ebastian a oa e dad ginidik eus a Narbonn, hag e vamm eus a Vilan ; savet e oe gante en relijion Jezuz-Krist a oa o hini o-unan.
En e yaouankiz, e teskas an armou, ha dont a reas, en berr amzer, da vezan unan eus an ofiserien ha mignoned vrasan an impalaer Dioklesian.
Heman a oa pagan. Sebastian, evit gallout ober muioc’h a vad d’e vreudeur, pa vijent gwasket, ne anzavas ket outan e oa kristen.
Er bla 303, e savas eur stourmad skrijus, an dekvet hag an divezan, c’houezet gant impalaered Rom a eneb an Iliz. Sebastian, abalamour d’e garg a ofiser, a c’halle kaout dor-zigor el lec’h ma kare, hag a c’halle evelse gwelet ha kennerzi ar gristenien a oa karget ar prizoniou gante.
En amzer-ze, Mark ha Marsellin, bugale ar senateur Trankillin, a oe o-daou barnet d’ar maro, abalamour ma ne oa ket bet falvezet gante kinnig ezans d’an doueou. O zud a oa paganed hag a c’houlennas digant Kromas, prefed Rom, rei tregont devez termen d’eze da c’hallout dont a benn da lakat o bugale da blegan da urziou an impalaer.
Fiziet e oe an daou brizonier en Nikostrat, mestr-skrivagner ar prefed, hag en e di o chom. Neuze an daou brizonier a oe gret kement warneze gant o zad, o mamm, o friejou, o bugale, o mignoned, ma oant prest da fallgaloni, pa zigouezas Sebastian war o zro.
An ofiser bras a gomzas gant kement a nerz, ma krenvaas Mark ha Marsellin en le Jezuz-Krist, ha ma reas d’o zud ha da Nikostrat e-unan goulenn bezan badezet. Sebastian a redas raktal da gerc’hat ar beleg Polykarp da rei d’eze ar vadeziant. Trankillin, tad ar brizonierien, hag a oa unnek vla a oa gant ar boan-izili a oe pareet gant dour-meur ar zakramant.
P’en em gavas an tregontvet devez eus an termen, ar prefed a c’halvas Trankillin, hag a glevas gantan ar burzudou a oa c’hoarvezet.
Kromas, hag a oa ive gant an droug-izili, a reas kerkent kerc’hât ar beleg Polykarp hag a ginnigas arc’hant d’ezan evit e barean.
— Nan, Jezuz-Krist hepken, eme ar beleg, a c’hall ho parean, ma kredet ennan.
— Hag e ran ! eme Gromas.
— Bruzunet neuze kement idol a zo en ho ti.
Bezan eo devoa eun daou-c’hant bennak. Sébastian o skubas holl. Pa zizroas, ne oa ket c’hoaz gwellaet d’ar prefed.
— Ho fe n’eo ket bras awalc’h, eme Sebastian : eun dra bennak ho peus c’hoaz da derri.
Kromas a anzavas an evoa c’hoaz en e di eun idol-all hag a gare meurbed. Dal ma oe flastret he fenn outi, eun den yaouank skedus evel an heol a ’n em ziskouezas da Gromas : « Ar C’hrist, emezan, am digas d’ho parean. »
Kromas a choantaas pokat da dreid ar medisin burzudus.
— Nan, eme heman, n’oc’h ket gwalc’het c’hoaz en dour-meur ar vadeziant, hag abalamour da ze, n’hallet ket touch ouz êl an Otrou.
Eun nebeut deveziou goude-ze, Kromas hag holl dud e di a oe badezet.
Koulskoude, ar stourmad a greske bemde.
Kromas, war digare e yec’hed, a roas an dilez eus e garg a brefed, hag en em dennas en e zouarou, war ar mêz, gant ar beleg Polykarp hag ar gristenien n’en em gavent ket krenv awalc’h da herzel betek ar maro.
Tiburs, mab Kromas, ha Sebastian a chomas en kêr gant ar pab Kaïus. En em dastum a reent, gant an nebeut kristenien-all, en palez an impalaer, en ti unan eus e vevelien, e hano Gastulus, pa deuas eun traïtour, Torkuat, d’o disklerian. An impalaer a reas da Zebastian dont dirakan.
