Buhez ar Sent/1912/Timothe


Pevare devez warn-ugent a viz Genver


SANT TIMOTHE
Eskob ha merzer (***-97)



Timothe a oa ganet en Lystr, eun nebeut blaveziou arôk maro Hon Zalver. E dad a oa pagan, mes e vamm, Eunika, hag e vamm-goz, Loïda, a heuilhe relijion ar Judevien hag a zavas ar bugel en doujanz Doue. Kerkent ha ma teuas da Lystr kentan prezegerien ar fe da embann relijion Jezuz-Krist, Timothe a deuas da anaout e oa gante ar wirione hag a c’houlennas ar vadeziant. Eun nebeut goude, Pol, doktor ar baganed, hag a oa et betek ennan ar vrud eus fe Timothe, hen c’hemeras en eur dremen, daoust d’e yaouankiz, da zont da rei an dorn d’ezan da asten dre ar bed rouantelez Jezuz-Krist. Redek a reas evelse, epad dek vla, kement beg douar ha kement enezen a zo war hent Jeruzalem da Rom. Erfin, an abostol bras, hel lakas da eskob en kêr Ephes. Deut zo betek d’imp daou lizer skrivet gantan di, « d’e vab muian-karet, » evel m’hen galve.

Er c’hentan, grêt en Laodikea, e ro da anaout da Dimothe ar fals-kredennou an evoa ezom da zispenn etouez ar bobl, ha piou eo ar re a c’hall da lezel da vont en urziou sakr. Arôk achui, e c’hourc’hemen d’ezan teuler evez, gant aon d’ober droug d’e yec’hed dre e binijennou re rust pe e labouriou re vras, ha kemer eur banne gwin, beb an amzer, d’e brejou, abalamour d’ezan da grenvât.

En eil lizer, skrivet en Rom, er bla 66, Pol a ro da anaout d’e vignon mat eman er prizon evit an eil gwech, hag evel ma kred e tosta d’e verzerenti, e ped anezan da zont d’e welet eur wech c’hoaz :

« Deus kentan ma c’helli, emezan, arôk ar goanv, ha digas ganit, en eur zont, ar vantel am eus lezet en Troa, en ti Garpus, hag al levriou ; ha dreist-oll, ar skridou war barchimin a zo eno ive. »

Komz hag a ziskoue an dienez a bep tra en em gave enni an abostol chadennet, hag ar garante dener a oa en e galon evit e « vab dre ar fe. » Dibennet e oe en mezeven war-lerc’h. Kerse e oe gant Timothe koll anezan. Koulskoude, elec’h fallgaloni, e kendalc’has da ren c’hoaz e iliz, epad ugent vla, ha d’ober diouti unan eus ar re vrudetan, etouez ar re a oe savet er c’hantved kentan. De ouel Diana, doueez vras Ephes, e klaskas miret ouz ar baganed d’ober o zotoniou kement hag a rent. E gomzou madelezus, elec’h gonit o c’halonou, a lakas ar gwad da zevel d’o fenn, hag o vezan sailhet warnezan hen skojont a dôliou mein.

Ar gristenien a zougas ar merzer war eur mene ’us da gêr. Eno e tremenas etre o diwrec’h, d’an 22 a viz genver 97.

————


KENTEL


Ar beleg er barouz


Doue an eus c’hoant e vefe salvet an holl dud, hag evel m’int bet kollet gant eun den, e fell d’ezan e vefent salvet gant eun den : an Otrou Jezuz-Krist, diskennet war an douar evit hon zilvidigez : Propter nos homines et propter nostram salutem. Jezuz-Krist a zo pignet adarre en nenv, ha breman, re-all a dalc’h gant e labour. N’eo ket da rouaned, na da zoktored an douar, eo an eus Mab Doue lavaret : « Et, kelennet an holl boblou, ha badezet aneze, en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered-Glan ! » mes da zaouzek den a renk izel, eus ar Galile, ha d’ar re a zo, dre wir, o terc’hel o flas abaoue, da lavaret eo, ar veleien hag an eskibien a zo a-unan gant ar pab.

Ar beleg en eur barouz eo eta an den ’ zo digaset gant Doue da ren an dud etrezek ar baradoz. Ar beleg zo da Zoue, ha d’e barousianiz goude Doue ; en o zouez eman, e di eo o zi, o bara eo e vara, o bue eo e vue, o levenez eo e levenez, o dienez eo e zienez, o glac’har eo e c’hlac’har, o foan eo e boan.

Ar beleg eo Jezuz-Krist kuzet dindan skeud eun den. Pa zaluder eur beleg, Jezuz-Krist eo a zaluder.