◄ Jermana Cousin | Vezo | Yan-Fransez Regis ► |
Sant Vezo pe zant Bechu, arc’heskob Armagh, en Iverzon, a rêr ive e ouel en de a hirie. Douaran a reas en Pennmarc’h, en Bro-Gerne ; dont a reas goude-ze da chom da C’horre-Leon, elec’h ma varvas, war-dro hanter ar c’houec’hvet kantved. War e ve eo savet iliz Sant-Nouga. [1]
Bue an den war an douar-man a zo eun emgann hep distag, ha nan eun diskuiz ; evel ar vleunien e tigor kerkent ha sav-heol, mes evelti, ne oar ket petra zo ouz e c’hedal war an de. Nag a dreo a c’hoarve ha ne oad ket ouz o gortoz ! Nag a zrein, nag a lammou, nag a reuziou, nag a drubuilhou, nag a ankenniou !
Nag a boaniou ha n’hon deus grêt netra evit o chachan war hon c’hein, hag a c’hloaz hon c’halon ?
Penôs o digemer ? Dre gaer pe dre heg ? Dre gaer, ha dre gaer hepken, evel ar zent, a boke da zorn madelezus an Otrou Doue a skoe gante.
Eur bennoz lavaret da Zoue en kreiz ar boan hag ar c’hlenved a dalv keit ha mil lavaret d’ezan en kreiz an eurvat hag ar yec’hed.
Seul-vui e tispennfomp ar re a ’n em zav en hon eneb, ha seul-vui e pounnerao hon c’hroaz war hon diskoa.
Pa zavo ar boan betek hon c’halon, savomp anezi betek Kalon-Zakr an Otrou Doue, eienen pep madelez, hag e vefomp frealzet !
- ↑ En Sant-Nouga e virer kosan levr-oferen a zo en Breiz. Skrivet eo bet e tro ar bla 1050. Eun tregont sant bennak eus Breiz a zo o hanoiou ennan. An hanoiou êsan da lenn eo re sant Brieg, sant Melani, sant Patern, sant Korantin, sant Gwennole, sant Riouare, sant Koulm, sant Bechu, sant Gwennegan, sant Houardon, sant Gouesnou, sant Sulian, sant Eneour ha sant Thegoneg.