oeiz, mab d’an noter Jan-Loeiz Bertrand, a deuas er bed en Valans, er Spagn, an de kentan a viz genver 1526. Ar c’hosan oa eus a nao ; holl e tiskouezjont, dre o bue santel, pegement a vad a ra skoueriou ar gerent d’o bugale. Kar oa da zant Visant Ferrier, ha gwiskan reas eveltan saë menec’h sant Dominik.
Er bla 1557, ar vosen a reas eun distruj spontus en rouantelez Valans ; Loeiz, heb aon ebet, a rede war-dro ar glanvourien, ha goude bezan o zikouret da vervel ervat, e sebelie o c’horfou. Goude ec’h eas da brezek ar fe da dud goue an Amerik. Doue a roas d’ezan ar c’hras da c’houzout o yez, hep bezan e zesket, ha d’ober miraklou da harpan e gomzou. En eur ober seiz vla, e c’honezas eno ouspen pempzek mil den da Jezuz-Krist.
Er bla 1569, e tizroas d’e vro hag e prezegas gant frouez, epad daouzek vla, en meur a eskopti eus ar Spagn ; kroui a reas prezegerien dispar da zerc’hel gant e labour, hag e lavare d’eze alïes : « Ar c’homzou, heb an oberou, ne dizont na ne wellaont ket ar c’halonou. Red eo e teufe ar beden da rei bue d’eze ; anezi e teu o nerz. Ar prezeger ne deu ket e gomzou eus goueled e galon, ne ra vad ebet d’ar re a deu d’e selaou, goude ma plijfe e lavariou d’an diskouarn. Ar prezeger a deu a benn eus e dôl, pa deu a benn da vougan ar gasoni hag an techou fall ha da bellat an dud diouz ar pec’hed. Ha c’hoaz, arabad d’ezan kemer lorc’h ma ra an dra-ze, rak kement vad a zigouez war an douar, zo grêt gant Doue ; an den n’eo nemet eur benveg etre e zaouarn binniget. »
Ar zonj eus ar finveziou divezan oa kentan tra a deue en e spered, pa zihune, ha krenan rê gant ar spont rak barnedigez an Otrou Doue, pa zonje e oa Lusifer, gwechall ar c’hentan eus an Ele, ha Judas, unan eus an daouzek abostol, o-daou o tevi en ifern.
Alïes e veze klevet o lavaret, evel sant Augustin :
« Troc’het, devet, Otrou, bezet em c’henver ken didrue ha ma karfet er bed-man, gant ma vefet trugarezus ouzin er bed-all. »
Epad an daou vla divezan eus e vue, Loeiz Bertrand a oe skoet gant klenvejou poanius ; mes ne virent ket outan d’ober e binijennou hag e labouriou evel pa oa yac’h. Er bla 1580, e prezegas ar c’hoaraïz en Valans ; eur fallaen en devoe epad ma oa er gador-brezek, ha red e oe e dougen d’e di. An arc’heskob e-unan a zervijas anezan ha ne dec’has ket diwar e dro keit ma vevas. Doue hen galvas davetan, an 9 a viz here 1580 ; e oa o ren e bempvet bla ha hanter-kant. Meur a bareanz a deuas da ziskouez e zantelez, ha Pôl V hen lakas war roll an dud eùrus, eiz vla warn-ugent hepken goude e varo. Klemant X hen lakas e-touez ar zent, er bla 1671.