◄ Mikêl arc’hêl | Jerom | Lourd ► |
erom, ar gouiziekan eus Tadou an Iliz, a oa ganet en Stridon, en Dalmasi, war-dro ar bla 331. E dad, den a beadra, a gasas anezan da Rom d’ober e studi.
A-bouez lenn ar skridou gwellan savet en gregach hag en latin, e teuas a benn da c’houzout mat an daou yez-ze.
Er mare kentan m’oa deut da Rom, ec’h ee bep sul d’ober eun dro d’ar c’hatakombou, da bedi war beziou ar verzerien ; mes a damm da damm, e teuas da zilezel an hent mat.
Da ugent vla, e oe badezet gant ar pab e-unan, hag e tec’has diouz eur gêr a roë re a digare d’ezan da gouezan er pec’hed. Gwelet a reas Trev hag Akuile. Ac’hane e skoas etrezek ar zav-heol, gant eun nebeut tud yaouank (372). Gwelet a reas menec’h ar broiou-ze hag e c’hoantaas kemer skouer warneze : mont a reas da chom da ouelec’h Kalcis. Eno e tremenas e amzer o pedi, o labourat a gorf, oc’h ober pinijen, hag o studian ar Skritur-Zakr. Da ziskuizan, e lenne skridou Plaut, Ciceron, Virgil hag Homer.
Daoust ma ne veze pennad ebet dibreder, froudennou direiz a gave c’hoaz an tu da dreuzi a-wechou e spered. Evit danvât e natur, hag evit bezan barrekoc’h da gompren ar Skritur-Zakr, en em lakas neuze da zeski an hebreeg, eur yez diês da zeski, mar zo unan. En eul lizer a skrivas er mare-ze d’e vignon Rustikus, e lavar : « Kaout a rê d’in n’am bije biken gallet dont a benn da c’houzout yez ar Judevien ; n’oun ket ped gwech, goude bezan stlapet ma levriou, on dizroet warneze a neve, kement a c’hoant am boa da zeski.
» Mil bennoz a lavaran hirie da Zoue, rak war-lerc’h ar studi-ze e kutuilhan breman frouez, hag a zo seul c’houekoc’h m’eo bet c’houervoc’h an had. »
Er bla 379, e savas freuz en Iliz Antioch, hag e skrivas d’ar pab Damas : « Stag on ouz Kador sant Per ; hen eo penn an Iliz ; neb a zebr an oan er-mêz eus an ti-ze a zo eun diaveziad ; nep piou bennak n’eman ket en arc’h Noe, a varvo dre an dour-beuz..... Nep piou bennak ne zastum ket ganec’h, ne ra nemet dismantr, da lavaret eo, an neb n’eman ket gant Jezuz-Krist a zo d’an Antekrist. »
Prest goude e oe beleget, hag e teuas da Rom ; ar pab Damas hen dalc’has en e gichen evit e zikour da c’houarn an Iliz.
Da varo e vadoberour (385), en em dennas en Bethleem, en kichen kraou ar Mabig Jezuz, hag eno, en eul lochen bras awalc’h da rei digemer d’ezan ha d’e levriou, e c’hortozas ar maro.
Den ebet ne labouras muioc’h eget sant Jerom : bepred e veze e-touez e levriou ; pa ne veze ket o lenn, e veze o skrivan ; ar Skritur-Zakr, troet gantan eus ar gregach hag eus an hebreeg en latin, eo a lak an Iliz etre daouarn he bugale.
Sevel a reas eleiz a levriou-all, bueziou tud vrudet ha bueziou zent, hag eur bern lizeriou leun a genteliou dispar.
Mervel a reas d’an 30 a viz gwengolo 420. Sebeliet e oe en kreiz dismantrou e vanati, en Bethleem. E relegou a oe digaset da Rom, hag eno e virer aneze en iliz-veur Santez-Mari.
Eur c’hristen n’eo kristen ebet ma ne rêr ket a vrezel d’ezan. Gwasan brezel a oufed d’ober d’imp eo lezel ac’hanomp didrous. N’eus netra hag a rafe kement a c’haou evel ar peuc’h, pa bad re bell. En kreiz an avel-stourm eo e ve an den war evez hag e lak e boan da zovetât e lestr.
Sant Jerom.