Buhez ar Sent/1912/Visant

◄   Agnes Visant Dimezi ar Werc’hez   ►


Eil devez warn-ugent a viz Genver


SANT VISANT
Avieler ha merzer (***-304)



Visant, ganet en Hueska, er Spagn, a oe roët gant e dud da eskob Saragos da zevel.

Kenteliet evel ma oe, e teuas da vezan, en berr amzer, eun den eus ar re zesketan. Da daou vla warn-ugent, e oe grêt avieler, hag e eskob hen c’hargas da rei ar gelennadurez kristen d’ar bobl. Evel an Ebestel, Visant a lakas c’houezen e dâl ha gwad e galon da vagan ar fe an evoa hadet en eneou dre e brezegennou.

An amzer-ze a oa eun amzer drist evit ar gristenien. Impalaered Rom o devoa touet diskar, betek an divezan, kement penn kristen a oa war an douar. O c’houarn ar Spagn e oa, en o lec’h, eun den, e hano Dasian, pagan goue, gwriet e ene gant kement si fall a c’hall bezan en korf an den.

Kentan tra a reas evit dont a benn eus ar gristenien a oe diskar o fastor. Visant hag e eskob a oe eta chadennet ha kaset, war o zroad ha hep tamm, betek Valans.

En em gavet eno, e oent tôlet er prizon elec’h o devoa kalz da c’houzanv gant an naon hag ar yenien. Pa zonjas d’ar gouarner e tleent bezan dija hanter-varo gant an dienez, e lakas o digas dirakan. Chom a reas sebezet o welet o nerz hag o yec’hed.

— Ma fell d’ac’h, emezan, en em denn beo eus adre ma daouarn, grêt evel ar re-all, kinniget ezans d’hon doueou.

An avieler, en hano e eskob hag en e hini, a lavaras :

— Satan, an drouk-spered, eo a ra d’ac’h ober brezel d’imp evel ma ret. Hennez eo ho Toue ; mes evidomp-ni, n’hen adorfomp ket ; ni a chomo, betek ar maro, ar pez m’omp bet betek hen, servijerien ha testou ar gwir Doue, a vev epad an holl gantvejou hag a ro d’imp nerz da zisprijout ho promeseou hag ho kourdrouzou.

Dasian a yeas en kounnar o klevet komzou kalonek an den yaouank :

— Harluet [1] an eskob, emezan d’e dud, hag astennet egile war eur marc’h koat ha torret e izili outan !

Heuilhet e oe ar gourc’hemen ; hag ar merzer ne re van. Diwar ar marc’h koat, Dasian, fuloret, a reas e stlepel war heskennou dir lemm, ’ us d’eun tantad tân.

Dispennet e oe e gorf gant ivinou houarn, ha tôlet dornadou holen en e c’houliou da greski al leskadurez. Hag ar merzer ne re van. E zaoulagad laouennik holl a oa troet warzu an nenv.

— Ne bleg ket c’hoaz, eme Dasian, êt er-mêz anezan e-unan ; ober a raio, abred pe zivezat ! Tôlet anezan er prizon enkan, lousan ha dônan zo ! Goloet al leurzi gant podou torret ha gwer bruzunet !

Grêt e oe herve e lavar. Hag ar merzer ne rê van.

Mes epad an noz, êle an nenv a ziskennas da gaout o breur war an douar : « Bez laouen, emeze, an hini an eus da gennerzet er stourmad a zo o vlansonan da gurunen. »

Bourrevien, chomet drek an nor, a welas eur sklerijen dudius o lintran endro d’ezan en dônder e brizon, hag a deuas d’en em deuler en harz e dreid da c’houlenn o fardon. Anzav a rejont, a vouez uhel, ne oa Doue ebet nemet hini ar gristenien. Pa glevas Dasian an neventi-ze, e oe dare d’ezan bezan mouget gant ar gasoni a yeas ennan :

— Klaskomp eun hent-all, emezan, ha gwelomp ha dre zousder e plegfomp ar penn-fall-ze !

Lakat a reas ar merzer war eur gwele eus ar re wakan, gant medesined war e dro da louzaoui e c’houliou ; mes kerkent ha ma oe grêt d’ezan gourvez warnezan, e ene glan a nijas da lein an nenv.

Dasian, trec’het ha mezek, a reas teuler korf ar merzer er-mêz eus kêr, d’al loened goue da zibri ; mes eur vran a deuas d’e zifenn, hag aneval ebet n’hallas e zispenn.

Pa glevas Dasian ar burzud-all-ze, e kollas e benn hag e reas stlepel ar c’horf don-don er mor bras.

Mes Doue hag a dôl evez war holl eskern an dud, a reas d’ar c’horf binniget dont war an ôd, hag ar gristenien hen sebelias gant enor ha doujanz.

————


KENTEL


Nerz-kalon ar verzerien


Sebezus eo gwelet nerz-kalon ha pasianted ar zent en kreiz poaniou o merzerenti. Penôs o deus gallet an dud-ze, dister da welet, darn aneze, darn-all en barr o yaouankiz, merc’hed kalz-all, bugale zoken, meur a hini, a oa trawalc’h d’eze lavaret eur ger hag e oant lôsket da vale, penôs o deus gallet an dud-ze chom hep lezel ar ger-ze da gouezan eus o genou ?

Penôs o deus gallet gouzanv ar poaniou skrijus o deus gouzanvet ?

Kristenien kantvejou kentan an Iliz a rene eur vue santel, a oa madelezus an eil en kenver egile, a gleve an oferen ken alïes ha bemde, pa c’hallent, hag a gommunie beb oferen a glevent. Kristenien kantvejou kentan an Iliz a oa gwir gristenien, hag eur c’hristen hag a zo eur gwir gristen, n’eus netra, nag en douar, nag en ifern, goest d’e zispartian diouz e Zoue. Ar garante a zo trec’h d’ar maro.

En hon amzer, an Iliz a zo gwasket, ken gwasket pe gwasketoc’h evit en he zri-c’hant vla kentan. Evit bezan barrek da vale war hent an enor hag ar zantelez, ar gristenien o deus ezom da zibri alïes ar bara diskennet eus an nenv hag a grenvae o breudeur henan. C’hoant Leon XIII oa gwelet ar gristenien o kommunian bep sul ; c’hoant Pi X eo o gwelet o kommunian bemde.

Dre ar gommunion, ar c’hristen a lak karanteziou ha c’hoantegeziou Jezuz-Krist da vezan e re.

Dre ar gommunion. ar c’hristen a deu da vezan eun eil Krist. N’hall netra ober droug d’ezan, rak ar garante a zo trec’h d’ar maro.



  1. Harlui, exiler ; harlu, exil.