Buhez ar Sent/1912/Simeon

◄   Gwerok pe Girek Simeon Konrad   ►



Triouec’hvet devez a viz C’houevrer


SANT SIMEON
Eskob ha merzer (***-109)



Jeruzalem oa kêr-benn ar Judevien ; enni eo e oe barnet Mab Doue ; e harz he mogeriou e varvas war ar groaz. Pa bignas Jezuz-Krist en nenv, ha pa rannas an Ebestel ar bed holl etreze, sant Jakez a chomas er Jude, hag a oe kentan eskob Jeruzalem. D’e varo, er bla 62, Simeon, mab Kleophas ha kenderv Hon Zalver, a gemeras e garg hag a viras anezi epad pemp bla ha daou-ugent. En e amzer eo e c’hoarvezas dismantr spontus kêr Jeruzalem.

Da Zul-Bleuniou, dre ma tostae ouz kêr, e kreiz an enoriou hag ar meuleudiou, Jezuz a zelle truezus outi hag a ouelas dourek warnezi.

« Jeruzalem, Jeruzalem, emezan, te hag a laz ar brofeted hag ar re a zo kaset davedout, na ped gwech am eus me bet c’hoant da vodan da vugale endro d’in, evel ma vod al lapous e evnedigou dindan e zioueskel, ha n’eo ket bet falvezet ganit ! [1]

» Dont a raio warnout eun amzer, ha da enebourien a gelc’hio hag a wasko ac’hanout a bep tu ; lakat a refont ac’hanout da gouezan ’n ez poull ; diskar a refont da vugale, ha ne lôskfont ket ennout men war ven, o vezan ne teus ket anavezet an hini a deuas d’az kwelet. »

Hag o vezan pignet betek an Templ, e reas an dro anezan hag e lavaras d’e ziskibien : « Gwelet a ret an holl dreo-ze ? En gwirione, m’hen lavar d’ac’h, ne chomo ket aze eur men war men, hep bezan diskaret. [2] »

Ar c’homzou-ze diwar-benn dismantr kêr ha Templ Jeruzalem, ugent vla goude m’oant bet lavaret gant Jezuz-Krist, a oa skrivet en Aviel gant sant Lukas, sant Vaze ha sant Mark ; ugent vla-all goude, e weled aneze o tont da wir. Abaoue m’oant kouezet dindan galloud impalaered Rom, ar Judevien a veze dalc’h-mat o klask en em zizober diouz o mistri neve. Er bla 65, dreist-oll, e savas eur reveulzi vras er Jude, hag eleiz a Romaned a oe lazet. Raktal, ar jeneral Vespasian a gerzas warneze gant eun arme vras. Treuzi a reas ar Galile, pignal a reas er Jude ; e oa o vont da lakat seziz war Jeruzalem, pa deuas ar c’hêlou betek ennan e oa hanvet da impalaer (69).

Kerkent, ec’h eas da Rom hag e lezas gant e vab Titus ar garg da genderc’hel ar brezel. Heman en em gavas e-tal ar gêr zantel, war-dro goueliou Pask 70, gant 60.000 den. Kelc’hian a reas kêr a bep tu. Ar seziz-ze a badas pemp miz, ha netra ken gwaz ne oe gwelet biskoaz.

Jeruzalem a oa neuze eur gêr vras, hag o vezan m’oa digor amzer Bask, e oa enni kalz muioc’h a dud c’hoaz eget kustum. Dont a reas hepdale da vezan eur skeuden eus an ifern : ar brezel, ar vosen hag ar gernez a waske anezi er mêmes amzer.

Eleiz a dud a glaske tec’hel ; mes kement hini a veze tizet, a veze staget ouz ar groaz, ha kement a dud a oe krusifiet er mêziou tro-war-dro, ma ne gaved mui na plas, na koat da zevel ken a groaziou.

En kêr, e varve kement a dud, ma teuas ar re veo da skuizan o sebelian ar re varo. Ar pried a ziframme an tamm eus genou he fried ; ar mab, eus genou an tad ; ar vamm eus genou he bugel hanter-varo gant an naon, etre he diwrec’h. Eur wreg a oe gwelet o lazan hag o tibri he c’hrouadur.

Pa deuas ar Romaned a benn da dreuzi mogeriou kêr, 1.100.000 Judeo a oa marvet ; 100.000 a oe prizoniet ; an tier a oe diskaret ; an Templ a oe devet [3], ha gantan sakrifisou an amzer goz a oa tremenet evit biken.

