Buhez ar Sent/1912/Leanezed Kompiegn

◄   Itron-Varia Mene-Karmel Leanezed Kompiegn Kamilh Lellis   ►


Seitekvet devez a viz Gouere


Merzerenti Leanezed Karmel Kompiegn
(1794)


Blaveziou divezan an XVIIIet kantved a oe blaveziou a dristidigez, a zispac’h hag a wad. Gwazed a bep renk, ha merc’hed zoken, a oe laket d’ar maro abalamour d’o relijion. Eur skouer gaer a oe roët neuze d’ar Frans gant c’houezek leanez eus Karmel Kompiegn.

Dal ma tigoras ar freuz, ar merc’hed santel-ze o devoa heuilhet ali ar superiorez, ar vamm Thereza sant Augustin ; kinnig o devoa grêt holl o bue da Zoue evit silvidigez an Iliz hag ar Frans.

Stlapet eus o c’houent, ne baouezjont ket, evit an dra-ze, « da gutuilh mel karante Doue war bokedou c’houero ar binijen, » en tier m’o devoa kavet enne dor-zigor.

Abalamour da ze, e oent stlapet er prizon, en mezeven 1794, ha kaset da Bariz d’an 12 a viz gouere war-lerc’h, en eur c’har kelc’hiet gant soudarded, o daouarn liammet drek o c’hein, ar bobl o youc’hal war o lerc’h.

En em gavet en penn an hent, al leanez Mari ar Rezureksion, pevar-ugent vla d’ezi, o vezan n’helle ket diskenn he-unan, a oe tôlet war he fenn d’an traou, ken garo ma chomas eur pennad dilavar.

Serret a oent neuze en prizon ar C’honciergerie, en eun toull tenval ha flerius, elec’h m’o devoe naon ha sec’hed.

Pevar devez goude, e oent stlejet dirak al lez-varn. Ar barner disleal, hep selaou nag an testou nag an difennourien, a gondaonas aneze d’ar maro, abalamour ma talc’hent da vevan evel leanezed, hag abalamour m’oant devot da Galon-Zakr Jezuz.

Ar varnedigez-ze a lakas al levenez da baran war o zâl, ar pez a zoueze an dud goue ha kri a oa war o zro.

Hag ec’h eent etrezek leuren o merzerenti, en eur ganan, ken laouen ha ma vijent bet o vont d’eun eured.

P’en em gavjont dirak ar c’hilhotin, e kanjont ar Veni Creator Spiritus ; goude e nevezjont o fromeseou a gristenezed hag a leanezed.

Ar superiorez, Thereza sant Augustin, evel gwechall mamm ar seiz breur Makabe, a c’houlenn bezan lôsket da zivezan, ma c’hello rei kalon d’ar re-all.

Neuze, an eil goude eben, e teuont da c’houlenn outi ôtre da vervel ; pignal a reont, seder ha skanv, diri ar chafod, en eur ganan al Laudate Dominum omnes gentes, hag e kinnigont o fenn d’ar bourreo.

Ar vamm Thereza, goude bezan binniget, an eil goude eben, he merc’hed war dreujou ar bed-all, a yeas d’o heul, hag he maro a beurc’hreas ar gurunen roz ru a bignas ar c’houez vat dioute betek trôn an Otrou Doue ; rak dek devez hepken goude merzerenti leanezed Kompiegn, e kouezas ar gounnar ifern-ze, a lake, daou vla a oa, douar Frans da ruzian gant gwad he gwellan bugale.

D’ar 27 a viz mae 1908, Pi X a lakas merzerezed Karmel Kompiegn war roll an dud eürus.

————


BOKED


N’ho pezet aon ebet, eme Hon Zalver Jezuz-Krist, rak ar re a laz ar c’horf ha n’hallont ket lazan an ine ; kemeret aon, avat, rak ar re a c’hallfe ho teuler, korf hag ine, en tân an ifern.

Sant Vaze X. 28.