Buhez ar Sent/1912/Pardon ha pelerinaj Itron-Varia Guiaudet

◄   Itron-Varia-ar-Goz Yaudet Itron-Varia Guiaudet Itron-Varia-ar-Sklerder   ►

Itron-Varia-Guiaudet
Sul kentan a viz Mae


Pardon ha pelerinaj Itron-Varia-Guiaudet
en parouz Laruen


War-dro ar bla ma ’n em ziskoueze en Lanvellek, d’he zervijer Bizien Yan, ar Werc’hez a gomze ive ouz Glôd Alan en Laruen. Treger ha Kerne o devoe war an dro an eurvat da welet Mamm Doue o tont da ziazezan he zrôn en kreiz o douarou.

Er bla 1692, e oa kernez en Breiz-Izel. An dud paour diwar ar mêz o devoa poan bevan ; dre holl, tadou ha mammou a bede Doue da zellet a drue ouz o bugale prest da vervel gant an naon.

En eur gêriaden eus parouz Laruen, Krec’hmorvan, eur c’hemener hanvet Glôd Alan, daouzek a vugale d’ezan, a oa ankeniet bras o vezan n’evoa ken begad da rei d’eze ; ne oa ken en ti nemet eur skudellad bleud. Petra oa ze da vagan kemend-all a dud hag holl digor mat o c’halon ? Alan a oa devot bras d’ar Werc’hez ; hag hen hag o kemer e wenneien divezan hag en hent ’trezek ar vilin, e chapeled en e zorn.

Arru e-tal ar gêriaden hanvet gwechall Koatkoustrennek, ha hirie ar Guiaudet, e klev eno, en kichen ar waz, eur vouez flour meurbed o c’hervel anezan :

« Glôd Alan, eme ar vouez, êt da Vothoa, [1] ha lavaret d’an ôtrou person e fell d’in e vefe savet aman eur chapel em enor hag en enor da zant Yan, diskibl muian-karet ma Mab Jezuz. Hag evit ma kredfet eo Mamm Doue a lavar kement-man d’ec’h, c’houi welo burzud hirie. Ar skudellad vleud a zo en ho ti a vago ho tud ha c’houi epad meur a zevez. »

Evel ma ’n evoa lavaret ar Werc’hez e c’hoarvezas. Glôd Alan hag e dud o devoe leiz kof, epad eun nebeut deiou, gant o skudellad bleud. Leun a levenez, setu an tad da Vothoa da gomz ouz dom Gregor Raoult, ar person. Heman, avat, n’hen kredas ket ; kaer en devoe distrei eun eil gwech, ne gavas gantan nemet komzou treut ha gwapaüs ; an ôtrou person a gemere Alan ’vit eun hunvreer pe eur foll. Ar paour kez den a oa glac’haret ken a oa. Ar Wer-c’hez a gomzas outan eun dervet gwech : « Et c’hoaz, emezi, ha bezet dinec’h ; ar wech-man person Bothoa ho selaouo. »

Ar Werc’hez n’e ket gaouiad ; ya, dom Gregor a oa deut da gredi, rak digare a oa bet roet d’ezan : deut a oa dall.

Ar person a yeas en prosesion da Goatkoustrennek, renet gant Glôd Alan. O burzud ! Kerkent ha ma ’n evoe tôlet troad war douar Mari, e teuas d’ezan ar gweled. Skeuden ar Werc’hez a oa eno, neve gavet, rak el lec’h-man he devoa bet c’hoaz eur chapel. War ar skeuden-ze e paras, da gentan, sellou ar person ; dont a reas d’he briata en eur ouelan hag he dougas gant kalz a stad betek eur men a weler c’hoaz hirie war dachen ar Guiaudet.

Ar burzud-man a reas kalz a drouz dre ar vro hag a zigasas kristenien eleiz da Goatkoustrennek. Eun tam lochen a oe savet gant koad ha balan, evit repui ar skeuden vinniget, da c’hortoz gwelloc’h.

