Buhez ar Sent/1912/Thomas Kantorberi

◄   Gouel an Innosanted santel Thomas Kantorberi Sebastian Valfre   ►


Navet devez warn-ugent a viz Kerdu


Sant Thomas Kantorberi
Eskob ha Merzer



Ar zant-man a zo ganet en kêr Londrez, en Bro-Zôz. E vamm a oa eur gristenez vat hag a zeskas d’ezan abred anaout ha karet an Otrou Doue. Da gentan e tarempredas skoliou ar vro, ha goude e oe kaset da Bariz evit studian al lezennou.

Dizro d’ar gêr, e teuas da vezan sekretour eun dijentil diwar ar mêz, hag a dremene e holl amzer o chaseal. Evel ma veze bepred gantan, Thomas a deuas da vezan losk en servij Doue. Mes eun devez, o vezan lammet en eur stêr evit pakan eul lapous, e oe dare d’ezan bezan flastret dindan eur rod-vilin ; kredi reas d’ezan ne oa bet sovetaet nemet dre virakl, ha diwar neuze, e reas e zonj da vezan gwelloc’h kristen.

Goulenn a reas bezan digemeret e-touez an dud a iliz, ha nebeut goude, arc’heskob Kantorberi hen greas avieler hag hen kemeras evit e vikêl-vras. An holl n’o devoe nemet meuleudi da rei d’ezan, rak ar zant a rê eus ar gwellan an holl labouriou a veze fiziet ennan.

O vezan klevet hano eus e zantelez hag eus e spered kaer, roue Bro-Zôz, Herri II, a roas d’ezan ar garg kentan en e rouantelez. N’en devoe ket a geun, rak biskoaz den ne ziskouezas muioc’h a furnez hag a lealded. Gant ar c’halloud laket etre e zaouarn, ne glaske nemet eun dra : ober vad d’an holl, ha dreist-oll d’an dud dister ; ha goude bezan labouret epad an de, e tremene eul loden vras eus an noz o pedi.

Pa varvas arc’heskob Kantorberi, Thomas a oe hanvet en e blas, en despet d’e bedennou ha d’e zaerou. Diwar neuze, e vevas evel eur manac’h ; dougen a reas bepred dindan e zilhad eur gouriz reun ; sevel a rê da ziv heur diouz ar mintin evit lavaret e ofis, ha goude e walc’he o zreid da drizek paour, hag ec’h ee d’ober eur c’housk-all. Abred e veze adarre war zao, ha goude bezan lavaret e bedennou ha studiet ar Skritur-Zakr, ec’h ee da welet an dud klanv ; ha da nav heur ec’h oferenne, ha ne gemere tamm arôk ter heur.

Ar pab a rê kalz a stad anezan, hag hen diskouez a reas en konsil Tour. Thomas a yeas d’ar c’honsil, ha pa zigouezas demdost da gêr, petra bennak ma ne oa ket ar c’hiz, an eskibien a yeas da benn hent d’ezan, hag epad ar c’honsil, ar pab hen lakas da azezan en tu deou d’ezan.

Pa zistroas da Vro-Zôz, ar roue a reas ober d’ezan eun digemer eus ar re gaeran. Mes nebeut goude, ar roue a roas urz d’an eskibien da zinan eun dra bennak eneb ar fe. Ar zant ne fellas ket d’ezan senti, ha derc’hel a reas ken start ma teuas ar roue da gemer kalz a zroug outan.

Gant aon da vezan lazet, Thomas a deuas dre guz en Frans, ’lec’h ma oa c’hoaz ar pab ; mont a reas d’e gaout evit kontan d’ezan pez a oa c’hoarvezet, ha goude en em dennas en manati Pontigni.

Epad an amzer-ze, ar roue a laere madou ar zant, kouls ha danve e gerent ha re e vignoned ; rei a reas urz d’o c’has er-mêz eur ar vro, hep damant ebet d’o oad na d’o yec’hed ; mes kaer en devoe, n’hallas ket dont a benn eus a Dhomas.

Koulskoude, ar pab a reas kement war roue Bro-Zôz, ma c’hallas ar zant distrei d’e eskopti, seiz vla goude ma oa tec’het. Ar peuc’h, siouaz, ne badas ket pell. Tud fall a damallas Thomas en gaou, hag ar roue a oe re brim d’o c’hredi. Eun devez e oe klevet o lavaret : « N’hallin eta kaout peuc’h ebet gant an arc’heskob-ze ? » Pevar dijentil o devoa e glevet hag a gredas ober plijadur d’ezan en eur lazan an den santel. Mont a rejont da Gantorberi evit ober o zôl ; ar zant a oa en iliz o kanan ar gousperou.

— Pelec’h, emeze, eman an traitour ?

Den ne respontas.

— Pelec’h, emeze, eman an arc’heskob ?

— Me eo, eme Dhomas raktal ; traitour n’on ket, avat.

Ar zant a zifennas, en han’ Doue, ouz ar zoudarded ober droug d’e bobl ; en em deurel a reas d’an daoulin, ha goude bezan grêt eur bedennig da Zoue, d’ar Werc’hez, ha da zant Denez, ec’h astennas e c’houg d’e vuntrerien, hag ar re-man a faoutas e benn dre an hanter gant o c’hlezeier. Merzerenti sant Thomas a zigouezas er bla 1170 ; n’en devoa c’hoaz nemet tri bla ha hanter-kant.

Pa glevas ar roue ar c’helou, e oe ken glac’haret ma chomas meur a zevez hep dibri nag evan. Mont a reas da bardonan war ve ar zant, diarc’hen ha gwisket paour, ha skuilh a reas eur mor a zaerou ; kovez a reas e bec’hed dirak an holl. Distro ar roue ouz Doue a oa eur mirakl grêt gant ar merzer santel.

————


KENTEL


Ar pastor mat


Sant Thomas Becket a zo bet eur pastor herve kalon Jezuz, hag abalamour da ze, e rêr an enor d’ezan da lenn, de e ouel, Aviel ar pastor mat.

Ar pastor mat, eme Jezuz-Krist, a ro e vue evit e zenved. Ar gopraer, ha n’eo na pastor, na perc’hen an denved, hennez, pa wel ar blei o tont, a red kuit, hag ar blei a lamm war an denved hag o c’has aman hag a-hont. Hennez a ya kuit, abalamour m’eo gopraer, ha n’eo ket nec’het o klask gouzout petra deuio an denved da vezan.

Ar pastor mat a anave e zenved ; gervel a ra pep-hini aneze dre e hano ; kas a ra aneze war ar peuri dru ; pellât a ra dioute ar peuri kontamet ; redek a ra war-lerc’h an danvad dianket, ha pa gav anezan, e samm anezan war e ziskoa evit ne vezo ket skuizet gant an hent, hag e ped e amezeien da zont d’en em laouennât gantan war digare distro ar reuzeudik.

Perak ne zilez ket anezan ?

Perak ne lôska ket anezan da vont da goll ?

Abalamour ma kar anezan, ha ma klask e eürusted. Ma ’n em zaon daoust da ze, e c’hallo lavaret e vea culpa.