Buhez ar Sent/1912/Kallist

◄   Edouard Kallist Thereza   ►


Pevarzekvet devez a viz Here


SANT KALLIST
Pab ha Merzer (217-222)



Kallist a oa eur sklavour en penn kentan e amzer ; o vezan ma oa eur spered kaer a zen, Karpophorus, e vestr, hen lakas da ren eur bank en e hano, mes n’hallas ket en em denn kaer er vicher-ze. Ar Judevien, o kredi e oa en hent ha golo d’eze, hen diskuilhas evel kristen da Fuscianus, prefed Rom (188), a gondaonas anezan da vont da labourat da vengleuziou ar Sardaign.

Daou pe dri bla so e oa eno, pa deuas Marcia, eur baganez koulskoude, da c’houlenn digant he fried, an impalaer Kommod, frankiz ar gristenien a oa bet kondaonet da vont da labourat d’ar Sardaign. En doare-ze e c’hallas Kallist dizrei d’e vro. Pa bignas Zephirin war Gador sant Per (199), e welas dioustu pegen talvoudek e vije d’ezan eur c’hristen speredek ha kalonek evel Kallist, ha gant asant ar bobl, e roas d’ezan an urziou sakr. Hanvet e oe raktal da avieler-bras, ha karget da ren ar veleien ha da c’houarn ar « vered ».

Ar « vered-ze » eo an tamm leve kentan he deus bet an Iliz war he hano ; roët e oe d’ezi gant familh vras ar Sesilianed ; enni e oe sebeliet korf ar verzerez Sesilia ha re ar pabed, epad meur a gant vla.

Kallist a oe an hanterour etre an Iliz hag ar Gouarnamant ; dont a reas a benn da lakat ar Gouarnamant da anaout ar gwir he devoa an Iliz, evel sosiete, da vezan perc’hen ha da zifenn he feadra dirak al lez-varniou. Lakat a reas ober labouriou bras ha kaer war-dro ar « vered dindan douar ». Ouspen ar vins ledan hag a-wel d’an holl a zo da ziskenn enni, e lakas ober eur vins kuz, d’ar gristenien da c’hallout mont ha dont, pa zigouezje d’ar baganed ’n em zevel en o eneb.

Da varo Zephyrin (217), e oe hanvet da gemer e garg ; chom a reas pemp bla war Gador sant Per ; en e amzer e kredas ar gristenien sevel o ilizou kentan dindan heol binniget an Otrou Doue. Ar baganed, eun devez, a ’n em gemeras outan, ha goude bezan e stlapet en eur puns, e lazjont anezan eno a dôliou mein (222).

An Iliz a chome galloudus war e lerc’h, gant he beleien niverus hag he doktored vras ; harpet gant ar familhou kentan ha pinvidikan a oa en Rom, e wele, gant dudi, an dud dister hag an dud paour o ’n em vodan endro d’ezi, hag o c’houlenn diganti sec’han o daerou ha harpan o zempladurez.

————


KENTEL


An Iliz a c’hall bezan perc’hen


An ezommou a grou ar gwiriou. An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m’he deus ezom danve.

Bezan he deus he relijion da gas endro ; ezom he deus tïe evit bodan he c’hristenien, ôteriou, listri sakr, gwiskamanchou-oferen, kleier, goulou, ezans ; an treo-ze holl ne vezont ket kavet evit netra.

Bezan he deus he beleien, hag o vezan n’eo ket êle int, e renk o bevan, o gwiskan, o lojan, pleal gante pa vezont klanv ha pa vezont koz.

Bezan he deus he skoliou evit sevel ervat he bugale, he fatronachou, evit ober kristenien rik ha kalonek eus he yaouankiz, he hospitaliou, evit repui he emzivaded hag he feorien.

An Iliz he deus gwir da gaout danve, evit an digare mat m’he deus ezom danve, evel m’en deus ar paour gwir da gaout bara, evit an digare mat m’en deus ezom da vevan.

Kemer madou an Iliz heb he asant a zo eul laeronsi euzus a denn malloz an Otrou Doue war gement hini hen gra, hag a zigor an nor da bep dislealded. Ma kav d’ar vourc’hizien a zo en penn ar Gouarnamant eo mat laerez madou ar veleien, arabad d’eze, kennebeut, kaout fall gwelet ar beorien o klask diframman digante ive o re o-unan. Red eo e c’hallfe pep-hini bezan perc’hen d’e beadra ; anez ze, ar bed n’hall ket chom en e zav.