An ôtrou Daniel a Francheville, eskob Perigueux, hag a oa kalz eus e leve en Laruen, a deuas ive da Goatkoustrennek ; o vezan anavezet ar wirione, e roas douar hag arc’hant da zevel eur chapel. War-ze, pep-hini a deuas da rei e damm, herve e zanve. Benn ar fin e oe dastumet hanoiou seiz mil den hag a ginnige leve evit sevel ha derc’hel chapel ar Werc’hez.

Savet a oe ha hanvet eur beleg d’oferennan ha da govesât enni bemde. Burzudou a bep seurt, tud mut, tud dall, tud kamm pareet, a lakas ar gristenien da ziredek muioc’h-mui d’al lec’h santel. Ar pelerinaj a yee bep bla war greski, pa deuas an Dispac’h da laerez ar chapel ha d’he zerri. Eun den eus ar barouz, e hano Hamon an Neûn, a glaskas, zoken, dispenn al labour kaer savet dre fe Glôd Alan hag e genvroïz. Diskar a reas c’houec’h warn-ugent eus kroaziou ar barouz ha tôl Gwerc’hez ar Guiaudet diwar he zrôn. Kastizet a oe hepdale, dre zorn ar Chouanted : ar re-man hen lazas. Kerkent ha ma oe tremenet reuz an Dispac’h, ar chapel a oe digoret ha kempennet a-neve gant daou veleg eus ar barouz, an ôtrone Yan ha Fransez ar Pennek. Ar pelerinaj a deuas da vezan ken brudet ha biskoaz, darempredet kouls gant tud Treger ha Gwened evel gant Kerneviz.

Tamn ha tam, ti ar Werc’hez a oe kaeraet, pep-hini eus personed ar barouz o lakat endro d’ezan kement ha ma c’halle a boan hag a arc’hant : an ôtrone Daniel, ginidik eus Mousteru, Ar Rolland, Ar Men, hirie person Kallak, a brenas d’ezan tôlennou, ôteriou, gwer livet, a reas grean anezan diabarz ha diavêz. An ôtrou Rolland, « barz an Itron-Varia-Guiaudet » , kaner flour hag helavar, a reas en he enor diou werz.

Abaoue m’eo adsavet ar pardon, ar burzudou a lak adarre da dridal kalon ar Vretoned. Divezan hini a zo bet brudet eo pareans Augustina Fercoq, eus Bulat. Ar plac’hig trizek vla-man a oa klanv gant eun droug skoet en gwalen he c’hein. N’halle finval nemet gant flaiou. An ôtrou Quere, medisin en Kallak, an evoa diskleriet ne oa pare ’bet eviti. He mamm a gasas anezi da bardonan d’ar Guiaudet, ar 7 a viz mae 1905.

Gwalc’hi ’ra d’ezi he diouhar er feunteuniou, hag ac’hane ec’h eont d’ar chapel. Ar glanvourez eo red kazi he dougen. Goude bezan bet avielet, ec’h a da bedi stok da skeuden ar Werc’hez, hag eno, tra estlammus, e klev ’vel eur vouez o lavaret d’ezi : Savet ha kerzet.

Digeinan ra gant mil boan ; bep ma reud he c’horf, e sant eur freskadurez dispar o ’n em silan ’n hec’h izili. Setu hi ’n he zav hag o kerzet dre ar chapel : « Plomman ’ra ! » eme ar vamm, a ya da heul he merc’h, ’vel ’n eun hunvre, ar flaiou dindan he brec’h.

Adalek neuze, Augustina Fercocq n’he devoe ezom ebet aneze ken ; d’an Itron-Varia e oent kinniget.

Pardon bras ar Guiaudet a ve d’ar zul kentan a viz mae ; eun induljans plenier a zo bet staget outan, gant ar pab Pi X.

Ar pardon bihan a ve grêt ar zul kentan a viz eost. Da oueliou ar Werc’hez, e ve oferen-bred er Guiaudet, hag ive beb eil sul ar miz, nemet en Azvent hag er C’hoareiz.

Itron-Varia-Guiaudet, pedet evidomp [2]


bepred


  1. Laruen a oa neuze dindan Bothoa, kouls ha Kanuel, Santez-Trifina ha Kerien.
  2. Diwar levr : Sanctuaire et pélerinage de N.-D. du Guiaudet, gant an ôtrou Men, person Kallak