en em gavas da vezan laket en penn ar Hongri, da varo an duk Geiza, e dad (997), Stephan a gavas e vro digristen c’hoaz, kouls lavaret holl.
Kentan tra a reas a oe en em glevet mat gant ar brinsed, e amezeien. Goude-ze en em lakas da drei e zujidi war ar relijion gristen ; mes darn aneze, ha ne garent ket trei kein d’o doueou, a ’n em zavas en e eneb.
Stephan, goude bezan en em erbedet ouz sant Martin hag ouz sant Jorj, a yeas d’ar brezel hag a drec’has war e enebourien gant eun arme kalz bihanoc’h eget o hini.
Evit trugarekât Doue da vezan roët d’ezan ar gonid, e lakas sevel eur manati en enor d’an ôtrou sant Martin, hag e c’halvas beleien ha menec’h eus an Alamagn da zont da hadan ar gwir fe en pep korn eus ar Hongri. Rannan reas e zukach en dek eskopti, gant Strigonium da arc’heskopti, ha kas a reas eskob Koloctz da Rom, da rei anaoudegez da Zylvestr II, a oa neuze war Gador sant Per, eus kement a oa bet grêt, ha da c’houlenn ôtre evitan da zougen al lezhanv a roue. Ar pab a respontas en eur gas d’ezan ar gurunen a roue, evitan hag evit ar re o dije e garg war e lerc’h, hag ar groaz a abostol, gant galloud da lakat he dougen dirazan, abalamour d’an aked en devoa da brezek ar fe en e rouantelez. Pa glevas Stephan e oa e gannad o tizrei, ec’h eas d’hen diarben, hag e chomas en e zav ha diskabel, epad ma lenne d’ezan lizer ar pab. Eskob Koloctz hen sakras roue, er blavez 1000.
Prest goude, e konsakras e rouantelez a-bez d’ar Werc’hez Vari, hag e lakas e zujidi d’ober Hon Itron eus Mamm Doue, bep gwech ma komzjent anezi, ha da blegan o fenn hag o glin, bep gwech ma lavarjent an hano-ze. Lakat a reas ive sevel, en Alban, eun iliz eus ar re binvidikan en enor da batronez e vro, hag en iliz-ze eo e ve sakret ha sebeliet, abaoue, holl bennou kurunet ar Hongri. Manatiou hag ilizou a zavas ive en Rom, en Jeruzalem hag en Konstantinopl.
E garante evit ar beorien, an intanvezed hag an emzivaded a oa dispar. Den n’ee diwar e dro, na tenval e benn, na goullo e zaouarn. Alïes awalc’h, p’en deveze eur goulenn bras bennak d’ober ouz an Otrou Doue, e lake rei aluzen, en e hano, d’an holl dud ezommek eus e rouantelez.
An nozveziou arôk ma tlee kommunian a dremene en iliz o pedi, hag e bedennou a veze ken c’houek, ma oe gwelet, eun devez, an Ele ouz e zibradan diouz an douar, a greiz ma oa e spered beuzet en Doue.
Dimezi a reas da Jizel, c’hoar sant Herri, roue ar Jermani, ha bezan en devoe eleiz a vugale, mes holl e varvjont yaouank. Ar c’hosan aneze, e hano Emerik, a oa eur zant evel e dad. Mervel a reas en barr e yaouankiz. Stephan a oe neuze treuzet e galon gant eur c’hleze a c’hlac’har. Koulskoude e plegas da volonte an Otrou Doue.
Mervel a reas e-unan, goude eur c’hlenved hirr, da genver gouel Maria-Hanter-Eost, en devoa laket lezhanvan, en e rouantelez, devez an Itron vras. Ar miraklou a c’hoarvezas war e ve a embannas e zantelez. Beneat IX a lakas e hano e-touez ar zent, hag Innosant XI a gemennas ober e ouel d’an eil a viz gwengolo.
Seul-vui ma labourer evit Doue, seul êsoc’h a ze e stager d’al labour.
Goude Doue, ma holl fizianz a zo en Mamm Doue.
Sant Bernard.