Buhez ar Sent/1912/Koneri

◄   Fransez a Bola Sant Koneri Isidor, eskob Sevill   ►


Trede devez a viz Ebrel


SANT KONERI
Ermit (VIet kantved)


Sant Goneri
Sant Goneri


Koneri, ginidik eus Breiz-Veur, a ziskennas en Bro-Arvor en hevelep koulziou gant Tual, mar ne oa ket, zoken, diskennet el lestr gantan. Douaran a reas war ôchou an hanter-noz, mes ne bozas ket eno. Kerzet a reas, a-dreuz d’an Argoad goloet neuze a goajou don, ’c’han ma tigouezas, trezek ar c’hreiste, en eul lec’h goue hanvet Brenguili. Eno e savas e beniti hag en em lakas da ren eur vue a beden, a labour hag a binijen.

E gorf santel a gastize,
War an douar noaz e kouske,
N’oa nemet bara ha dour yen,
Kement ha bevan, netra ken[1].

E-unan a grede d’ezan bezan eno, ha ne oa ket. Ar c’horn douar-ze a oa pleustret gant eur bagad paganed o devoa kuitaet an ôd evit tec’hel arôk ar gouezidi laeron-vor. O mestr, eun den ter ha didrue, e hano Alvandus, a ’n em gavas, eun de, da dremen dirak peniti Koneri. Heman a oa neuze gant e bedennou ha ne dôlas evez ebet ouz an tremenidi. Ar pagan ac’h eas kement a zroug ennan ma reas da daou eus e dud bac’hata ar zant.

Doue ne zaleas ket da skei, d’e dro, ar re o devoa grêt dismegans d’e zervijer.

Kerkent, pebez tra burzudus !
Stad an daou den a oa spontus,
O fenn war o choug hildroet,
Hag i o-daou mezevennet.

Red e oe d’eze, kouls ha d’o mestr Alvandus, stoui dirak ar zant hag hen pedi d’o farean.

Pareans ar c’horf a dennas, da heul, hini an ene. Alvandus hag e dud a gredas d’ar fe gristen, hag an dijentil a oe gonezet ken mat ma kinnigas da Goneri e vadou hag e di. Mes ar zant a respontas :

Et d’ho ti, me a chom aman ;
Losket am eus ma holl vado
’ Vit bevan paour er-mêz ma bro.

Diwar an heur-ze, ne vije ken klevet tro-dro, ha gant pep-hini, nemet kelou a Goneri : parean a rê klenvejou ar c’horf, sklerijenni an ine gant e brezegennou, karante Doue hag an nesan o virvi enne.

An drouk-spered ne c’hoarze ket ouz e labour. Eun devez ma oa Koneri o lavaret eun oferen-eured war eun ôter-ven, en eul lanneg, an ôter a faoutas, dre ijin fall an diaoul, mes vertu ar zant hen harzas da didamman ha da gouezan.

Badezet an darn-vuian eus ar baganed ha dispennet gantan, war bouez e zivrec’h, eul loden vat a goajou, e kuitaas e beniti, en abeg d’ar re a stad a vije grêt anezan gant an dud. E hano a chômas eno hag a zo hirie hano eur barouz. Dizrei a reas war e giz, trezek an ôd, hag en em gavas gant e vamm, Eliboubana, he devoa grêt ho chomaj en enezennig Loaven. Sevel a reas eur peniti damdost d’ezi hag eno e tremenas ar peurest eus e vue, o santelât, dre e oberou, an douar a dlee bezan, divezatoc’h, parouz Plouvouskan.

Kement a vurzudou a c’hoarvezas war e ve ma oe savet d’ezan eur chapel ha grêt, en e enor, eun ofis hag eur gouel a zo bet staget outan, gant daou bab, induljansou kaer.

