◄ Per an Ereou | Pardon bras Asiz | Relegou Sant Stefan ► |
n douar m’eman warnan iliz Itron-Varia-an-Ele, en Itali, a zo bet, abaoue an amzer gosan, tra an Otrou Doue. Er bla 351, e oe savet eno eun ti-bidi gant pardonerien deut eus an Douar-Santel, gant relegou eus be ar Werc’hez Vari. Eiz-ugent vla goude, war-dro ar bla 516, sant Beneat a brenas ar chapelig gant al lodennig douar stag outi. Ac’hane, marvat, eo deut d’ezi an hano a zoug : Porsionkul, da lavaret eo, al lodennig vihan. An ti-bidi a deuas da vezan eun iliz vras, darempredet ma oa gant eun niver bras a dud ha, zoken, gant an Ele a ziskenne enni eus an nenv evit meuli o Rouanez, hag ac’hane e oe roët d’ezi an hano a Itron-Varia-an-Ele.
Gant an amzer, an iliz a chenchas perc’hen meur a wech, ha nebeut ha nebeut e oe dilezet. D’an drizekvet kantved, pa deuas Fransez Asiz er bed, e venne kouezan en he foull. Ar pez a chome anezi a zervije da c’houdoren d’ar vesaerien a ziwar-dro ha d’o loened.
Mes lavaret a vefe eman lagad an Otrou Doue bepred o paran war al lec’hiou ma ’z eo bet enoret enne. Fransez en devoe a-beurz Doue kemennadurez da adsevel ar chapel goz. Senti a reas, hag iliz Itron-Varia-an-Ele, kempennet gantan, a oe kavel e Urz neve a venec’h. Eno eo e klevas mouez an Otrou Doue, hen galve da vevan er baourente ; eno eo e resevas e gentan diskibien ; eno ive santez Klara a reas an dilez eus he holl madou evit en em rei holl da Zoue, ha sevel evit ar merc’hed eun Urz dem-henvel ouz an hini savet gant Fransez evit ar gwazed.
En miz here 1221, Fransez a oa, en eur c’houdoren tost d’ar chapel, o pidi evit konversion ar bec’herien baour. Epad ma oa holl beuzet en Doue, e klevas eur vouez o lavaret d’ezan : « Fransez, d’ar chapel ! d’ar chapel ! » Kerkent e savas hag ec’h eas war eün da Itron-Varia-an-Ele.
Biskoaz ne oe souezetoc’h ! War an ôter, ’us d’an tabernakl, en kreiz eur sklerijen n’eo ket eus ar bed-man, e oa Mab Doue holl-skedus eus gloar ha dudiou ar baradoz ; war e zremm, rozen flamm ar yaouankiz ha doare pozet eun den en oad. E zaoulagad a bare war Fransez gant eun dousder dispar, ha war e vuzellou e weled an drugare. A-zeou d’ezan e oa ar Werc’hez glorius Vari, hag eun niver bras a Ele tu ha tu.
Ar zant, leun a joa, a ’n em dôlas d’an douar. « Fransez, a lavaras d’ezan Mab Doue, anaout a ran ar preder a gemeret, c’houi hag ho preudeur, gant an ineou. C’hoant am eus d’ho tigoll. Goulennet diganin ar pez a c’hoantafet evite. Selaou a rin ho koulenn, rak roët am eus ac’hanoc’h d’ar bed evit bezan sklerijen ha skoazel an Iliz. » Nerzet gant eun hevelep madelez, ar manac’h santel a gredas ober ar beden-man : « O Doue ter gwech santel, p’eo gwir eo falvezet ganec’h sellet gant trugare ouz an disteran eus ho servijerien, daoust d’ezan da vezan brasan pec’her a zo, e kredan goulenn diganec’h, gant an holl doujanz ma ’z on goest da gaout, m’en devo an induljans plenier eus ar poaniou dleet d’e bec’hejou, kement hini a deuio da vizitan ar chapel-man, gant ma vezo bet o kovez e bec’hejou gant eur gwir geun d’eze ha gant m’en devo bet an absolven aneze, » hag en eur drei warzu ar Werc’hez : « Pedi a ran ar Werc’hez Vari, ho Mamm, advokadez an holl dud, da vezan a-du ganin ha da gomz evidon. »
Ar Werc’hez neuze a ’n em droas warzu he Mab, ha Jezuz, n’hall dinac’h netra d’e Vamm, a asantas ganti. « Fransez, emezan, eun dra vras a c’houlennet diganin. Rei a ran d’ec’h, koulskoude, ho koulenn, gant ma vezo kavet mat hag ôtreet gant ar pab a zalc’h ma flas war an douar, a zo gantan, ha gantan hepken, ar c’halloud da liamman ha da ziliamman. » Ha kerkent Jezuz, e Vamm hag an Ele a zistroas d’an nenv.
Antronoz vintin, Fransez a ’n em lakas en hent evit mont da Berouz da gât ar pab Honorius III, a oa eno er mare-ze. Ar pab, goude bezan grêt sklerijen war eun dra ken burzudus, a lavaras d’ezan a-benn ter gwech : « Ra vezo grêt herve m’ho peus goulennet en hano Doue. »
Mes ne oa ket laket an de c’hoaz eus ar pardon bras-se er Porsionkul. Doue e-unan a dlee peur-ober e labour.
Daou vla goude, da viz genver 1223, Fransez, evit tec’hel diouz birou an drouk-spered, a c’hoantae rei d’ezan da gredi ne dlee ket ren eur vue ken pinijennus, en devoa diwisket e zaë hag a oa en em dôlet en kreiz eur voden spern evit mougan an dentasion. Ouz en em ruilhal en kreiz an drein, e gorf ne zaleas ket da vezan leun a wad. Mes kerkent ive pep tra a chenchas doare endro d’ezan ; ar spern ruziet gant e wad a deuas da vezan goloet a vleun ru ha gwenn ; Ele an nenv a dôlas war e ziskoa eur vantel gwennoc’h eget an erc’h, steuet gant ar gwiader a oar gwiskan al lili hag ar roz, hag a lavaras d’ezan kerzet buhan d’an iliz, e oa Jezuz eno ouz e c’hortoz. Kemer a ra Fransez neuze peder warn-ugent eus ar roz burzudus, daouzek ru ha daouzek wenn, evit o c’hinnig d’e vestr Jezuz ha d’e vestrez karet, ar Werc’hez Vari.
Jezuz, ar Werc’hez hag an Ele a oa adarre ouz hen gedal evel er wech kentan. Fransez, goude bezan diskarget e galon dre gomzou a garante hag a humilite, a gredas goulenn ma vije laket de d’ar pardon. Ha Jezuz a respon-tas : « Me fell d’in e vefe grêt da genver an devez ma ’m eus torret liammou Per, prins an Ebestel, betek an abarde eus an de war-lerc’h. N’az pez aon rak netra. Kerz da gât ar pab evit mac’h embanno an de bras-ze. »
Ar pab Honorius, o welet ar roz burzudus, a zigemeras e c’houlenn hag a reas embann induljans vras ar Porsionkul, gant ar seiz eskob tostan da Asiz, evit padout da virviken.
Induljans Itron-Varia an Ele eo kaeran ha gwiriekan hini a zo en Iliz, rak an induljans-ze a zo roët gant Jezuz-Krist e-unan.
Bourdaloue.