Buhez ar Sent/1912/Magloar

◄   Bonavantur Potenza Magloar Milio   ►



Seizvet devez warn-ugent a viz Here


SANT MAGLOAR
Eskob Dol (***-585)



Magloar a oa eur Breizad a ziskennas war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved en Bro-Arvor, da heul e genderv Samson, hag a bignas, da varo heman, war gador eskob Dol (565).

Mes dont a reas buhan da gazout ar garg-ze, ha goude bezan roët e gador da zant Budok, en em dennas en enezennou a oa stag ouz e eskopti, evit gallout bevan eno pell diouz trouz ar bed. Eur Breizad galloudus ha pinvidik, e hano Loieskon, a oa perc’hen ter eus an enezennou-ze. Seiz via so e oa klanv gant al lorgnez. Goude bezan klasket louzeier a-gle hag a-zeou, o welet ne wellae tamm, en em erbedas ouz sant Magloar. An eskob santel, dre e bedennou hag e ouiziegez, a deuas a benn d’e barean. Loieskon, evit diskouez e anaoudegez vat, a roas d’ezan an hanter eus enezen Serk hag a viras an hanter-all. Neuze e c’hoarvezas eun neventi souezus. Lapoused an enezen ha pesked an ôchou a ’n em dennas holl en tachen ar zant. Loieskon, hag en devoa « aour hag arc’hant, mevelien ha plac’hed, kezeg ha loened-korn, douarou edek ha gwiniennou zoken, » ne reas ket kalz a van evit gwelet ar c’holl-ze o c’hoarvezout gantan ; mes e wreg, hag a oa eur plac’h tost, a reas d’ezan tennan digant Magloar e dachen ha rei d’ezan eben. Kerkent al lapoused hag ar pesked a yeas da heul ar zant. O welet kement-se, Loieskon, den a spered hag a galon, a roas an enezen a-bez da Vagloar, daoust da glemmou e wreg. Heman a zavas neuze enni eur manati kaer elec’h ma chômas betek e varo.

Ar manati-ze, evel eun tour-tan en kreiz ’tre an Diou-Vreiz, a sklerijenne war dreo ar bed all ha war dreo ar bed-man, an dudigou kez a oa o chom en enezennou tro-war-dro. Kement hini a gare mont da Zerk a gave eno magadurez evit e gorf hag evit e spered.

Er bla 585, ar gernez a reas gaou bras ouz Bro-Arvor. Enezen Serk, labouret mat gant he menec’h, he devoa berniou ed da ziouered d’an Arvoriz tro-war-dro.

Koulskoude, dont a reas kement a dud da glask an aluzen, ma teuas an irc’hier da vezan goullonteret, ha setu an dienez ive er manati. Darn a lavare kas ar re yaouankan d’ar gêr, ken e vije tremenet ar gernez, mes Magloar ne oa ket jalet d’ober an dra-ze. Fiziout a rê war Brovidans Doue.

Eun devez goude lein, bugale-skol ar manati a deuas d’e gaout, hag o vezan poket d’e dreid, e lavarjont : « Tad, lôsket ac’hanomp da vont d’an ôd evit ne vezo ket hon moueziou skiltrus o harz ar venec’h koz d’ober o c’housk. War an ôd ni ’c’hallo lenn hon c’henteliou a vouez uhel, hag en doare-ze e teskfomp aneze kalz buhanoc’h ».

— Mat, êt d’an ôd, bugale, eme Vagloar, mes bezet fur, ha dizroet d’ar gêr d’an heur.

Ha setu ar bôtred, lorc’h enne, o tiskenn d’ar red d’ar porz-mor. Kaout a reont eno eul lestr koz, mat da netra, hag a oa bet jachet war ar bili. Pignal a rejont ebarz, da c’hoari ; redek a rênt eus an eil penn d’egile hag ober a rênt sin da roenvi. Hogen, en devez-ze e oa reverdi bras. Ar mor a deue warneze, hag i oa ken troet da c’hoari, ma ne dolent ket plê. En eun tol, eun tarz a deuas a zibradas al lestr, hag a gasas anezan, bugale hag all, etrezek ar mor don. A drugare Doue, an avel a oa sioul hag a gasas aneze, hep droug ebet, war ôchou Bro-C’hall. Douaran rejont en eur c’harter ha ne oa ket a gernez ennan. Pa lavaras ar vugale pebez paourente oa en manati Serk, e oe karget d’eze o lestr a vleud hag a ed. Dizrei rejont d’ar gêr ; tri devez o devoa laket d’ober o zro. Kement a aluzennou a oa deut gante, ma renkas c’houec’h koublad ejenned dont da gerc’hat aneze d’ar porz-mor.

Sant Magloar a varvas prestik goude (585).

Ar zant-man en deus eur chapel en parouz Tregrom. Pedet eo ouz ar gouliou.


————