Buhez ar Sent/1912/Jezus-Krist lazet gant an dud war Mene-Kalvar

◄   Jezus-Krist en lez-varniou Jeruzalem Jezus-Krist lazet gant an dud war Mene-Kalvar Jezus-Krist o sevel eus ar varo da veo   ►


Naontekvet devez a viz Ebrel


Pasion Hon Otrou


Trede Arvest


Jezuz lazet gant an dud ha dilezet gant Doue war mene Kalvar



Peurliesan, pa ve kondaonet unan bennak d’ar maro, n’eman ket ar c’hiz d’e lazan, kerkent ha ma ve douget ar varnedigez en e eneb. Evit Jezuz-Krist, ne dremenas ket an treo evelse. Ar varnedigez a oa bet kamm, red oa kas ar zetans da benn, priman ma vije gallet. Ouz ar groaz e tle bezan staget ; ar groaz a zo grêt.

Eur c’hantener war varc’h a zigor an hent ; war e lerc’h, pevar zoudard ; an daou dorfetour ; Jezuz, gwisket d’ezan adarre e zilhad e-unan, ma vezo anavezet gwelloc’h, eur gurunen war e benn, ar skritel gant e hano hag e dorfed endro d’e c’houzoug a-istribilh, e groaz pin war e skoa.

Setu hen o vont er-mêz eus al lez-varn, o treuzi ar bobl, o vont gant ar ruiou, o tiskenn eus kêr hag o kemer hent ar Golgotha. Ter gwech e kouez dindan e zamm ; Simon ar Sirenean, dre gaer pe dre heg, a zo grêt d’ezan gant ar zoudarded dougen ar groaz. En em gaout a rêr war ar mene ; kinnig a rêr d’an tri gondaonet peb a vanne myrrwin, da lakat aneze da goll anaoudegez. Jezuz a danva an evaj c’houero, mes n’hen ev ket ; c’hoant en deus da viret e anaoudegez betek e varo. Ar zoudarded a grog en o benviachou hag a stag gant o labour. Jezuz n’en deus nemet tri bla ha tregont, oad an nerz, oad ar gened, oad hag en deus galloud da c’houren ouz ar maro.

Daoust d’ezan da vezan blonset gant an tôliou ha dispennet gant ar skourjezou, en deus nerz c’hoaz da badout eur pennad mat.

Hep mar ebet, e oe staget e zaouarn hag e dreid gant kerden da gentan, evit ma vije êsoc’h skei an tachou. Pa laker en e zaouarn hag en e dreid an tachou bras, pa red e wad, ’vel eur ster, eus e izili digor, pa deu e gorf d’en em astenn ha d’en em ziastenn gant ar boan, arabad d’imp dizrei hon zellou diwar ar Merzer bras-se, rak evidomp eo eman o c’houzanv ar pez a c’houzanv : « Propter nos homines et propter nostram salutem : Evidomp holl hag evit silvidigez pep-hini ac’hanomp. »

Pa ve dibennet en hon bro eun torfetour bennak, an dachen ma roër enni d’ezan tôl ar maro a ve leun-chek gant an dud diredet da welet an neventi ; en o zouez, e ve tud koz, mammou zoken, o bugaligou gante war o diwrec’h. An dud-ze, an hanter aneze hag ouspen, n’eman ket o flas eno. Mes ni a c’hall testât a spered ouz mene Kalvar, sellet ouz ar Merzer a varv eno, rak ar vourevien hag ar zoudarded a zo ouz e stagan n’int nemet hon mevelien. Kemeromp eta hon flas e-tal ar groaz, ha gwelomp Jezuz-Krist o tremen abalamour d’imp.

Eur wech staget ar c’horf, ar groaz a zo savet ha laket da gouezan en toull grêt eviti ; ar boan en devoe neure Jezuz a oe skrijus.

Koulskoude, e boan-gorf a oe dister, en kichen ar boan-spered en devoe, pa welas an dud a oa endro d’ezan.

Bezan eman, o sellet outan, e enebourien, a zo kontant eus o labour. Deut int a benn eus o zôl ; hag ec’h eont, hag e teuont, hag ec’h hejont o fennou, hag e c’hoarzont yud c’hoarzadennou-ifern ; lorc’h a zo enne hag a ra d’eze komz :

— Hop ! la ! emeze, te hag a ziskar Templ Doue hag a zav anezan adarre a neve en tri devez, en em denn eus al lec’h-ze breman ! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz !

— Sovetaet en deus ar re-all, ha n’eo ket goest d’en em zovetàt e-unan.

— Mar deo ar C’hrist, roue Israel, n’en deus nemet diskenn eus ar groaz ha ni gredo ennan !

Hag e kredfont ennan ? Nan, an dra-ze n’eo ket gwir ! Jezuz Krist a zo ganet en Doue, en deus bevet en Doue, en deus komzet en Doue, en deus pareet tud klanv, laket tud varo da zevel eus ar beziou, grêt burzudou hag a ziskoueze e oa galloud Doue etre e zaouarn.

Pennou-bras Jeruzalem o deus o gwelet ha n’o deus ket kredet. Ha breman, p’eman o vervel, evit peurober e labour, e varv evel m’en devoa lavaret ar Brofeted mil bell a oa. Hag i, doktored evel mac’h int, ne welont ket an testeni divezan a dlee digeri d’eze o daoulagad.

Goulenn a reont eun testeni-all !