Ar Judevien o devoa lavaret, gant goueliou Pask 33 : « Ra gouezo e wad warnomp ha war hon bugale ! » Da oueliou Pask 70, seiz vla ha tregont hepken goude, Doue a ziskoueze d’eze an evoa klevet o gwall-beden, hag abaoue, ar Judevien n’o deus gallet sevel nag o zempl, nag o rouantelez. Malloz Doue ’zo kouezet warneze !

Simeon, dal ma welas ar c’houmoul du o ’n em zastum ’us da Jeruzalem, a dec’has kuit gant ar gristenien, a dreuzas stêr ar Jourden, hag a bignas meneziou ar Pere, betek Pella.

Dal ma oe achu ar brezel, e tizrojont, hag elec’h fall-galoni o welet ar pez a oa c’hoarvezet, en em lakjont da zevel eur gêrig neve, war dismantrou an hini goz.

Adalek neuze, eleiz a Judevien, digoret o daoulagad d’eze gant an tôliou skrijus a oa o paouez c’hoarvezout, a welas enne dorn Doue, hag en em reas kristen. Ar re-all a oe muioc’h dereat hiviziken.

Simeon, er bla 107, a oe tamallet evit daou zigare : abalamour m’oa kristen, hag abalamour m’oa eus gwad ar roue David. Digaset e oe dirak gouarner ar Palestin, Tiberius Claudius Atticus.

Epad meur a zevez, e oe skourjezet, hag an nerz-kalon a ziskoueze an den koz c’houec’h-ugent vla-ze, a zouezas Atticus hag ar re a oa war e dro.

Erfin, e oe staget ouz ar groaz, hag evelse e varvas an hini a chomas, da zivezan, war an douar, eus an dud o devoa bet an eurvat da welet, gant daoulagad o c’horf, Mab Doue en em c’hrêt den, an Otrou Jezuz-Krist.

————


KENTEL


Ar Profesiou


Eur profesi a zo eun anaoudegez hag eun embann gwirion a rer eus eun dra da zont, n’hell ket an den anaout dre e c’halloud e-unan.

An amzer da zont, Doue hepken hen anave. Ma teu eta eun den da embann anezan, an dra-ze a verk eo an den-ze eun den-Doue, pe eman Doue, da vihanan, a-du gantan.

Ar profesi a ziskoue galloud Doue, splannoc’h c’hoaz eget ar mirakl. Ar mirakl a ro ar vue d’eun den maro, a verk galloud Doue war eul lezen hepken ; ar profesi, hag a gomz eus an amzer da zont, a verk galloud Doue war an holl lezennou, a ziskoue eo an Holl-C’halloudeg a gas pep tra endro, gant gouiziegez ha gant furnez, en pep lec’h hag en peb amzer.

Profesiou a zo er Skritur-Zakr hag e oa displeget enne bue Jezuz-Krist penn-da-benn, pell bras amzer arôk ma oa deut war an douar.

Jezuz-Krist e-unan an eus grêt profesiou diwar e benn e-unan, diwar-benn Jeruzalem, diwar-benn e Iliz, hag a welomp o tont da wir gant an amzer. Skridou sant Yan o deus klozet amzer ar profesiou, hag an Iliz ne anave talvoudegez ebet d’ar re a c’hell bezan bet grêt abaoue. N’eo ket war lavariou evelse eo diazezet hon relijion. Hon fe, avat, a gav en profesiou ar Skritur-Zakr eun harp eus ar re grenvan.

Red eo d’imp kredi ; mes arabad d’imp kredi hep digare d’hen ober. Ar gelennadurez a deu d’imp, diazezet war ar profesiou, eo ar gwir hini. Kement-se na c’hoarve nemet gant kelennadurez Iliz Rom ; rak-se, skler hag anat eo, hounnez hepken eo ar gwir hini, ha red eo d’imp, ma fell d’imp bezan salvet, kredi ar pez a lavar hag ober ar pez a c’hourc’hemenn.




  1. Sant Vaze, XXIIIet pennad, 37et koublad.
  2. Sant Lukas, XIVet pennad, 43, 44et koublad.
  3. 1130 vla a oa abaoue m’oa bet diazezet gant Salomon, ha 639 vla abaoue m’oa bet adnevezet gant Zorobabel. Eiz miz kentoc’h, an tân-gwall an evoa diskaret ive Templ ar falz-doue Jupiter, en Rom. Doue a felle d’ezan gwelet an templou koz o vont d’an traon, da rei o flas da re Jezuz-Krist.