◄ Stephan | Yan | Gouel an Innosanted santel ► |
n aviel a ro d’ar zant-man an hano kaer a ziskib muian-karet Hon Zalver Jezuz-Krist ; ha netra, en gwirione, n’hallfe diskouez gwelloc’h e zantelez.
Ganet er Galile, sant Yan a oa mab da Zebede ha da Salome, ha breur da zant Jakez, abostol. Ar yaouankan oa eus an Ebestel, ha ne dlee ket kaout ouspen pevar bla warn-ugent pa oe kemeret gant Jezuz evit diskib. Jezuz en devoa eur garante dispar evitan, abalamour m’oa gwerc’h a galon. Eus e du, Yan en devoa eur garante meurbed tener evit e vestr ; eur wech en em roët d’ezan, n’hen dilezas ken goude, hag hen heuilh a reas bepred hag en pep lec’h, war Mene-Kalvar kouls ha war Mene-Tabor.
Epad ar goan divezan a reas gant e Ebestel, er mare ma leze gant an holl dud an testeni brasan eus e garante en eur zevel sakramant an ôter, Jezuz a roë da zant Yan eur merk eus ar stad a rê anezan. E lezel a reas da harpan e benn war e galon. Hag epad an amzer-ze, sant Yan, eme sant Augustin, en deus desket an treo kaer a lenner en e skridou ha, dreist-oll, en e Aviel, hag a lak anezan e-touez ar brasan profeted ; neuze ive e lavaras d’ezan goustadik hano an hini a dlee e werzan.
Goude ar goan divezan, Jezuz a yeas gant e ziskibien da liorz Jethsemani. Ne gemeras gantan nemet tri abostol evit bezan test e agoni : Yan, Per ha Jakez. Pa dôlas ar zoudarded o daouarn war Jezuz, an diskibien-all o devoe kement a aon ma kemerjont an tec’h. Yan hepken n’hen dilezas ket hag hen heuilhas betek war Mene-Kalvar. Evit e rekompansi, Jezuz hen kargas da gemer evez ouz e Vamm, dre ar c’homzou kaer-man : « Setu aze ho Mamm. » Diwar neuze, Yan a gemeras ar Werc’hez gantan hag a dôlas plê outi ’vel pa vije bet e vamm.
Sant Yan a chomas en harz ar groaz ken ma lôskas Hon Zalver e huanaden divezan ; gwelet a reas, evel m’en deus skrivet, ar zoudard o tigeri e goste, hag ar gwad, mesket gant dour, o tont er-mêz anezan.
Pa deuas Mari-Madalen da lavaret d’an Ebestel ne oa mui korf Jezuz er be, Per ha Yan a yeas dioustu da welet ; Yan a oa skanvoc’h hag a ’n em gavas da gentan. Koulskoude, gortoz a reas ma vije digouezet sant Per, ha ne fellas ket d’ezan diskenn er be, abalamour Per a oa kosoc’h.
En devez ma tiskennas ar Spered-Santel war an Ebestel, Per ha Yan a bareas eun den, ganet dall, a c’houlenne an aluzen en kichen dor an Templ. Goude-ze, Per a reas eur brezegen d’ar bobl, hag a c’honezas kalz a dud da relijion Jezuz-Krist, hag abalamour da ze, an daou abostol a oe tôlet er prizon diouz an abarde. An de war-lerc’h, e oent galvet dirak ar varnerien, ha difennet oute derc’hel da gomz eus Jezuz Nazareth : « Daoust, eme Ber ha Yan raktal, hag eun dra vat e vefe senti ouzoc’h kentoc’h eget ouz Doue ? Ni n’hallomp ket miret da gomz eus ar pez hon deus gwelet ha klevet. »
Sant Yan a dremenas meur a vlavez en Jeruzalem gant ar Werc’hez ; goude en em dennas en kêr Efez. Ac’hane ec’h eas da brezek an Aviel er c’hêriou tro-war-dro.
