Buhez ar Sent/1912/Stanislas Kosta

◄   Martin Stanislas Kosta Josaphat Koncewitch   ►


Trizekvet devez a viz Du


Sant Stanislas Kostka
1550-1568


Sant Stanilsas Kosta
Sant Stanilsas Kosta

Stanislas, mab d’ar senatour Yan Kostka ha da Vac’harit Kriska, a oa ganet en kastel Rostkou, er Pologn, an 28 a viz here 1550.

War varlen e vamm e teskas karet an Otrou Doue. Da bevarzek vla, ec’h eas gant Pôl, e vreur henan, da skolach Tadou Kompagnunez Jezuz Vienn. Eno, bugale e oad, o welet pegen santel oa, o devoa doujanz evitan. Mes e vreur ne oa ket evit e c’houzanv. Pa lemas an impalaer Maximilian, digant Tadou ar Gompagnunez, an ti roët d’eze gant an impalaer Ferdinand, evit lojan o bugale, ha pa renkas ar skolaerien klask lojeiz en kêr, Pôl, evit ober c’hontrol ouz e vreur, a yeas gantan da chom da di eur protestant. Mes ar brezel grêt d’ezan en ti-ze ne reas nemet lakat fe Stanislas da greski muioc’h-mui.

Kommunian rê sul-gouel ; yun a rê derc’hent an deiou ma tlee tostât ouz an dôl zantel ; n’ee d’ar skol, na mintin, na noz, hep tremen dre an iliz ; bemde e kleve diou oferen ; dougen a rê alïes eur gouriz reun ; ne wele den ebet nemet pa veze ouz tôl, ha pa digoueze gant unan bennak lavaret eur gomz treuz bennak, e tec’he raktal. Daou vla so e rene ar vue-ze, pa gouezas klanv. Goulenn a reas ma vije digaset d’ezan e zakramanchou, mes ar re a oa war e dro, hag e vreur zoken, o devoe ar grizder da chom hep e chilaou. An den yaouank a ’n em erbedas neuze ouz an itron santez Barba, hag an êle a deuas da rei d’ezan bara an nenv. Eur wech-all, ar Werc’hez gant he mabig Jezuz a deuas d’he gaout, hag a zisklerias d’ezan ne varvje ket c’hoaz : « Mes red eo d’ec’h, emezi, mont en Kompagnunez Jezuz.»

Kerkent ha ma oa pare, ec’h eas da Rom war e droad. E vreur, pa welas e oa tec’het, a redas war e lerc’h, gant eur c’har ha daou a gezeg ; mes en eun tôl, ar c’hezeg a chomas hep gallout mont ken, evel pa vije notet o divesker. En doare-ze, Stanislas ne oe ket tapet hag a c’hallas derc’hel gant e hent.

Eur wech en em gavet en Rom, e c’houlennas digant sant Fransez Borjia rei digemer d’ezan en Kompagnunez Jezuz. Bezan en devoe e c’houlen.

Ar vertuziou a ra santelez eur gwir relijius a ’n em ziskouezas ennan neuze. Koulskoude, an hini a baras dreist ar re-all oe e garante evit Jezuz-Krist en sakramant an ôter ; e zremm a veze entânet, kerkent ha ma lake e dreid en iliz, hag an daerou a rede eus e zaoulagad.

Ne oa ket en Rom dek miz a oa, pa oe kavet dare awalc’h evit an nenv. En deiou kentan miz eost, e lavaras da veur a hini e tlee mervel arôk fin ar miz. Pevar devez goude, e lavare ive d’an Tad Emmanuel Sa : « Gouel Maria hanter-eost a dle bezan kaer er baradoz ; fizianz am eus da vont d’hen gwelet.»

Mes ken yaouank ha ken yac’h e oa, ma ne rê den van ouz e glevet.

De ouel sant Lauranz, koulskoude, n’en em gave ket war e du. Kaset a oe d’ar c’hlanvdi. En eur digoueout en kichen e wele, e reas sin ar groaz warnan, o lavaret ne zavje ken ac’hane. Eun derzien vras a grogas ennan. Derc’hent gouel Maria hanter-eost, arôk lein, e lavaras e varvje en noz war-lerc’h. Goude kreiste, e kollas e anaoudegez hag e rede ar c’houezen dioutan. Pa deuas d’ezan e anaoudegez, e c’houlennas hag e oe roët d’ezan e zakramanchou. Erfin, goude bezan lavaret e wele ar Werc’hez, eleiz a êle endro d’ezi, e varvas en peuc’h, eun tammik bihan goude ter heur diouz ar mintin, da ze gouel Maria hanter-eost 1568. Triouec’h vla en devoa ; ha dek miz so e oa en Rom.

Beneat XIII a lakeas e hano war roll ar zent, an 31 a viz kerdu 1726.

————


KENTEL


Ar maro tristan


I. — Ar maro tristan n’eo ket ar maro abred. Kalet eo mont diwar an douar, pa zouger war ar penn kurunen ar yaouankiz, ha koulskoude, nag a bed hag a varv en bleun o yaouankiz, evel sant Stanislas Kostka, hag a dremen en eur vousc’hoarzin hag en eur lavaret : « Ma ! n’am bije ket kredet e vije bet ken brao mervel.»

II. — Ar maro tristan n’eo ket ar maro trumm eo. [1] Ar maro-ze a skub an den en eun hunvre, hag an Iliz a lavar d’he bugale pedi Doue d’o diwall dioutan : a subitanea et improvisa morte, libéra nos, Domine. Mes an ene a ve bepred war evez, hag a oar en em viret diouz ar pec’hed, ne ra ket kalz forz penôs mervel. Andre Avellino a zo marvet en harz an ôter ; Wenseslas a zo marvet a greiz pedi ; Fransez a Zal a varvas skoet gant eun tôl gwad ; o zri int sent koulskoude : ar maro trumm n’eo ket ar maro tristan eo.

III.— Ar maro tristan a c’haller bezan skoet gantan eo ar maro en stad a bec’hed marvel. Goude ar maro, n’haller kaout keun ebet ken d’ar pec’hejou ; n’haller ket tostât ouz ar zakramanchou ; n’haller ket dizrei war an hent mat ; en tu ma kouezo ar wezen e chomo da virviken....

Ma ve eur pec’hed marvel, unan hepken war hoc’h ene, pac’h efet diwar dreujou ar bed-man, eman grêt ganec’h evit an holl eternite....

Penôs e c’hallet-hu bevan eun heur hepken en stad a bec’hed ? Penôs e kredet-hu, zoken, kouezan er pec’hed ? Hag ho pefe spered, kalon, yaouankiz, hag e vefe ar yec’hed o vleunian war ho tâl, ma n’eman ket gras Doue ennoc’h, ec’h oc’h maro.

Seblant ho peus da gaout bue, mes n’ho peus nemet seblant : en gwirione ez oc’h maro. Tostaet eta alïes ouz Jezuz-Krist ; bevet eus e gomzou, eus e gorf, eus e wad, eus e spered, eus e galon, eus e ene ; ma ne vevet ket eus bue Jezuz-Krist, kaer ho pefe kaout seblant vat en ho tiavêz, oc’h maro en ho tiabarz.



  1. Maro trumm : Mort subite