Buhez ar Sent/1912/Raymond Nonnat

◄   Roza Lima Raymond Nonnat Ilizou, touriou, kalvariou   ►


Kentan devez ha tregont a viz Eost


Sant Raymond Nonnat
1204-1240



Raymond, lezhanvet Nonnatus, [1] abalamour ne welas an de nemet goude maro e vamm, a deuas er bed en Portel, eskopti Urgel, er C’hatalogn. E dud, daoust ma oant nobl, o devoa nebeut awalc’h a zanve.

A vihanik e roas merkou anat eus e zantelez da zont, oc’h ober fae war c’hoariou ha war lorc’haj ar bed. En em drei a reas kement war an devosion, ma weled ennan, daoust ne oa c’hoaz nemet eur bugel, vertu eun den bras.

Goude m’en devoa grêt e studi, e dad, o welet en devoa c’hoant da vont da veleg, a gasas anezan war ar mêz da ziwall al loened, evit gwelet hag-en a c’hallje tennan ar zorc’hen-ze eus e benn.

Ar mesaër yaouank a yee alïes da chapel Sant-Nikolas, da welet skeuden ar Werc’hez a enorer eno, hag e c’houlenne digant Mamm Doue e gemer e-touez he bugale ha deski d’ezan hent ar zilvidigez ha skiant ar zent. Ar Werc’hez a selaouas e bedennou hag a roas d’ezan da anaout e vije laouen ouz e welet o vont da c’houlenn digemer en Urz Itron-Varia-Drugare, neve savet.

Raktal ec’h eas da Varselon hag e wiskas saë ar venec’h. Miret a reas e werc’hded epad e vue ; skedi a reas dre an holl vertuziou-all, dreist-oll, dre e garante en kenver ar gristenien kouezet etre daouarn ar vorianed.

Kaset a oe d’o frenan d’an Afrik. Diframman reas eleiz eus ar prizon, ha pa ne chome gwenneg ebet gantan ken, en em roas e-unan evit e vreudeur truezusan o doare.

Mes o vezan m’en devoa gonezet, dre e brezegennou, meur a vuzulman da Jezuz-Krist, ar vorianed a stlapas anezan en eur prizon enk ha lous, a doullas e vuzellou hag a alc’houezas d’ezan e c’henou.

Chom a reas er stad reuzeudik-se, eiz miz dioustu, ken e teuas e genvreudeur da zigas arc’hant d’ar Vuzulmaned evit rei d’ezan e frankiz.

Dont a reas neuze d’ar Spagn ; e zantelez a oe brudet a-gle hag a-zeou, ha Gregor IX a grouas anezan kardinal.

An enor-ze ne reas d’ezan dilezel nag e zilhad-manac’h, nag e zoare-bevan.

Gwell oe gantan chom en e beniti evit mont da vevan er palez kinniget d’ezan. Ar pab a c’hoantaas hen gwelet hag hen galvas da Rom. En em lakat a reas en hent, mes a-vec’h m’oa en em gavet en Kardona ma kouezas gwall-glanv ; goulenn a reas raktal e zakramanchou, ha mervel a reas d’ar zul, de divezan a viz eost 1240, d’an oad a c’houec’h vla ha tregont.

E gorf a oe sebeliet en chapel Sant-Nikolas, elec’h ma veze o pedi ar Werc’hez en e yaouankiz.

Per Nolask a reas sevel eno eur manati eus e Urz, er bla 1255. Ennan e virer bepred relegou Raymond, hag eus ar C’hatalogn a-bez e teuer di d’e bedi.

Alexandr VII a lakas e hano war roll ar zent, er bla 1657.

————


BOKED


Goude ma teufe eun den da rei tensoriou diniver d’ar beorien, ne rafe ket tost kenkouls tra hag an hini a ro an dorn d’eun ene da vont d’ar baradoz. An aluzen-ze a dalv ouspen dek mil skoed, a dalv ouspen ar bed holl, daoust pegen bras eo da welet, rak eun den e-unan a zo presiusoc’h eget ar bed en e bez.

Sant Yan Krysostom.

  1. Ger latin hag a zinifi : n’eo ket ganet.