— Tamallet oc’h da vezan kristen, emezan ; ha gwir e vefe ?
— Ya, eme ar zant ; kredi am eus grêt ha kredi ’ ran eo fall daoulinan dirak eur men n’en deus na daoulagad, na diskouarn, hag e c’haller e derri hep ma c’hoarvezfe droug ebet ganac’h.
An impalaer, o klevet kemend-all, a lavaras :
— Bezan oac’h unan eus ar re a garen ar muian em lez, ha setu ma tizentet ouzin ha ma tôlet dismegans war an doueou !
— Me ’m eus bepred pedet Jezuz-Krist evit ma viro d’ac’h ho yec’hed ha ma viro ho rouantelez, hag adoret am eus bepred an Doue a zo en nenv.
Dioklesian, en e gounnar, a reas e lazan a dôliou bir.
Irena, pried Gastulus, a deuas en noz da gerc’hat korf ar merzer. Daoust d’e c’houliou da vezan don, ne oa ket maro awalc’h c’hoaz, hag a-bouez bezan louzaouet, e teuas da barean. Kerkent ha ma c’hallas bale, elec’h tec’hel diouz kêr, ec’h eas da gât an impalaer. Dioklesian, ouz e welet, a chômas sebezet :
— Petra, emezan, ha n’eo ket c’houi eo Sebastian, am eus laket lazan a dôliou bir ?
— Me eo, eme ar merzer ; Hon Zalver Jezuz-Krist an eus roët d’in ar vue adarre, ha dont a ran, en e hano, da rebech d’ac’h ar pez a ret en kenver ar gristenien.
Dioklesian a roas urz d’e skourjezan betek ar maro ha da stlepel e gorf en eun toull anvoez. Ar pez a oe grêt. Mes Sebastian, en eun hunvre, a roas da anaout d’eun itron gristen, he hano Lusiria, al lec’h ma oa e gorf. Savet e oe ac’hane, ha breman e zo war e ve unan eus seiz iliz kaeran Rom.
Sant Sebastian a zo enoret bras en Breiz-Izel, abalamour m’an eus pellaet diouti ar vosen. Chapeliou kaer an eus en Sant-Segal, en Bro-Gerne, en Lok-Maria, en Bro-Leon, en Boulvriak, en Bro-Dreger. E skeuden a gaver, kouls lavaret, en holl ilizou ; e ouel a oa gwechall gouel-berz en meur a eskopti. Lezhanvet eo bet difennour an Iliz.
N’haller ket serviji daou vestr. Red eo bezan a-du gant Doue pe a-du gant Satan, unan a zaou ; n’eus ket da varc’hata ! Awechou, Hon Zalver Jezuz-Krist a c’houlenn ouzomp, evel ouz sant Per : « Ha karet a rez-te ac’hanon ? » Hag e fell d’ezan e tiskouezfemp hon c’harante en e genver, dre oberou, ha n’eo ket hepken dre gomzou.
Setu ar pez a ’n em gavas gant sant Sebastian. Heman a oa eun den en karg, eur mignon bras d’an impalaer ; bali an enor a oa digor dirakan, alc’houe ar binvidigez a oa etre e zaouarn. Mes Dioklesian a ra brezel da Jezuz-Krist ; ha Sebastian, ma eo stag ouz e garg, a gar Doue, dreist pep tra.
Ar zakrifis goulennet gant Sebastian, Jezuz-Krist hen goulenn, beb an amzer, gant unan bennak. Eleiz ne grenont ket evit hen ober, tud hag a zo gwad yac’h ha krenv, gwad ar zent, o redek en o gwazied.
En o c’hichen, nag a bed a stou dirak mevelien an drouk-spered, hag evit eur mousc’hoarz, eur gomz flour, eur pennad ruban, eur begad enor, a werz o ene.
Nag a bed a gav mat mougan o c’honsians
Ha bezan digristen evit en em avans !
Tud kez, gwerzan c’haller an divrec’h, n’heller gwech ebet gwerzan an ene ; an ene zo da Zoue. Roomp da Zoue ar pez a zo da Zoue, ha da Sezar ar pez a zo da Sezar !