◄ Itron-Varia an Enez | Itron-Varia-Feunteuniou | Itron-Varia-ar-Goz Yaudet ► |
An Itron-Varia-Feunteuniou eo patronez Pontreo, elec’h eo enored abaoue pell amzer.
Pegoulz, perak, gant piou e oe savet he chapel, diazezet us da gêr, war lein ar roz ?
Nemet ha grêt a ve bet war-lerc’h eur gwestl pe eur burzud, ahendall n’oufer respont netra.
Eun c’halvar kaer ha ter feunteun a zo war he zro, herve stum al lec’hiou santel ha burzudus.
Pell a zo eo bet d’ec’h gwestlet
Ar c’horn-man eus Breiz-Izel ;
Gant hon zado eo bet laket,
Gwerc’hez, dindan ho skoazel.
Nag a wech, o ma Mamm santel.
Ec’h int deut, bras ha bihan,
Da zaoulinan en ho chapel,
Savet e-tal ter fantan !
Evelse a lavar ar c’hantik.
Ar Werc’hez he deus diskouezet, dre galz a viraklou, e plij d’ezi bezan enoret en Pontreo hag er parouziou tro-dro [1] dindan an hano a Itron-Varia-ar-Feunteuniou, ar feunteuniou-ze o vezan ’vel ar skouer eus an holl c’hrasou a skuilh war he bugale.
Nag a vartoloded trec’het gante ar mor hag an arne, dre ma oa dorn an Itron-Varia o sturian o bagou !
Nag a walennou oc’h ober reuz ’barz ar parouziou diwar-dro, ha ne gredjont ket tostât ouz kêr Pontreo diwallet gant ar Werc’hez ! Nag a bec’her dizroet ganti ouz Doue !
Gant se, an devosion en he c’henver ne ra nemet kreski. Bep bla, pa digoue koulz he fardon, Pontreo a zilez pep prez ha pep labour evit ’n em rei oll d’enori he Fatronez. Gant goleier ar prosesion-noz hag ar chadennadou tân stignet war an holl dier, kêr a lugern ’vel eur berlezen hag a ra d’an Itron-Yaria eur gurunen a mil ha mil stereden.
En noz arôk ho pardon,
Dre hon ruio kempennet,
C’houi a dremeno, o Itron,
Seder ha joaüs meurbed.
Douget gant ho martoloded,
Endro d’ac’h ho pugale,
Dindan an nenv steredennet,
C’houi ’vo kaer ’vol goulou-de.
Ha mar be sklêr bolz an nenvo,
Ruio Pontrev ’vo ive :
En noz-ze, gant o goloio,
E voint sklêr evel an de.
Tôlet zo bet plê penôs biskoaz an amzer fall ne harzas ouz ar prosesion-noz da vont er-mêz. Gwelet eo bet ar glao o tevel, pa deue koulz ar prosesion hag o adkregi adarre, gwasoc’h ’vit biskoaz, kerkent ha ma vije dizro d’an iliz.
Koulskoude, eun dra a fellfe c’hoaz evit kreski enor ar pardon : eur chapel neve d’an Itron-Varia, testeni a anaoudegez vat ’vit an amzer dremenet, hag eienen a c’hrasou kaeroc’h c’hoaz ’vit an amzer da zont ; eur chapel neve-flamm, ma hon dije esper da welet bepred an Itron-Varia enoret en Pontreo hag ar gristenien, a rum da rum, o pignal bep bla da dachen he fardon, o kanan d’ezi kantik ar martolod :
Miret hon bago, hon listri,
Itron-Varia-Fantanio,
Grêt na noazo d’ar verdidi
Nag avel, na kuruno,
Na gerrek, na gwagenno ;
Ni ’westl d’Ec’h hon c’halono.
- ↑ He chapel a oa stag gwechall ouz parouz Kemper.