Buhez ar Sent/1912/Mac’harit a Gorton
◄ Robert Arbrissel | Mac’harit a Gorton | Leandr ► |
ac’harit a c’hanas en Alviano, en Toskan, er bla 1247. He mamm he zavas en doujanz Doue ; mes gwasan oe, e kollas anezi abred. He zad a addimezas, hag hec’h lez-vamm a oe drouk en he c’henver. Adalek neuze, he gened hag he yaouankiz he diskaras en berr amzer.
Eun dijentil eus Monte-Pulsiano, hag a deue bep bla da dremen an hanv da Alviano, a reas anaoudegez ganti hag he c’haras. Ar verc’h, sorc’hennet, a yeas d’e heul hag a renas gantan, epad nao bla, eur vue hag a oe eur skouer fall evit ar vro hag eur rann-galon evit he zad.
Eun dro bennak, an dijentil a yeas war ar mêz, d’ober eur bale en e dreo. Diouz an abarde, kaer a oa e c’hortoz, ne oe gwelet doare ebet d’ezan. Mac’harit, enkrezet, a gasas eur mevel d’e glask. An amzer a dremene, ha kelou ebet ne deue.
En eun tol, setu ma wel o tont en ti, hanter-varo gant ar skuizder hag an naon, ar giez vihan a veze bepred o heul an ôtrou. Dal m’he devoe debret eun tamm bennak, e krogas en he broz d’ober d’ezi mont d’he heul, hag e tizoloas diraki korf an dijentil reuzeudik, lazet gant e enebourien, ha kuzet gante dindan eur bern douar ha strouez.
Raktal, dorn Doue a skoas Mac’harit. Ar glac’har d’he fec’hejou a gargas he c’halon ; daerou puilh ha c’houero a gouezas eus he daoulagad : « Mont a rin, emezi, da gaout ma zad ! »
Evit gwir, eun nebeut deiou goude, eur c’hrouadur seiz pe eiz vla krog en he dorn, ar verc’h reuzeudik a zizroe da Alviano. He zad, daoust pegen poaniet oa bet gant he bue diroll, o welet ar c’heun a ziskoueze kaout, a vriataas anezi gant teneredigez.
Mac’harit en em lakas neuze da ren eur vue neve, hag awechou, en iliz, dirak an holl, e c’houlenne pardon eus ar skouer fal he devoa roët d’he c’henvroïz.
Kement-se a zisplijas d’he lez-vamm, a deuas d’he c’hasât kement, ma oe red d’ezi mont da chom da Gorton. Eno e c’houlennas bezan digemeret en Trede-Urz ar binijen, ha goude bezan bet lezet tri bla da c’hortoz, e oe erfin selaouet he goulenn.
Dre he finijennou kalet, e teuas a benn da drec’hi ken mat he c’horf, ma ne zantas youl fall ebet ken en he c’halon : karante Doue an evoa kemeret a-grenn plas karante ar bed. Goude bezan trec’het ar c’hig, enebour an diabarz, he devoe c’hoaz da stourm ouz an drouk-spered, enebour an diavêz.
A-wechou, e lake hunvreou hudur pe heuzus da ziwan ; en he spered, ha soniou divalo da vouboual en he diskouarn. Koll a reas e amzer.
Hon Zalver Jezuz-Krist a ’n em ziskouezas d’ezi alïes, gwech war divrec’h e vamm, gwech war ar groaz. Eleiz a dud a deue d’he c’haout, a bep tu, da zeski ganti hent an nenv, ha mantrus eo ar vad a reas endro d’ezi. Ouspen ar vad a rê d’an eneou, e roë ar yec’hed d’ar c’horfou, e-kase an drouk-sperejou er-mêz aneze, e rê da zarn, zoken, sevel eus a varo da veo.
Mervel a reas d’an 22 a viz c’houevrer 1297, ha kanv bras a oe grêt d’ezi gant he c’henvroïz. He c’horf, a-vec’h dislivet gant yenien ar maro, a zo c’hoaz en e bez, en de a hirie, ha diniver eo ar burzudou a c’hoarve en e genver.
Beneat XIII a lakas anezi etouez ar zent, er bla 1728.
An tad, en eun tiegez, eo ar penn ; ar vamm eo ar galon. An tad eo ar c’halloud, ar vamm eo ar garante ; abalamour da ze, pa ve mat ar gerent, ar vugale a zo diês d’eze trei fall.
An doujanz en kenver an tad hag ar garante en kenver ar vamm, mesket gant gras Doue, a vir ouz ar vugale da dec’hel diwar hent ar baradoz. An doujanz en kenver an tad a vezo kollet pell a vo, hag e vezo c’hoaz er galon eun elfenn bennak a garante evit ar vamm.
Etre daou zen yaouank a oa o vale war hent an dizenor, e savas trouz, eun devez, hag unan a zarc’haoas tôl ar maro gant egile. Kentan ger a gouezas eus genou ar muntrer a oe : « Ah ! pa ouveo ma mamm kement-man ! »
Ar c’halloud an eus ar zonj hepken eus ar vamm, evit pellât he bugale diouz au droug, a zo dister en kichen ar c’halloud an eus he lagad.
Ar re goz a lavare :
Lagad ar mestr a vag ar marc’h
Hag a laka barr-leun an arc’h.
Lagad ar vamm gristen a vir he bugale war hent ar furnez. « An den a zo grêt d’e dri bla, » a lavare Joseph de Maistre ; ar pez a ziskoue pegen abred eo red d’ar vamm teuler evez war he c’hrouadur, evit e ziwall dioutan e-unan, da lavaret eo, diouz ar c’hustumanchou fall a c’hellfe da gemer a vihanik ; ha diouz ar re a ve war e dro, gant aon na vefe, etouez ar re-all, unan bennak ha ’n eve ket evitan an doujanz a zo dleet kaout evit ar vugale. Ma tle ar vamm bezan eveziek, pa ve bihan he c’hrouadur, dre ma teu en oad, an evezted-ze ive a dle mont war gresk.
Eur vamm gristen a oar, ouspen, ne dalv ket d’ezi ober ar c’hed, noz-de, endro d’he bugale, ma n’en em ziwallont ket o-unan. Rak-se, e kemero preder d’o lakat da garet ha da heuilh ar relijion ; anez, n’hell ket bezan dinec’h.
Reuzeudik eo an dud yaouank n’o deus ket eur vamm d’o hentchan, rak kenteliou eun tad, n’eus forz pegen mat e vefont, ne dalvezfont biken ar c’homzou a strink eus goueled kalon eur vamm !