Ar chapel, hag a zo c’hoaz en he zav, he deus gwelet alïes sant Erwan o pedi. Enni zo beziet ive, en eur be kaer, unan eus eskibien koz Landreger, an O. Gwilherm a Halegoet, devot meurbed da zant Koneri, hag a roas leveou evit oferennou da lavaret enni bemde. Ar chapel he devoe, betek ar Revolusion, eun tenzor talvoudus bras a listri zakr hag a bep seurt treo presius. Laeret e oent neuze ha gwentet d’ar pevar avel. Relegou ar zant, e benn ha daou askorn brec’h ha gar, a oe klenket ’c’han d’ar peuc’h, hag a zo miret betek hen, kouls hag an devosion a dougas a-viskoaz Tregeriz d’o enori.

Sant Koneri an eus daou bardon ar bla, unan da Veurz-Pask, ar pardon bihan, egile, ar pevare zul a viz gouere, galvet ar pardon bras.

An de-ze, niver a belerined a dired da Blouvouskan, darn evit o loened, darn-all evit goulenn ar yec’hed. « Dour sant Koneri », binniget gant ar veleien, hag ive an douar a ziwar-dro e chapel a zo brudet evit parean an derzien.

Karante Tregeriz en kenver o zant a ’n em ziskouez c’hoaz en lies a stumm : en peb ezom en em droont trezek d’ezan, labourerien ha martoloded, ha plijout a ra d’eze rei e hano d’o bugale evit ma voint diwallet gantan a bep droug, ha, dreist-oll, a goll ar fe :

N’houllomp het e kollfent ar fe,
Well eo d’e mervel, sant binniget !
Diwallet ’ta, en han’ Doue,
Ar vugale a zo d’ac’h gwestlet.

En tu-hont da Blouvouskan, parouziou Lanvellek ha Plougras o deus ive peb a chapel gwestlet da zant Koneri. Parouz Sant-Konnek he deus e gemeret da batron.

————


KENTEL


Ar Skritur-Zakr


Ar Skritur-Zakr eo an daouzek levrig ha tri-ugent savet gant ar brofeted, ar skrivagnerien santel, an Ebestel hag an Avielerien, dindan lagad ar Spered-Santel, dastumet holl en unan hag anavezet gant an Iliz evit bezan skridou Doue.

Ar Skritur-Zakr a zo bet laket 1600 vla bennak d’hen ober ; ouspen daou-ugent den a zo bet o labourat warnezi, ha koulskoude, he fennadou a ya ken brao an eil diouz egile hag izili eur memes korf, dre m’oa kelennet hec’h oberourien gant ar Spered-Santel ha ma ne oa hano gante, en o skridou, nemet eus a Jezuz-Krist, ar Zalver da zont, pe eus a Jezuz-Krist, ar Zalver neve deut.

Ar Skritur-Zakr a zo rannet en diou loden : an Testamant koz hag an Testamant neve.

An Testamant koz eo al loden a zo enni ar skridou savet adalek Moyzez betek donedigez Hon Zalver. An Testamant neve eo al loden a zo enni ar skridou savet adalek donedigez Hon Zalver betek an abostol sant Yan.

Ar Skritur-Zakr n’hell bezan enni na gaou na fazi, p’eo gwir Doue eo an eus renet dorn ar skrivagnerien. N’eo ket red d’an holl gristenien lenn ar Skritur-Zakr, p’eo gwir o deus an Iliz evit o c’helenn ; koulskoude, eo talvoudus bras hen ober. N’heller lenn ar Skritur-Zakr nemet el levriou ôtreet gant an Iliz, karget, ha hi hepken, gant Doue, da viret e gomzou a-dreuz ar c’hantvejou.

An neb a vefe kinniget d’ezan ar Skritur-Zakr moullet gant ar brotestanted, arabad eo d’ezan he c’hemer, gant aon na rafe al levr-ze gaou ouz e fe. Mar ’n eus e gemeret dre zievezted, e tle e deuler en tan pe rei anezan d’e berson, ar c’hentan ’r gwellan.




  1. Gwerz koz sant Koneri.