nebeutoc’h c’hoaz. »
    Ar c’homzou didroïdel-ze a lakas Jann d’Arc da vezan laouen ouz Arzur hag e Vretoned. An ofiserien gall a oa endro d’ezi a zigemeras Richemont gant youc’hadennou a levenez. Jann a lammas diwar he marc’h, Richemont a reas evelti ; pokat a reas d’e dreid hag adalek neuze e oent mignoned vras.