Buhez ar Sent/1912/Visant a Bôl

◄   Kamilh Lellis Visant a Bôl Mac’harit   ►
Sant Visant a Bôl
Sant Visant a Bôl


Naontekvet devez a viz Gouere


Sant Visant a Bôl
Patron an holl oberou a drugare
(1576 -1660)



Visant a Bol a c’hanas en Pouy, en kichen Dax, en kreiz lanneier ar Gaskogn, d’ar 26 a viz ebrel 1576.

N’oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e weled dija o vleunian ennan e garante evit ar beorien.

Goude bezan bet eur pennad o vesât loened e dad, e oe kaset da skol Tadou sant Fransez Dax, hag evel m’en devoa c’hoant da vont da veleg, ec’h eas eus Dax da Doulouz da genderc’hel e studi. D’an 23 a viz gwengolo 1600 e oe beleget.

Eun devez ma oa oc’h ober hent war vor, pemp bla goude, e kouezas etre daouarn an Durked, hen c’hasas da Dunis hag hen gwerzas eno evel sklavour.

Goude bezan tremenet daou vla er reuz-ze, e teuas a benn da c’honid e vestr da Jezuz-Krist, hag ec’h eas gantan da Rom, da bedi war beziou an ebestel Per ha Pôl.

Epad ar pempzek miz a dremenas en kêr-benn ar gristenien, ar c’hardinal Ossat a deuas da anaout e zantelez hag a gasas anezan, evit eun afer a bouez, da gaout Herri IV, roue Frans.

Visant a ouezas en em denn ken brao, ma oe kinniget d’ezan abati Sant-Leonard ; mes hen refuz a reas evit mont d’eur barouz vihan harp ouz Pariz, he hano Clichy.

Eno e lakas ar peuc’h er familhou, e savas eun iliz neve, hag e skolaas en e di dek pe daouzek kloareg.

War ali ar c’hardinal Berull, e kuitaas e barouz evit mont d’ober skol da vugale an ôtrou de Gondy ; epad an daouzek vla a dremenas oc’h ober ar vicher-ze, e reas eur vad vras, ken d’e skolaerien, ken d’o c’herent. Hanvet ive, e keit-ze, gant ar roue, da berson ar galeou, e labouras meurbed war zilvidigez ar brizonierien ha war hini o mistri.

Sant Fransez a Zal hen c’hargas da ren e leanezed, hag hen ober a reas epad tost da zaou-ugent vla, gant kement a furnez, ma lavare eskob Jenev n’en devoa biskoaz anavezet eur beleg kenkouls hag an ôtrou Visant.

Labourat a reas muian m’hallas da gelenn ar beorien, ha dreist-oll, an dud diwar ar mêz. Evit rei an dorn d’ezan war an dachen-ze, e savas eur genvreuriez misionerien, lezhanvet Lazaristed, a oe ôtreet gant Urban VIII, er bla 1632.

Labourat a reas ive evit ma vije savet dre ar vro kloerdiou bras, ma raje ar veleien konferansou etreze, ha m’o dije ar gloareged retrejou arôk reseo an Urziou.

Kas a reas misionerien, n’eo ket hepken en pevarc’horn ar Frans, mes en Itali, er Pologn, er Skoz, en Iverzon ha betek, zoken, en Afrik hag en Indez.

Galvet a oe en kichen Loeiz XIII, pa oa war e dremenvan, hag adalek neuze, ar rouanez Anna ’n Autrich, mamm Loeiz XIV, a c’houlennas bepred e ali var dreo Iliz Frans, hag hen, eus e du, a rê kement a oa en e c’halloud evit ne vije laket nemet ar veleien wellan en penn an eskoptiou hag ar manatiou.

Ne oa ket eun den en dienez ha n’en dije ket klasket e dennan anezi. Ar gristenien reuzeudik kouezet etre daouarn an Durked ; ar vugale dilezet gant o zud ; an dud yaouank diroll hag emzivad ; ar merc’hed en danjer da goll o enor hag ar re o devoa hen kollet ; ar brizonierien ; ar bardonerien mac’hagnet ; al labourerien ha ne oant ket evit labourat ken ; an dud troët o spered ; ar glaskerien bara, a gavas holl peurz en e vadelezou.

Al Lorren, ar Champagn hag ar Pikardi, broiou-all c’hoaz, dismantret gant ar vosen, ar gernez hag ar brezel, a vevas diwar an aluzennou dastumet gantan.

Sevel a reas eun Urz merc’hed evit skola ar vugale, klask an dud reuzeudik ha pleal gante : Leanezed sant Visant a Bol, a zo brudet breman dre ar bed holl, hag a ve kavet en kement lec’h ma ’z eus vad d’ober ha daerou da zec’han.

Eun den oa an ôtrou Visant ha ne gare nag an êzamanchou, nag an enoriou, nag ar madou : Jezuz-Krist oa e Zoue ha klask a rê heuilh e skouer, en pep lec’h ha bemde, ha netra ken.

En e yaouankiz e oa eun den ter ; mes kemer a reas ar c’hiz vat da chom hep lavaret eur ger, keit ha ma verve ar gwad en e galon, hag en doare-ze e plegas e dech fall, hag e teuas da vezan eur beleg ken hegarat ma ne deue den d’e gaout ha ne vije laouen o vont digantan.

Mervel a reas en Sant-Lazar, en Pariz, d’ar 27 a viz gwengolo 1660, en e bevare bla ha pevar-ugent. Klemant XII, o klevet ar vrud eus e vertuziou, eus e veritou hag eus e viraklou, a lakas e hano war roll ar zent, d’ar 15 a vezeven 1737, hag a c’hourc’hemennas ma vije grêt e ouel d’an 19 a viz gouere.

Leon XIII, war c’houlenn eun niver bras a eskibien, a hanvas anezan da batron an holl oberou a drugare.

————


BOKED


D’ar varn divezan, Jezuz a lavaro d’ar re a vezo en tu deou d’ezan : « Deut, tud binniget ma Zad, kemeret peurz er rouantelez a zo bet ôzet evidoc’h adalek ar penn kentan eus ar bed. Rak naon am eus bet. hag ho peus roët d’in da zibri ; sec’hed am eus bet, hag ho peus roët d’in da evan ; divroad oan, hag ho peus ma repuet ; noaz oan, hag ho peus ma gwisket ; klanv oan, hag oc’h deut d’am gwelet ; er prizon e oan hag oc’h deut d’am c’haout. »

Neuze ar re vat a responto d’ezan : « Otrou, pegouls hon deus-ni ho kwelet o kaout naon, hag hon deus ho maget ; o kaout sec’hed, hag hon deus roët d’ec’h da evan? Pegouls hon deus-ni gwelet ac’hanoc’h divroad, hag hon deus ho repuet, noaz, hag hon deus ho kwisket ? Pegouls c’hoaz hon deus ni gwelet ac’hanoc’h klanv, pe er prizon, hag omp deut davedoc’h ? »

Ha Jezuz a lavaro d’eze : « En gwirione, me a lavar d’ec’h, bep gwech m’ho peus grêt an dra-ze d’ar bihanan eus ma breudeur, d’in ma-unan ho peus hen grêt. »

Sant Vaze XXV.