Buhez ar Sent/1912/Judok

◄   Thivisiau Judok Yan Gualbert   ►


SANT JUDOK
Ermit (VIIet kantved)


An de-man en em gav ive gouel sant Judok, breur da sant Judikael, roue Breiz.

Savet e oe en abati Lan-Maelmon. Yaouank oa c’hoaz, pa deuas e vreur, skuiz gant ar garg a roue, d’he c’hinnig d’ezan. Elec’h he digemer, Judok a yeas da heul unnek pelerin o vont da Rom. N’e ket da Rom ec’h eas, avat, mes da Chartr, da Bariz, hag erfin da di Haymon, duk ar Ponthieu, a viras anezan en e lez, hag a reas d’ezan digemer ar velegiez. Mes ar zant, hag a glaske bevan pell diouz an drouz, a c’houlennas en em denn er c’hoajou. Ter gwech e chenchas lec’h evit tec’hel arôk ar vrud ; an dervet gwech, ec’h eas da Rom da gerc’hât relegou da lakat en iliz savet demdost d’e beniti neve, gant an duk Haymon, en enor da zant Martin.

En kichen an iliz-ze e varvas. E gorf, mezellour a c’hlanded epad e vue, a ’n em viras fresk-beo, pell amzer goude e varo.

Sant Judok a zo patron ilizou Lohuec hag Henvias. E relegou eman al loden vras aneze en eskopti Arras ; koulskoude, iliz Henvias he deus eun tamm askorn eus e vrec’h bet kaset d’ezi er bla 1835.

Sant Judok a zo pedet gant al labourerien evit o loened-korn.

————


BOKED


An neb en deus pec’het, abalamour da vadou an nesan, ha ne restôl ket, hag hen goest d’hen ober, n’eo ket eur penitant eo, mes eun trompler ; ar pec’hed ne vezo pardonet nemet pas vezo restôlet ar pez a zo bet laeret, non remittitur peccatum, nisi restitatur ablatum.

Sant Augustin