◄ Pôl hag Anton | Marsel | Itron-Varia Pontmain ► |
n blaveziou kentan ar bevare kantved, ar baganed a zigoras an dekvet stourmad eneb ar gristenien, dre urz an impalaer Dioklesian, laket droug ennan gant an dud a veze war e dro.
Kentan tra a oe grêt eo argas an holl gristenien eus an arme.
Er bla 303, e oe grêt dre ar vro tri embann, an eil war lerc’h egile, eneb an Iliz, evel pa n’o dije pennou-bras ar vro netra ken d’ober nemet gwaskan ar gristenien.
Dre ar c’hentan, e oa urz da ziskarr an holl ilizou, da zêvi ar skrituriou santel, da derri eus ar c’hargou bras ar gristenien a vefe enne ha ne nac’hfent ket o fe, ha d’ober sklavourien eus ar gristenien a renk izel ha ne drofent ket kein da relijion Jezuz-Krist.
An urz-ze a dlee bezan doujet dre holl broiou ar bed an evoa impalaered Rom galloud warneze.
Dre an eil, kaset nebeut war lerc’h ar c’hentan, e oa gourc’hemennet teul er prizon holl renerien an Iliz.
Dre an trede, kaset prest goude, e oa urz da lezel da vale ar veleien a ginnigje ezans d’an doueou, hag ar re n’hen grajent ket, d’o merzerian er stumm a raje d’eze gouzanv ar muian boan.
Er bla 304, e oe kaset eur bedervet lezen a roë urz da bep den, en pep lec’h hag en pep kêr, da ginnig eur zakrifis d’an doueou dirak an holl.
Skrijus eo ar gwad kristen a evas neuze an douar. Brezel ebet, biskoaz, ne lakas kement a dud da vervel ; an Iliz, da welet eus an nenv, n’eo bet biskoaz kaeroc’h evit ne oa epad ar blaveziou-ze.
Er zav-heol, Euzeb, ar skrivagner koz, a welas lakat d’ar maro, bemde, gwech dek, gwech ugent, gwech tregont, gwech tri-ugent ha betek kant den zoken war an dro, hag an dra-ze epad meur a vla. Gwelet a reas ar c’hlezeier o tognan, ar vourrevien o kouezan, gant a skuiz a vijent, war berniou korfou merzerien, hag o lakat re-all da skei en o lec’h.
Eur gêr eus ar Friji, kristen an holl dud enni, ha ne falvezas ket d’ezi kinnig ezans d’an doueou, a oe devet gant he dek mil den...
En Rom, ar pab Marsellin a oe lazet etouez ar re gentan. Daou viz goude e verzerenti, kristenien kêr a c’hellas kaout an tu d’en em vodan en kuz, er c’hatakombou, hag a lakas war Gador sant Per, Marsel, eur beleg gouiziek ha kalonek ginidik eus a Rom.
E vue a bab a oe eur verzerenti pen-da-ben, ken dre ar poaniou en devoe da c’houzanv, ken dre ar re a wele ober d’e vugale hag a c’hlaze anezan muioc’h eget e re e-unan.
Koulskoude, elec’h fallgaloni, e labouras, keit ha ma c’hallas, da gelenn ar baganed war Jezuz-Krist ha da startât ar gristenien en o fe. Lakat a reas Lusina, eun intanvez pinvidik, da rei d’an lliz eleiz a leve.
Sant Marsel a reas katakombou neve da vodan ar gristenien ha da zebelian ar verzerien.
An impalaer Maxans, o vezan deut da glevet hano eus e labouriou, a reas e zigas dirakan hag a c’hourc’hemennas d’ezan rei an dilez eus e garg ha kinnig ezans d’an doueou.
O vezan ne zente ket, an impalaer a reas anezan e bôtr-marchosi. Nao miz e chomas er vue-ze. Dre n’halle mui kelenn e dud dre gomz, e kelenne aneze dre skrid.
Eun nozvez, dre laer, ar gristenien a deuas a benn d’e ziframman eus adre daouarn o enebourien.
Lusina a roas digemer d’ezan en he zi, a deuas da vezan eun iliz en em zastume enni ar gristenien en kuz.
Maxans ne zaleas ket da glevet pelec’h e oa Marsel, hag a lakas ober eur marchosi gant ti Lusina ; eno, e mesk ar c’hezek, e varvas ar pab santel gant an dienez hag an naon.
Lusina a zebelias e gorf en katakombou Priskilla, d’ar 16 a viz genver 310.
Tri bla goude, Maxans hag e zoudarded a oa beuzet en dour an Tibr.
Konstantin, ar c’hentan impalaer kristen, a bigne war an tron. An lliz he devoa urz da vevan ouz sklerijen an heol.
Ar verzerien, dre garante evit Jezuz-Krist, o deus kollet o madou ha roët o bue. Diskouez a rent o c’harante, n’eo ket hepken dre gomzou, mes dre oberou.
Hirie e zo eleiz a dud a gav eo eun enor evite dougen an hano a gristen. Arabad, avat, goulenn digante diskregi eus an disteran peadra ha diouered an disteran plijadur evit o fe, rak ne refont ket ; arabad gortoz digante rei an dorn da astenn rouantelez Jezuz-Krist; an dra-ze, emeze, ne zell ket oute.
Karet a reont Doue koulskoude, da vihanan, keit ha ma ne goust netra ar garante-ze d’eze.
C’hoant o deus da vont d’ar baradoz koulskoude, gant ne vezo ezom da gemer poan ebet evit mont ebarz.
N’eo ket seurt kristenien a fell da Jezuz-Krist. Red eo gouzout bezan d’ezan korf hag ene, er blijadur hag en dristidigez, er vue hag er maro ; d’ezan, hep paouez ha hep distag.
Lakat da dalvezout evit e c’hloar kement a nerz hon deus en hon c’horf, kement a sklerijen hag a garante hon deus en hon ene.
En eur ger : en pep tra, en pep lec’h ha bemde, rei hag en em rei.