Buhez ar Sent/1912/Jezus-Krist war Mene Thabor

◄   Itron-Varia an Erc’h Jezus-Krist war Mene Thabor Gaëtan   ►


C’houec’hvet devez a viz Eost


Jezuz-Krist war mene Thabor



An Ebestel, goude bezan klevet hano gant Hon Zalver eus an doare ma tlee mervel, a oa poaniet oll. Karet a rênt o mestr, ha ne welent ket penôs e c’halljent diazezan e rouantelez war an douar, ma tigouezje d’ezan kaout eur maro ken trist hag an hini ma komze anezan.

Jezuz-Krist a welas en devoa ezom da drec’hi an dristidigez a venne o diskar, ha setu perak e kemeras an tri aneze a oa gwelet ar gwellan, hag a veze selaouet ar muian gant ar re-all, Per, Jakez ha Yan, hag e kasas aneze war eur mene uhel ha distro [1].

En em lakat a reas da bedi, hag epad ma pede, e benn a deuas lugernus evel an heol, e zilhad gwenn ha skedus evel an erc’h.

Ha setu daou zen, Moyzez hag Elias, o tont da gomz gantan eus ar maro a dlee gouzanv en Jeruzalem.

Koulskoude, Per hag ar re a oa gantan o devoa c’hoant kousket. Pa zihunjont, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantan en o zav.

Ha pac’h eas ar re-man kuit, Per a lavaras da Jezuz : « Otrou, aman eo brao bezan, mar keret greomp aman tri delt, unan evidoc’h, unan evit Moyzez, hag unan evit Elias. »

Oa ket e c’her peurlavaret, pa deuas eur wabren lugernus da c’holo aneze, hag an diskibien a oe spontet ouz o gwelet o vont er wabren.

Hag eur vouez a deuas anezi hag a lavare : « Heman eo ma Mab muian-karet am eus laket ennan ma dudi, selaouet anezan. »

O klevet ar vouez-ze, an diskibien a gouezas war o fenn d’an douar.

Jezuz a dostaas oute, hag a grogas enne d’ober d’eze sevel, en eur lavaret : « Savet, ha n’ho pezet aon ebet. »

O vezan savet o daoulagad da zellet endro d’eze, ne weljont den ebet ken nemet Jezuz.

En eur ziskenn diwar ar mene, an Otrou a roas d’eze an urz-man : « Na leveret netra da zen eus ar pez ho peus gwelet, betek ma savo mab an den eus a douez ar re varo. »

Tevel a rejont, hag an deveziou-ze ne leverjont netra da zen eus ar pez o devoa gwelet.

————


BOKED


Mar doc’h eürus, leveret ne bado ket pell, ha mar d’oc’h reuzeudik, leveret ne bado ket dalc’h-mat



  1. Hini ebet eus an Avielerien ne ro d’imp hano ar mene ; kredi rêr, koulskoude, eo mene Thabor.