◄ Patern | Jezus-Krist en liorz Jetsemani | Jezus-Krist en lez-varniou Jeruzalem ► |
’ar Yaou-Gamblid, goude koan, Hon Zalver Jezuz-Krist a bignas en liorz Jetsemani da dremen an noz.
Eno, epad ma vorede e ziskibien, e pedas e Dad gwalc’h e galon. Ter gwech e c’houlennas ma vije pellaet dioutan kalur e boaniou. Ha koulskoude, nebeut arôk, e lavare en devoa mall da welet ar pred-ze o tont. Gervel a rê ar maro « e heur, » ha mall en devoa d’he c’hlevet o son ; gervel a rê ar maro « e vadeziant, » ha mall en devoa da gaout anezi ; gervel a rê ar maro « e galur, » ha mall en devoa da evan anezan. Ha breman, p’eman an heur-ze o vont da zon, p’eman ar c’halur-ze warnez bezan kinniget d’ezan, p’eman ar vadeziant-se o vont da vezan roët d’ezan, e karfe gwelet e Dad ouz o fellât dioutan ?
Daoust hag ar c’hoant-se da vervel, evit salvi an dud ha digoll e Dad, a vefe o vont da dremen d’ean breman ? Nan. E zonj a zo bepred digoll Doue e Dad eus an dismeganz grêt d’ezan dre ar pec’hed. E c’hoant eo digeri d’an den doriou ar baradoz, prennet dre ar pec’hed ; unani an nenv hag an douar ha lakat adarre da ren etreze an urz vat hag ar peuc’h. Mes evit e youl da vezan bras, e c’hoant da vezan start, e zonj da vezan don, n’hell ket miret ouz e galon da grenan rak ar boan, nag ouz e spered da spontan rak ar maro, rak gwir den eo, hag an den, dre natur, en deus aon rak ar boan ha spont rak ar maro, o vezan n’eo ket bet krouet nag evit an eil nag evit egile eus an daou dra-ze.
Jezuz-Krist en Jetsemani a zo poaniet, n’eo ket souez ! Gwelet a ra, (rak Doue eo, ha netra, nag en amzer da zont, nag en amzer dremenet, ne zo kuzet d’e zaoulagad) ; gwelet a ra splann Judas, ar beleg fall, ouz e werzan, Per ouz e nac’h, e enebourien ouz e skei, e varnerien ouz e wapât, e vourrevien ouz e stagan war ar groaz. Gwelet a ra poaniou e dud, poaniou ar gristenien, poaniou an Iliz, hag ar gwel-ze e c’hlac’har muioc’h evit ar gwel eus e boaniou e-unan. Hag e wel kement-se ha pep tra, hag e tiskoue kaout poan ouz hen gwelet, ha dre ze e welomp-ni gwelloc’h eo eun den eveldomp, kizidik ouz ar boan eveldomp, hag aonik rak ar maro eveldomp. Ma en dije gouzanvet e boaniou bras hag e varo skrijus heb an disteran klemmaden, ne vijemp ket bet gouest d’e heul pen-da-ben. Mes dre m’en deus poan ha ma tiskoue kaout, e c’hellomp deski gantan an doare d’en em gemer evit gouzanv ervat hon foaniou. Ne glaskfomp ket diskouez bezan kaletoc’h ouz ar boan evit nan omp, mes en heur ma savfomp etrezek an nenv hon daoulagad beuzet gant an daerou, e virfomp en hon c’halon, evel Jezuz, ar c’hoant d’ober, dreist pep tra, bolonte santel an Otrou Doue. Evelse eo e tleer gouzanv, hag ar boan gouzanvet evelse eo a ra ar gristenien.
« Ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c’halur-ze diouzin ; koulskoude, ra vezo grêt ho polonte ha nan ma hini ! »
Jezuz-Krist en Jetsemani a zo poaniet : gwelet a ra kalur e boaniou. Mes ma ne welfe nemetan, ne vefe ket ken glac’haret ha mac’h eo ; gwelet a ra, ouspen, kalur hon fallagrieziou. Ar pez a ra d’ezan bezan ken glac’haret, n’eo ket ar gwel eus e varo o tostât, mes eus fallagrieziou an dud berniet warnan. Diskennet eo eus an nenv evit kemer plas ar bec’herien ha kinnig en e hano, da Zoue e Dad, an digoll a oa red rei evit dont a benn d’o unani gantan.
Ha dre ze, breman, Hen, an hini ne anaveze ket ar pec’hed ha n’helle ket e anaout, en doare ebet, a zo deut da vezan, evel pa lavarfed, « ar pec’hed beo ». Hen, an hini a oa an den dinam, santel, dibec’h, mar zo bet unan, a wel stok outan holl fallagrieziou ar bed ! Gwir eo, dindan loustoni ar pec’hed, e ene, evel eur vleunien gaer, n’eo ket saotret, na goenvet en doare ebet, mes krenan ra o steki outan. Hen, ar zantelez en em c’hrêt den, o welet an droug grêt hag an hini da zont, o c’houzout, kouls ha ma ra, brasder ar pec’hed, o welet an dismeganz, an dizanaoudegez hag an dizentidigez a zo ennan, en deus enkrez ha spont.
Hen, Mab muian-karet an Tad, abalamour m’en deus kemeret plas ar bec’herien, a gas e beden etrezek an nenv, hag ar beden-ze a gav dor zerret.
N’eo ket souezus, goude-ze, klevet Jezuz o lavaret d’e Dad :
« Oh ! mar deo posubl, pellaet diouzin ar c’halur-ze, ha sellet ouzin gant teneredigez. Koulskoude, ra vezo grêt herve ho polonte ! »
Eun trede abeg da boaniou Jezuz-Krist da vezan ken gwaz ha mac’h int, eo gwelet n’hello ket ober da vat ar pez en deus c’hoant. Unan eus poaniou brasan an den eo kaout c’hoant d’ober eun dra, hep kaout ar c’halloud d’hen ober.
Hon Zalver Jezuz-Krist en devoa laket en e spered eur zonj kaer, eur zonj hag a rê plijadur d’ezan, ar zonj da zovetat an dud holl ha da lakat an urz-vat, dismantret gant ar pec’hed, da ren adarre war an douar.
Kavet en devoa en e galon nerz awalc’h da c’houzanv ar poaniou red da c’houzanv arôk kas al labour-ze da benn.
Ma, just breman, p’eman en penn e ero, e wel skler hag anat en devo labouret war goll, goude kemer kemend-all a boan, abalamour da volonte fall meur a hini.
« Oh ! ma Zad, mar deo posubl, pellaet ar c’halur-ze diouzin ! »
Hep mar ebet, Doue a c’hell miret ouz an den da gouezan er pec’hed, en eur chom hep rei d’ezan ar c’halloud d’ober an droug. Mes ma fell gant Doue, hag e ra, ma fell gantan kenderc’hel da lezel gant an den ar c’halloud d’ober ar vad, ha zoken, d’ober an droug, neuze, hep mar ebet ive, ar pec’hed a zalc’ho da ren war an douar, hag evit meur a hini, Jezuz en devo labouret ha gouzanvet en aner. Ar gwel eus an dra-ze a ra da Jezuz kouezan en e agoni ; eur c’houezen a c’holoas anezan, eur c’houezen a wad..... Ar Merzer dispar a wel ar c’hantvejou o tremen dirak e zaoulagad. Gwelet a ra pec’hejou an holl ha pec’hejou pep-hini ac’hanomp, ho re c’houi, ma re me. Diskennomp eta en goueled hon c’halon ha goulennomp pardon ouz Jezuz, en deus gouzanvet kement a boan, dre garante evidomp, en liorz Jetsemani !