Buhez ar Sent/1912/Mari an Ele

◄   Euzeb Mari an Ele Judikaël   ►


C’houezekvet devez a viz Kerdu


Ar Plac’h eürus Mari an Ele
Leanez eus a Urz Karmel (1661-1717)



Ar plac’h eürus-man a oa ganet en Turin, an 8 a viz genver 1661, hag a oe badezet, pevar de goude, en iliz Sant-Simon ha Sant-Jud. Ar varkizez Santena, he mamm, a oa kenitervez da zant Loeiz Gonzag.

Mari a ziskouezas, a-vihanik, ar c’hoant he devoa da blijout da Zoue. Senti rê, d’ar gomz, ouz he zad hag he mamm ; karantezus ouz he breudeur hag he c’hoarezed, ha jentil ouz holl servijerien an ti.

He flijadur vrasan oa bezan o komz, gant unan eus he breudeur, eus Doue hag eus an treo santel. Da daouzek vla, o vezan êt da Salus, da welet unan eus he c’hoarezed o wiskan saë leanezed Santez Mari ar Stereden, e c’hoantaas chom ive er manati-ze. Mes a-benn m’oa bet bla ennan, evel n’he devoa ket a yec’hed, e renkas dizrei eur pennad d’ar gêr. Daou vla goude, e wiske saë leanezed Karmel, en manati Santez-Triflna, en Turin. Neuze e kemeras an hano a Vari an Ele.

Lakat a reas an holl vertuziou, an eil goude eben, da zevel ha da vleunian en he ene. Doue a greskas he zantelez, o tigas d’ezi eur zamm kroaziou kalet da zougen. Alïes e teue ar c’hlenved d’he gwaskan ; an drouk-spered a rê gwasan m’halle evit he jachan war hent an ifern ; en em ziskouez a reas d’ezi meur a wech.

An treo-ze holl a rê da Vari an Ele kerzet skanvoc’h warzu an nenv, hag an Otrou Doue a roas d’ezi grasou eus ar re gaeran. Anaout a rê an amzer da zont ; lenn a rê er c’halonou ar zonjezonou kuzetan ; galloud he devoa d’ober miraklou ; gwelêt a rê ar Werc’hez gant he Mab Jezuz.

Leun oa a drugare evit an dud reuzeudik, hag e rê pe e lake ober d’eze an holl vad a c’halle. Karet a rê pedi evit ar bec’herien ; bras oa he devosion evit an Anaon, hag eneou delivret ganti eus a dân ar purgator a deuas d’he zrugarekât, arôk pignal en nenv.

Mervel a reas d’ar 16 a viz kerdu 1737. Eun nebeut arok he zremenvan, e klevas mouez an Oan dinam ouz he gervel d’e heul d’ar baradoz. Eur bla ha daou-ugent so oa leanez, ha c’houec’h vla ha hanter-kant abaoue ma oa war an douar. Ar miraklou a embannas he zantelez.

Eul leanez, Madalen sant Fransez he hano, a oa prest da vervel en Kaprarola, en kichen Rom, gant ar c’hrign-beo en he diabarz. D’an 20 a viz gouere 1844, e oe grêt d ezi pokat d’eun dôlennig ha d’eun tamm eus a relegou Mari an Ele. Prest goude e vanas kousket hag e chômas evelse ac’han da eiz heur.

Pa zihunas, an de war-lerc’h ar beure, en em gave kalz gwelloc’h. Sevel a reas eus he gwele ha teurel eur bern treo brein : pare oa. Raktal e kouezas d’an daoulin hag epad eun heur dioustu, e trugarekaas Doue ha Mari an Ele da vezan roët d’ezi ar yec’hed, ken buhan ha ken mat.

Pi IX a lakas hano Mari an Ele war roll an dud eürus, ar 14 a viz mae 1865.

————


KENTEL


An tentasionou


« Seul-vui, eme sant Leon, e fell d’an den bevan herve Doue, ha seul-vui e klask an drouk-spered hen distrei. Arabad bezan en gortoz d’ober ar zilvidigez heb eun dentasion bennak, rak n’eus viktor ebet hep stourmad. »

Ma ne deufe ket an drouk-spered, eme sant Anselm, da denti an eneou santel, e vefent marteze en danjer d’en em goll gant an ourgouilh ; mes seul-vui e vezont tentet, seul-vui en em izelaont, hag e teuont en doare-ze da vezan karet muioc’h gant an Otrou Doue. »

Arabad eta bezan nec’het gant an tentasionou. Dreze o-unan n’int ket pec’hejou. Eur millierad tentasionou, pa n’asanter da hini ebet aneze, ne reont ket, zoken, eur pec’hed veniel.

Dre an tentasionou eo e ve gwelêt petra dalv vertu eun den.

Daoust ha souezus e vije bet gwelêt an êle o chom mat, ma ne vijent ket bet tentet ?

Daoust ha souezus e vije bet gwelet Adam hag Eva o chom sentus ma ne vijent ket bet tentet ?

Daoust ha souezus e vije gwelet ac’hanomp habask ha chentil, mac’h afe pep tra d’hon giz ?

Nan. Pa c’houez avel an dentasion endro d’imp, ha pa chomomp, koulskoude, sonn en hon zav, neuze eo e tiskouezomp da Zoue zo gwad yac’h en hon izili ha karante evitan en hon c’halon.

« Pa vezer tentet, eme sant Ambroaz, e tleer en em erbedi ouz an Otrou Doue. An neb a ’n em blij en dentasion a ’n em gollo ; mes an neb a zisplij d’ezan an dentasion, Doue hen zalvo. »