Pa stagas an impalaer Domisian d’ober brezel d’ar gristenien, Yan a oe kroget ennan ha kaset da Rom. An den kri-ze a reas e zouban en eur gôter leun a eoul bervet ; a drugare Doue, ar zant n’en devoe droug ebet, ha neuze e oe kaset da enezen Patmos.
Eno, Doue a ziskouezas d’ezan, evel en eun dôlen, an treo a dle c’hoarvezout gant an Iliz en amzer da zont ; Yan a skrivas aneze en eul levr hanvet an Apokalips, hag a zo ennan, herve sant Jerom, ken alïes a vister hag a c’her. Goude maro Domisian, sant Yan a c’hallas distrei da Efez. En tro ar mareou-ze, e skrivas e Aviel, war ali eskibien ar vro, evit diskouez eo Jezuz Doue evel an Tad hag ar Spered-Santel, hag eo bet evelte a holl-viskoaz ; rak heretiked a veze klevet o lavaret penôs Jezuz ne oa netra arôk ma oe konsevet gant ar Spered-Santel.
Sant Yan en deus skrivet c’hoaz daou lizer, hag enne e komz, dreist-oll, eus ar garante en kenver Doue hag an nesan. En e amzer divezan, ne rê nemet lavaret an dra-man d’ar gristenien : « Ma bugaligou, en em garet an eil egile. » Ha pa veze goulennet digantan perak e lavare bepred ar memes tra, e responte : « Setu aze gourc’hemen Doue, hag awalc’h eo ma ve heuilhet mat. »
Sant Yan a varvas en Efez, war-dro ar bla 100 goude donedigez Hon Zalver Jezuz-Krist.
J.L.P.
I. — Sant Yan eo an hini a viras e ene bepred dinam ; e-touez an Ebestel oa ar muian henvel ouz Jezuz ; ne oa ket en em staget ouz den ebet, zoken dre liammou ar briedelez. Kurunen e ugent vla a oa war e dâl, pa reas Hon Zalver anaoudegez gantan, hag abalamour d’e yaouankiz hag abalamour d’e werc’hded, e oa an hini a oa karet ar muian gant Mab Doue.
An dud yaouank a ’n em ro a-grenn da Zoue, a deu da vezan e vrasan mignoned. Den yaouank hag a lenn ar gentel-man, tôlet evez eta gant aon da goll ho klanded ; miret ho furnez. Ha mar doc’h kouezet, ma zo eun dra bennak o vroudan ho kalon, oh ! en han’ Doue, na chomet ket da vreinan en ho pec’hed. Adolescens, tibi dico, surge. Den yaouank, savet, pa lavaran d’ec’h.
II. — Ar yaouankan a ve dodoennet bepred muioc’hik evit ar re-all. Sant Yan a oe unan eus an tri a bignas gant Jezuz war Mene-Thabor hag en liorz Jethsemani. Er gambr-lid e harpas e benn war Galon-Zakr hon Zalver, hag e-tal ar groaz, e oe roët Mari d’ezan da Vamm.
Den yaouank, c’hoant ho peus da vezan dodoennet, moumounet gant an Otrou Doue ?
III. — Sant Yan a gare kement Hon Zalver ma ne oa ket evit en em zispartian dioutan. Hen c’haout a rêr war Mene an Olivez, pa oe chadennet Jezuz ; hen c’haout a rêr en porz ar beleg bras, pa oe barnet Jezuz ; hen c’haout a rêr war Mene-Kalvar, pa dremenas Jezuz.
En e skridou, n’eus hano nemet eus ar garante, ha p’oa deut da vezan koz, ne lavare d’ar gristenien, bep gwech m’en em gave gante, nemet ar c’homzou-man : « Ma bugaligou, en em garet an eil egile ! »
Ha birvidik eo ennoc’h ar garante ?
Ha mignon oc’h-hu da Jezuz ?
Ha karet a ret-hu ho nesan ?