Buhez ar Sent/1912/Medalen mirakulus

◄   Leonard a Borz-Mauris Medalen mirakulus Jakez de la Marca   ►


Seizvet devez warn-ugent a viz Du


Ar Vedalen Mirakulus
(1830)


Ar Vedalen Mirakulus
Ar Vedalen Mirakulus


Ar 27 a viz du 1830, Mamm Doue a deurvezas en em ziskouez d’eur verc’h vat, he hano Katel Laboure, eus e familh leanezed sant Visant a Bol. Gourc’hemenn a reas d’ezi lakat ober eur vedalen en enor d’he c’honsepsion dinam. War eun tu e tlee bezan skeuden ar Werc’hez, o flastran, gant he zreid, penn ar serpant milliget, bannou sklerijen o kouezan diouz he daouarn warzu an douar, ha tro-war-dro ar geriou-man : « O Mari konsevet hep pec’hed, pedet evidomp hag hon deus fizianz en-noc’h ; » ha war an tu-all, e krec’h, hano santel Mari, gant ar groaz harpet warnezan ; dindan, kalon Jezuz ha kalon Mari, ar c’hentan kurunet a spern hag an eil treuzet gant eur c’hleze.

Ar plac’h yaouank a zentas ouz gourc’hemennou ar Werc’hez, ha dal ma oe anavezet ar vedalen neve e reas kement a vad da eneou ha da gorfou ar re he douge ma oe hantvet ar vedalen mirakulus.

N’hallomp ket chom hep komz aman eus ar mirakl a c’hoarvezas en Rom gant Alphons Ratisbonne, an 20 a viz genver 1842.

Alphons Ratisbonne a oa eur Judev ; redek a rê ar bed evit kemer e blijadur ha kreski e zeskadurez ; en Rom e reas anaoudegez gant an ôtrou de Bussière, eun dijentil dizroet eus an herezi. Klask a rê lakat ar Judev yaouank da gemer skouer warnezan ; mes koll a rê e boan. N’hallas dont a benn nemet eus eun dra : d’e lakat da zougen en e gerc’hen ar vedalen mirakulus. Er mêmes amzer, e pede evitan ar Werc’hez dinam. Mari ne zaleas ket da selaou ar beden kaset d’ezi.

Eun nebeut deiou goude, an 20 a viz genver 1842, da eun heur goude kreiste, an ôtrou de Bussière a oa o vont en iliz Sant-Andre delle Fratte, d’en em glevet gant ar veleien diwar-benn enterramant an ôtrou de la Ferronnays, a dlee bezan grêt en de war-lerc’h, p’en em gavas gant an otrou Ratisbonne. O daou ec’h ejont asamblez en iliz, hag an ôtrou de Bussière a bedas e vignon da c’hortoz anezan keit ma vije oc’h ober e dro en ti ar veleien. Pa zizroas, dek pe daouzek minut goude, e klaskas an ôtrou Ratisbonne, ha sebezet e chomas pa welas anezan en chapel Sant-Mikêl, daoulinet, an daerou en e zaoulagad. Dal ma welas Alphons Rastibonne an ôtrou de Bussière, e lavaras d’ezan : « Kaset ac’hanon elec’h ma kerfet ! Goude ar pez am eus gwelet e renkan senti. » Hag e tennas eus e vruched ar vedalen a zouge pevar devez a oa war e galon, hep gouzout ar c’halloud he devoa, hag o vezan poket d’ezi e lavaras : « Nag eo mat an Otrou Doue ! Ah ! ar re ne gredont ket a zo truezus o doare. E oac’h o paouez mont diganin, pa oen souden spontet ; an iliz, en eun tôl, a deuas da vezan tenval, ha ne welen mui netra nemet eur sklerijen vras o tont diouz chapel Sant-Mikêl ; hag en kreiz ar sklerijen-ze, ’us da ôter an arc’hel, ar Werc’hez Vari o ’n em ziskouez d’in, bras ha skedus evel m’eman war ar vedalen. Eun nerz ha ne oan ket evit enebi outi he deus ma c’haset trezek d’ezi. Ober a reas sin d’in da vont war ma daoulin, hag an êr he devoa da lavaret d’in : « Mat eo ! » Komprenet am eus petra oa en gortoz diganin. Eun nebeut deveziou goude, ar Judev yaouank a oa badezet. Gregor XVI a lakas ober eun enklask war e gonversion, ha d’an 3 a vezeven 1842, ar c’hardinal Patrizzi a zisklerias he devoa grêt ar Werc’hez Vari eur mirakl evit distagan Alphons Ratisbonne ken buhan diouz ar relijion judev, hag e lakat da heuilh ken mat ar relijion gristen.

Dre eur gemennadurez douget gant Leon Xlll, an 23 a viz gouere 1891, e oe savet, evit bezan grêt bep bla, d’ar 27 a viz du, eur gouel en enor d’ar vedalen mirakulus, evel ma oa unan en enor d’ar skapular hag eun all en enor d’ar rozêra.

————


KENTEL


Dougomp ar vedalen mirakulus


Ar vedalen mirakulus a zo he flas en kerc’hen ar beleg hag en hini ar zoudard ; en hini ar bugel hag en hini an den en oad. Ar misioner a stag anezi ouz bodou an hent, er broiou mac’h a d’embann ar fe, evit ma chacho an eneou, hep goût d’eze, war hent ar zilvidigez. Mat eo ive he c’huzan en dilhad ar bec’herien reuzeudik, ma vefont gonezet d’an Otrou Doue.

An neb a zoug eur vedalen vinniget, hag a deu, da vihanan eur wech er zun, pe da lavaret eur chapeled, pe d’ober katekiz d’ar vugale, pe da rei eun aluzen d’eur paour, pe da glevet eun oferen, a c’hall gonid eun induljans eus e holl bec’hejou, d’ar goueliou bras en enor d’Hon Zalver, d’ar Werc’hez ha d’an Ebestel, gant ma vezo bet o kovez hag o kommunian, ha gant m’en devo pedet evit ezommou an Iliz