Anat eo zo kement a zallente en o spered ha ma zo a fallagriez en o c’halon.

Nan ! Jezuz ne ziskenno ket eus e groaz, rak pignet eo warnezi evit digoll Doue an Tad eus an dismegans grêt d’ezan dre bec’hejou ar bed ha dre ho pec’hed c’houi hoc’h-unan. Hag epad ma ra evelse an dud gwap anezan, Jezuz a lôsk eus e galon karantezus ar beden-man :

« Ma Zad, ma Zad, pardonet d’eze, rak n’ouzont ket petra reont ! »

Setu petra ra an dud en kenver Jezuz-Krist ; gwelomp breman petra ra Doue.

Doue a zo bet didrue ouz Jezuz war mene Kalvar, evel m’eo bet an dud.

Nebeut goude ar bedennig a reas evit e enebourien, an denvalijen a gouezas war an douar, an heol a guzas e vannou skedus hag an noz ive, kouls lavaret, a gouezas war ene Jezuz.

Eur glemmaden a deuas eus e galon, er yez en devoa desket war varlen e vamm, doanius da glevet : « Eli, Eli, lemah shebaktani ! Ma Doue, ma Doue, perak hoc’h eus-hu ma dilezet ? »

Dilezet, pebez ger !

Gwelet a rer tud reuzeudik, kollet gante pep tra, danve ha kerent. Ar maro en deus rinset an ti ; ar gwall-chans en deus rinset ar c’hraou ; kollet o deus pep tra nemet kalon eur mignon d’o c’hennerzi.

Mes pa vezer an unan-penn ; pa ne ve den, en tu ebet, da gaout true ouzoc’h ha da ouelan ganac’h, neuze ’vat eo trist ar vue, ha ma ne vije ket gouezet eman bepred lagad Doue o paran ’us d’imp, n’helljemp ket padout, eleiz ac’hanomp.

Petra eo an dilez-ze c’hoaz, koulskoude, en kichen an hini a ra Doue eus an den ?

Pec’hi a zo trei kein da Zoue evit mont da glask er grouadurien ar blijadur difennet. Dleet eo eta, evit lakat ar pec’her da baean e zle, e trofe Doue kein d’ezan, d’e dro.

Epad ma ve danve, enor, yec’hed, pep tra eus ar pez a ra an eürusted diavêz. ar pec’her, er bed-man, a ra nebeut a van eus Doue.

An danve, ar madou, loened er c’hreier, peziou alaouret en armel, setu aze an doueou. Ar gwir Doue a rêr nebeut a van anezan.

Mes eun devez a deuïo hag e vezo red d’ar pec’her, evel d’ar re-all, tremen ; mervel a reio, marteze hirie, marteze varc’hoaz, arôk nemeur, n’eus forz penôs.

Petra gaso gantan, en tu-all d’ar bed-man ?

Netra ! netra !

En tu-all d’ar bed-man, en em gavo paour-noaz, e-unanik dirak Doue : Doue hag hen, hen ha Doue. Neuze, pa welo Doue, epad ar vunuten-ze a gemero d’e varn, pa welo e c’hened, e vadelez, e zantelez, e savo c’hoant gantan d’en em deuler etre e zivrec’h.

Ha Doue a yelo war e giz, ha Doue hen dilezo ! Hen dilezet en devoa er bed-man, Doue hen dilezo er bed-all !

Neuze, d’e dro, ar pec’her paour a dôlo eur youc’haden spontus, ha respont ebet n’en devo, eus tu ebet : doriou an ifern a vezo prennet warnezan !

Jezuz-Krist war ar groaz, goude bezan gouzanvet, eus peurz an dud, kement a c’heller da c’houzanv, a zo bet falvezet gantan gouzanv, eus peurz Doue, ar boan vrasan a c’heller da c’houzanv. Hag abalamour ma talc’he plas ar bec’herien, daoust d’ezan da vezan dinam, en deus gouzanvet poan an disparti diouz Doue, hag ar boan-ze a oe ive an divezan. Kerkent e lavaras ar gomz-man : « Consummatum est : Peurc’hrêt eo pep tra. » Doue a zo digollet, an dud a zo pardonet, grêt am eus ar pez am oa d’ober. Hag e lavaras e c’her divezan : « Ma Doue, etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene. » Hag o vezan soublet e benn, e tennas e huanad divezan : et inclinato capite, emisit spiritum.

Kerkent, an douar a grenas, pallen an Templ a zaou-hanteras, eun denvalijen euzus a c’holoas an douar hag a reas d’ezan kemer e vantel-du d’ober kanv d’ar Zalver, pa ne fell d’an dud hen ober.

O Krist binniget ! O Jezuz, ho ped true ouzomp ! A bep tu d’imp ’zo tud ha ne gredont ket ennoc’h ; grêt d’eze kredi ; ha n’ho karont ket ; grêt d’eze ho karet ! Meur a hini hag a gred ennoc’h, ne reizont ket mat awalc’h o bue war o c’hreden ; briz-kristenien n’int ken ; grêt d’eze bezan kristenien vat ; grêt ma vefomp d’ac’h en hon bugaleach, en hon yaouankiz, en hon oad gwellan, en hon c’hozni ; grêt ma vefomp d’ac’h en ti hag er-mêz, en de hag en noz, bepred ha bemde, mac’h allfomp mont

Gant alc’houe ho kroaz sakr, d’ar baradoz, ho ti,
D’ho kwelet da viken, d’ho karet, d’ho meuli !