Buhez ar Sent/1912/Lizer

◄   Imprimatur Lizer Trugare   ►


LIZER


Skrivet gant an Otro PENNEC, Vikel-Vraz Sant-Brieg,
d’an Otro MOAL, Rener KROAZ AR VRETONED


————


Sant-Brieg. an 9 a viz ebrel 1912.


Otro ker,


Arlene, dambrestik goude ma oa moullet levr an Otro Perrot, Bue ar Zent, e teujoc’h da c’houlen ali diganin diwar-benn ar zonj a oa en ho spered da lakat al levr-ze muioc’h a doare ouz Bretoned Eskopti Sant-Brieg ha Landreger. Ma ali n’helle bean nemed a-du ganac’h. Levr an Otro Perrot ’zo, a dra zur, eul levr ar gwellan. Na ankoua ket sent Breiz-Izel, na vije, koulz laret, gir ane, arôk, war levrio « Bue ar Zent », groet koulskoude evit ar Vretoned. Ouspenn, hen a zispleg a nebeudo, du-man ha du-hont, evit mac’h eint doustadik ha dounoc’h er spered, holl gwirioneo ar relijion, istor an Iliz, ar gourc’hemenno, ar zakramancho, obero ar c’hristen mat hag an tu da bidi. Nag a voked kaër, nag a gentel fur e-barz al levr-ze !

Koulskoude, Tregeriz ha Kerneviz o devo bec’h o lenn anean. A greiz lenn, e vanfont nec’het gant meur a c’hirio dic’hiz, dizanve, gwell diez da intent, nemet, marteze, en bro Leon.

C’houi, Otro, hoc’h eus gouveet kempenn ha gwiski ar girio-ze evel ma fell d’ar bobl ; rak ar bobl, mar plij d’ean brezoneg yac’h ha rik, na c’houll ket brezoneg re c’houek, aozet gant an dud gouiek a studi ar brezoneg. Evel c’hoant am eus da damall war gement-man eun draïk bennag d’ac’h ; oh ! nebeut a dra. Gant damant, marvad, da zispenn re-oll labour an Otro Perrot, n’oc’h ket eet pell awalc’h ganti.

Brezoneg ho levr Bue ar Zent, evitan da vean rez, n’eo ket ken brao maeret ha brezoneg ho levrio-all, « Pipi Gonto » ha « Bue Charlez Bleiz ».

Bean ’zo, avad, ebarz al levr, eul labour groet a benn-fonn ganac’h, hep den na tra oc’h enebi ouz ho spered, ha n’oufer nemed hen meuli.

Meur a zant pe a zantez enoret ha pedet en eskopti Sant-Brieg n’eman ket o bue, na zoken hano darn anê, en levr an Otro Perrot. Da bep hini eus ar re-man c’houi a ro lod, bras pe vihan, herve m’int mui pe nebeutoc’h anaveet ha brudet. En tu-hont da vez, pec’hed a vefe chom dianoudeg en kenver sent koz bon Bro. Eur gwir Vreizad, nemet dall e ve e spered ha dinatur e galon, n’hall ket ankouat hon zent koz. Ma na delc’hfe ket ar Vretoned da vean

                           Tud a fe, kalonek, leal,
                           Evel hon zent koz gwechall.


hon bro a ve achu ganti, rak nac’het he defe ar pep gwellan zo enni, he nerz, he bue, he spered, ar pez a zeu d’ei abeurz he zent koz ; ha neuze hi a zizec’hfe eus he zav evel eur ween troc’het he gwrio diganti.

Da heul ar zent koz a garomp, ho levr a ra kont ive eus ar pelerinajo hag ar pardonio ar muian darempredet en Eskopti Sant-Brieg : Itron-Varia-Wir-Zikour, Itron-Varia-Rostren, Itron-Varia-Sant-Karre, Itron-Varia-Vulat, Itron-Varia-Sklerder (Perros), Itron-Varia-ar-Guiaudet (Laruen), Itron-Varia-ar-Goz-Iliz (Planiel), Itron-Varia-Glerin, ha meur a hini-all.

Ouspenn, e lenner el levr, arôk pep miz, kelennadurez vat evit ma hallo ar gristenien unani welloc’h o spered hag o feden gant an Iliz e-pad ar miz-ze.

Ahend-all, eun dudi eo d’al lagad paran war eul levr kenkoulz moullet ha ken brao skeudennet.

Trugare d’ac’h. Otro ker ; mar geo bet tenn ho labour, labour vat ha talvoudus hoc’h eus groet ; ha Doue d’ho paeo ! Bennoz Doue, ive, d’an Otro Ar Gwaziou, n’eus damantet na da boan na da goust evit rei d’imp eul levr Bue ar Zent n’oufe ket bean koantoc’h.

Na breman, digemer mat d’al levr-man a-beurz holl Vretoned hon bro. Karout a rajen gwelet anean en kement tiegez ’zo en Kerne hag en Treger. En pep ti kristen e tleje bean bepred ar c’hiz zantel a oa gant hon zud da lenn Bue ar Zent bemnoz, goude koan, arôk laret pedenno ha mont da gousket. Netra well da rei sklerijen d’ar spered ha da domman ar galon. Diwar vue ar zent eo d’imp tennan skouer, ha bale war o roujo e renkomp, mar c’hoantaomp mont gant hent ar baradoz. Gwir eo, kalz ane o deus bet digant Doue graso dispar na vent ket lod an holl ; mes kalz ive o deus bevet en hon stad, ha goneet e-kreiz poan ha trubuilho ar bed kurunen ar zent ; hag eus an nenv, breman, int a astenn d’imp o dorn karantezus evit harpan hon zempladurez.

N’eus skol ebet par da honnez a zisker diwar vue ar zent.

Ho levr a lako anei da zougen mui a freuz evit ineo ar Vretoned hag a stago startoc’h o c’halon ouz Doue, ouz hon zent koz hag ouz hon bro Breiz-Izel.

Plijet ganac’h, Otro ker, digemer al lizer-man evel eur merk eus ma anaoudegez vat ha karantezus.

E.-M. AR PENNEC,

Vikel-Vraz.