Buhez ar Sent/1912/Silvestr


Kentan devez ha tregont a viz Kerdu


SANT SILVESTR
Pab (314-335)



Dre eun embann grêt en Milan, er bla 313, an impalaer Konstantin a anaveze ar gwir he devoa an Iliz d’ober dre ar bed al labour vras fiziet enni gant Hon Zalver Jezuz-Krist.

Er blavez war-lerc’h e pignas sant Silvestr war Gador sant Per. Ginidik oa eus a Rom, ha mab oa da Rufin ha da Justa. Abred e kollas e dad, mes e vamm, eur wreg vertuzus, a gemeras preder d’e zevel ervat hag a gargas eur beleg santel ha gouiziek da zeski d’ezan kement a c’helled gouzout war dreo ar bed-man ha war dreo ar bed-all.

Goude m’en devoe grêt e studi, Silvestr a oe beleget gant ar pab Marsellin, hag epad ar brezel a reas Dioklesian d’an Iliz, en em ziskouezas ken kalonek ma oe karet ha meulet gant an holl.

Test a oe eus viktor ar gristenien war ar baganed, pa oe trec’het Maxanz gant Konstantin, an 28 a viz here 312.

Da varo ar pab Melchiad, en miz genver 314, e oe dibabet evit mont en e blas. Er blavez-ze dioustu, e hanvas pevar gannad, daou veleg ha daou abostoler, evit kemer peurz, en e hano, en konsil Arl. Eno e oe kondaonet Donat hag e ziskibien, a oa kalz re zellant en kenver ar bec’herien. Savet a oe ive lezennou evit brasan mad an Iliz. Tadou ar c’honsil, goude bezan peurc’hrêt o labour, a gasas eul lizer d’ar pab da bedi anezan da embann ar reolennou o devoa savet evit ar gristenien hag ar varnedigez o devoa douget eneb an heretiked.

Unnek vla goude, e oe grêt en Nise kentan konsil-meur a zo hano anezan en istor an Iliz. Sant Silvestr, abalamour d’e gozni, n’hallas ket mont e-unan d’ar c’honsil-ze ; mes kas a reas kannaded da zerc’hel e blas.

Mervel a reas an 31 a viz kerdu 335. E gorf a oe sebeliet en bered Priskilla. Ar pab Gregor IX, er bla 1227, a c’hourc’hemennas ma vije grêt gouel sant Silvestr da ze divezan ar bla, dre holl ilizou ar c’huz-heol ; en ilizou ar zav-heol, ec’h enorer anezan an 2 a viz genver.

————


KENTEL


Blavez mat


Setu ni war dreujou ar bla neve. Oh ! na pegen buhan eo êt e-biou d’imp an hini koz ! Nao mil heur a oa ennan, ha sonet o deus, an eil war-lerc’h eben, en eun hunvre.

Daoust ha talvezet o deus d’imp ? Nag a heuriou dibreder a zo bet en o zouez ! Nag a heuriou, marteze zoken, hag hon deus kollet oc’h ober an droug.

Barnet a vefomp war an amzer a zo bet roêt d’imp. Goulennomp eta pardon ouz Doue eus holl bec’hejou ar bla a dremen.

Madelezou Doue ive a zo kouezet warnomp, diniver, epad an daouzek miz-man. E-touez ar re a oa o kerzet ganimp war hent ar vue, meur a hini a zo tremenet : espernet omp bet. Bemde ar c’hlenved en dije gallet rei lamm d’imp. Diwallet omp bet. Gant piou ? Gant Doue. Hon c’horf hag hon ene o deus kavet ar vagadurez o devoa ezom. Gant piou int bet maget ? Gant Doue.

Trugarekaomp anezan a greiz kalon eus an holl vadoberou-ze.

Ar bla neve a ia da zigeri ; n’eo ket da lavaret e welfemp e dermen. Greomp eta evel ar zent. Kizellomp hep paouez hon ene a-benn an devez bras ma c’hoantao gant Doue hon gervel d’e lez-varn. Kempennomp anezan dre ar binijen, dre ar beden ha dre ar zakramanchou. Ar binijen a zistag diouz an droug, ar beden a dosta ouz ar vad, ar zakramanchou a unan Doue hag an den.

Bezomp sent ha lavaromp a greiz kalon :


D’ar roue a zo azezet war an trôn,
ha d’an Oan en deus salvet ar bed,
Bennoz, enor, gloar ha galloud,
eus an eil kantved d’egile.



Doue ra viro Breiz
Doue ra viro Breiz