Buhez ar Sent/1912/Suliau pe Suliak

◄   Itron-Varia ar Rozêra Suliau pe Suliak An Ele mat   ►



Sant Suliau, pe Suliak
Abad (VIet kantved)



Suliau a oa mab d’eur roue eus Bro-Geumri, e hano Bromail. Kuitât a reas ar gêr, en despet d’e dad ha d’e vreudeur, evit mont d’ar gouent da heul eun abad santel hanvet Guimarc’h. Pa varvas Guimarc’h, e oe laket da abad en e blas ; mes red e oe d’ezan dilezel e abati hag e vro evit tec’hel arôk karante direiz ar brinsez Hajarme, e c’hoar-gaer, hag e teuas da chom d’an Arvorik. En eur c’hoad tost d’ar Rans, e savas e beniti ; ’n em lakat a reas da brezek d’ar baganed a oa er vro-ze.

Sant Samson, eskob Dol, a deuas d’e welet hag a dremenas eun nebeut deveziou gantan.

Suliau a varvas en e beniti an 8 a viz du. En iliz parouz Sant-Suliak, elec’h ma vevas, eo miret e ve. Bezan eo ive patron Tresignê, eskopti Sant-Brieg, ha patron Sizun, eskopti Kemper.

————


KENTEL


Induljansou ar Rozêra


I. — Ma n’oc’h ket c’hoaz en Breuriez ar Rozêra, eun dra vat e vefe d’ec’h, gant ar gouel-man, rei d’ezi hoc’h hano. Goulenn a rêr digant ar re a fell d’eze mont ebarz daou dra hepken :

Da gentan, m’o devo pep-hini aneze eur chapeled a bemp, dek pe bempzek dizenez, binniget gant eun Tad eus a Urz sant Dominik, pe gant eur beleg hag en deus bet ar c’halloud d’hen ober digant jeneral ar Vreudeur-Prezegerien.

Goulenn a rêr, d’an eil, ma lavarfont, bep sun, pempzek dizenez ar Rozêra war o chapeled binniget, en eur zonjal en pempzek mister ar Rozêra.

Kement hini a zo en Breuriez ar Rozêra a c’hall gonid eun induljans plenier, bep sul kentan ar miz ha bep gouel ar Werc’hez, gant kovez, kommunian ha pedi evit ezommou an Iliz ; ouspen-ze, ma heuilh prosesion ar Rozêra, e c’hall gonid eun eil induljans plenier.

An holl gristenien a heuil gant devosion prosesion ar zul kentan’r miz, goude ma n’o defe ket tostaet ouz ar zakramanchou, a c’hall gonid eun induljans a seiz vla ha seiz koaraïz.

II. — Pardon ar Rozêra a zo eun induljans plenier roët gant ar pab Pi V, en memor eus viktor Lepant, hag a c’hall bezan gonezet, bep bla, gant an holl gristenien, a-bouez kovez, kommunian ha pedi dirak ôter ar Rozêra. An induljans-ze a c’hall bezan gonezet adalek gousperou kentan ar gouel, da lavaret eo, adalek kreiste derc’hent sul ar Rozêra, betek kuz-heol en de-ze, ken alies gwech mac’h êr en eun iliz ha ma peder enni dirak ôter ar Rozêra.

III. — Ken alies gwech ha ma lavarer Pedennou miz ar Rozêra, pe en iliz, pe er gêr, ma n’haller ket mont d’an iliz, e c’honezer eun induljans a seiz vla ha seiz koaraïz. Kement hini a lavar ar pedennou-z’e evel m’eo dleet, dek gwech epad ar miz, a c’hone eun induljans plenier, ha kement hini a ya da gommunian goude bezan bet o kovez da zul ar Rozêra, pe da unan eus an eiz de tostan, hag a bed evit ezommou an Iliz, a c’hone eun induljans plenier.

Holl induljansou ar Rozêra a c’haller kinnig aneze evit delivrans an anaon.

Ar Rozêra a zo eur gurunen gaer, a zo ganti c’houez an nenv ; kutuilhomp eta bemde, dreist-oll epad miz here, ar roz a ya d’hen ober, ha blansonomp gante kurunennou hag a skedo da viken war dâl hon Mamm hag hon Itron.

udb